Un dastumadeg a-feson gant obererezhioù ha c'hoarioù kelennadel evit ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.

Obererezhioù 'zo a zo bet troet da c'hoarioù, chom a reont kelennadel avat.

Setu ur roll eus rummadoù an obererezhioù gant un toullad skouerioù :

  • dizoleiñ an urzhiataer : klavier, logodenn, skramm stekiñ ...
  • lenn : lizherennoù, gerioù, pleustriñ war al lenn, bizskrivañ ...
  • jediñ : niveroù, jedadurioù, taolennoù eñvoriñ, niveriñ, taolennoù daou du ...
  • skiantoù : ober gant ur skluz, kelc'hiad an dour, gremm adnevesadus ...
  • geografiezh : broioù, rannvroioù, sevenadur ...
  • c'hoarioù : echedoù, memor, pevar a-steud, an den krouget, tri merk a-steud ...
  • traoù all : livioù, stummoù, Braille, lenn an eur ...

Ouzhpenn 100 obererezh zo kinniget gant GCompris evit ar poent ha reoù all zo war ar stern. Ur meziant digor eo GCompris, da lârout eo ez oc'h aotreet da azasaat ar meziant diouzh hoc'h ezhommoù, d'e wellaat hag ar pep pouezusañ, aotreet oc'h da rannañ GCompris gant an holl vugale er bed.

Raktres GCompris zo herberc'hiet ha diorroet gant kumuniezh KDE.