Skrammadoù

Lañser pennañ GCompris
screenshot root

administration root

Deskrivadur : Dibab un obererezh evit loc'hañ anezhañ

Da c'houzout en a-raok : Un toullad obererezhioù zo bet troet da c'hoarioù, chom a reont kelennadel avat.

Pal : Un dastumadeg a-feson gant obererezhioù ha c'hoarioù kelennadel evit ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.

Dornlevr : Dibab ur skeudennig evit digeriñ an obererezh pe diskouez ur roll obererezhioù en ur rummad.
E-traoñ ar skramm emañ barrenn-gontrolliñ GCompris. Kuzhat pe diskouez anezhi a reer pa doucher an eor er c'horn.

Setu ar skeudennoùigoù a vez diskouezet :
(taolit evezh ne vo diskouezet ur skeudennig nemet ma 'z eus diouti en obererezh oberiant)
  • Ti - Kuitaat un obererezh, distreiñ d'al lañser diazez (Ctrl+W pe ar stokell Achap)
  • Biroù - Diskouez al live oberiant. Klik evit dibab ul live all
  • Muzelloù - Adselaou ar goulenn
  • PIk goulennata - Sikour
  • Adloc'hañ - Adkregiñ an obererezh er penn-kentañ-tout
  • Ostilh - Lañser ar c'hefluniañ
  • Teir linenn - Lañser dibaboù an obererezh
  • G - Diwar-benn GCompris
  • Kuitaat - Kuitaat GCompris (Ctrl+Q)
Diskouez a ra ar stered ar rummad oad reizh evit pep obererezh :
  • 1, 2 pe 3 steredenn velen - oad etre 2 ha 6 vloaz
  • 1, 2 pe 3 steredenn ruz - oad 7 vloaz ha muioc'h
Ma 'z eus div skeudennig stered disheñvel gant un obererezh, an hini gentañ a ziskouez an diaester izelañ hag an eil an diaester uhelañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Ctrl+B: Diskouez pe Kuzhat ar varrenn-gontrolliñ
  • Ctrl+F: Kuzhat/Diskouez ar skramm klok
  • Ctrl+S: Kuzhat/Diskouez lañser rummadoù an obererezhioù
Adsav ar varellig
icon mosaic.svg difficulty level 1
screenshot mosaic

puzzle mosaic

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak pep tra war ar memes lec'h hag hini ar skouer.

Dornlevr : Da gentañ, dibab er roll an dra ha klik neuze war ul lec'h war ar varellig evit plasañ anezhañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ e-barzh un dachenn
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: dibab pe dilec'hiañ an dra
  • Tab: merdeiñ etre roll an traoù hag ar varellig
Adtres ar skeudenn
icon redraw.svg difficulty level 3
screenshot redraw

puzzle redraw

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tres peurvat ar skeudenn ginniget war ar gael c'houllo.

Dornlevr : Da gentañ, dibab al liv dereat diwar ar varrenn ostilhoù. Goude, klik war ar gael ha rikl evit livañ, ha laosk da glik evit paouez da livañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: dibab ul liv
  • Biroù: merdeiñ er gael
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: livañ
An hent-houarn
icon railroad.svg difficulty level 1
screenshot railroad

discovery logic railroad

Utkarsh Tiwari & Timothée Giet

Deskrivadur : Adsav an tren hervez ar skouer a-us.

Pal : Pleustriñ war ar memor

Dornlevr : Un tren zo diskouezet e-pad un nebeut eilennoù. Adsav anezhañ e penn uhelañ ar skramm en ur riklañ ar bagonioù hag ar stlejerez a-feson. Rikl un dra d'an traoñ evit en em zizober dioutañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ en dachenn-skouer hag en dachenn-respont
  • Barrenn-esaouiñ: ouzhpenn un dra diouzh ar skouerioù d'an dachenn-respont pe eskemm daou dra en dachenn-respont
  • Lemel pe barrenn-distro: lemel an dra dibabet diouzh an dachenn respont
  • Mont-tre pe Distro: evit kinnig da respont
Anviñ ar skeudenn
icon imagename.svg difficulty level 3
screenshot imagename

reading words imagename

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk pep tra a-us d'e anv.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Geriaoueg ha lenn.

Dornlevr : Rikl pep skeudenn deus ar voestad a-blom a-gleiz betek hec'h anv dereat a-zehoù. Klik war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.
Ar gerioù o kouezhañ
icon wordsgame.svg difficulty level 2
screenshot wordsgame

computer keyboard reading words wordsgame

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Bizskriv ar gerioù o kouezhañ a-raok ma vo tizhet al leur gante.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant ar c'hlavier.

Pal : Pleustriñ war ar c'hlavier.

Dornlevr : Bizskriv ar ger klok e-pad m'emañ o kouezhañ a-raok ma vo tizhet al leur gantañ.
Ar miltamm lec'h-dilec'h
icon fifteen.svg difficulty level 5
screenshot fifteen

discovery logic fifteen

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Diblas pep tamm a-benn adsevel ar skeudenn.

Pal : Plas an tammoù en urzh mat.

Dornlevr : Klik pe rikl un tamm gant ur c'hombod dieub en e gichen hag ez aio el lec'h goullo.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: dilec'hiañ ar pezh d'ul lec'h goullo.
Arc'hant €
icon money.svg difficulty level 2
screenshot money

math money measures money

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustriñ war implij an arc'hant.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Ret eo dit prenañ traoù disheñvel ha reiñ ar priz rik. Gant al liveoù uhelañ e vo diskouezet meur a dra ha ret e vo dit jediñ ar priz hollek.

Dornlevr : Klik pe stok ouzh ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar skramm evit paeañ. Ma fell dit tennañ ur pezh pe ur bilhed kuit, klik pe stok warnañ war ar banell e krec'h.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: merdeiñ e-barzh an dachenn
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
  • Tab: merdeiñ etre an tachennoù uhel hag izel
Arc'hant € ha kantimoù
icon money_cents.svg difficulty level 5
screenshot money_cents

math money measures money_cents

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustr war implij an arc'hant gant ar c'hantimoù.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Ret eo dit prenañ traoù disheñvel ha reiñ ar priz rik. Gant al liveoù uhelañ e vo diskouezet meur a dra ha ret e vo dit jediñ ar priz hollek.

Dornlevr : Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar skramm evit paeañ. Ma fell dit tennañ ur pezh pe ur bilhed kuit, klik warnañ war ar banell e krec'h.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: merdeiñ e-barzh an dachenn
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
  • Tab: merdeiñ etre an tachennoù uhel hag izel
Arc'hant € ha kantimoù, distro ar moneiz
icon money_back_cents.svg difficulty level 5
screenshot money_back_cents

math money measures money_back_cents

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustr war implij an arc'hant en ur zistreiñ e voneiz da dTuks diwarni.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Traoù disheñvel en deus prenet Tuks diganit hag e arc'hant a ziskouez dit. Distro da dTuks e voneiz diwarni. Gant al liveoù uhelañ e vo diskouezet meur a dra ha ret e vo dit jediñ ar priz hollek.

Dornlevr : Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar skramm evit paeañ. Ma fell dit tennañ ur pezh pe ur bilhed kuit, klik warnañ war ar banell e krec'h.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: merdeiñ e-barzh an dachenn
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
  • Tab: merdeiñ etre an tachennoù uhel hag izel
Benvegoù sonerezh
icon instruments.svg difficulty level 4
screenshot instruments

discovery music instruments

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik war ar benvegoù sonerezh dereat.

Pal : Desk anavezout ar benvegoù sonerezh.

Dornlevr : Klik war ar benveg sonerezh dereat.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
  • Tab: adselaou son ar benveg
Boest kempouezañ
icon balancebox.svg difficulty level 2
screenshot balancebox

mobile fun balancebox

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Stur ar vell betek an nor en ur stouiñ ar voest.

Pal : Pleustr war kenurzhiañ da jestroù ha kontañ aes.

Dornlevr : Stur ar vell betek an nor. Diwall mat rak lakaat anezhi da gouezhañ en toulloù. Dav eo tizhout ar rontoù-tremen en urzh mat hervez an niveroù evit dibrennañ an nor. Gant ur pellgomzer-hezoug e c'hallez dilec'hiañ ar vell en ur stouiñ anezhañ. Implij stokelloù ar biroù gant da urzhiataer evit c'hoari ar stouiñ.

E dibaboù an obererezh e c'hallez dibab etre al liveoù "enframmet" dre ziouer hag unan bet dibabet ganit da-unan ("implijer"). Evit krouiñ liveoù, dibab "implijer" ha klik war ar bouton reizh evit kregiñ gant an embanner liveoù .

En embanner liveoù e c'hallez krouiñ da liveoù dit-te. Dibab unan eus ostilhoù an embanner war ar c'hostez evit kemm tachenn ar c'hombodoù e-barzh al live o treiñ en embanner :
  • Kroaz: lemel pep tra war an dachenn
  • Moger a-blaen: ouzhpennañ / lemel ur voger a-led war kostez izelañ ur c'hombod
  • Moger a-blom: ouzhpennañ / lemel ur voger a-blom war kostez dehoù ur c'hombod
  • Toull: ouzhpennañ / lemel un toull war ur c'hombod
  • Mell: dibab pelec'h emañ ar vell e penn-kentañ ar c'hoari
  • Dor: dibab pelec'h emañ an nor
  • Ront-tremen: ouzhpennañ / lemel ur ront-tremen. Gant boest an niveroù e c'hallez dibab talvoud ar ront-tremen. Dibosupl eo dibab memes talvoud muioc'h evit ur wech war an dachenn.
An holl ostilhoù (estreget ostilh al lemel pep tra) a gemm ur c'hombod kliket: Un dra a vo plaset dre glikañ war ur c'hombod goullo, ha lamet dre glikañ war ar memes kombod en-dro gant an hevelep ostilh.

Bez' e c'hallez amprouiñ ul live kemmet dre glikañ war ar bouton "Amprouiñ" war kostez an embanner. Klik war bouton an ti evit paouez gant an amprouiñ, gra ivez gant bouton an achap war da glavier pe bouton an distro war da bellgomzer-hezoug.

En embanner e c'hallez kemm al live dibabet gant ar biroù war ar skramm. Er wech distroet en embanner e c'hallez kenderc'hel da embann al live o treiñ hag amprouiñ adarre m'eo ret.Ur wech echu da live e c'hallez saveteiñ anezhañ dre glikañ war ar bouton "Saveteiñ" war ar c'hostez.

Klik war bouton an ti evit distreiñ d'an obererezh, gra ivez gant bouton an achap war da glavier pe bouton an distro war da bellgomzer-hezoug.

Erfin, evit kargañ da liveoù, klik war ar bouton "Kargañ al liveoù saveteet".
C'hoari al lusk
icon play_rhythm.svg difficulty level 1
screenshot play_rhythm

discovery music play_rhythm

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur :

Da c'houzout en a-raok : Kompren luskoù diazez ar sonerezh.

Pal : Desk heuliañ resis ul lusk.

Dornlevr : Selaou ouzh al lusk sonet. Ur wech pare, klik war an taboulin en ur heuliañ ar memes lusk. Ma klikez d'ar c'houlzioù mat e vo sonet ul lusk nevez. Mod all e ranki pleustriñ adarre.
Al liveoù ampar a ziskouez ul linennig a-blom o heuliañ al lusk: klik war an taboulin p'emañ al linennig dres war an notennoù.
Diaesoc'h eo al liveoù par, rak n'eus linennig a-blom ebet. Dav eo dit lenn hirder an notennoù ha c'hoari al lusk herveze. Bez' e c'hallez klikañ war ar metronom evit klevout an duennoù skouer.
Klik war ar bouton adloc'hañ ma fell dit adseloù al lusk.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Barrenn-esaouiñ: klikañ war an taboulin
  • Mont-tre pe Distro: adc'hoari al lusk
  • Biroù uhel hag izel: buanaat pe gorrekaat an tempo
  • Tab: loc'hañ pe herzel ar metronom p'emañ war-wel
C'hoari ar gwenn gant sammadennoù
icon target.svg difficulty level 2
screenshot target

math addition arithmetic target

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tizh ar gwenn ha jed da boentoù.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout dilec'hiañ al logodenn, lenn niveroù ha kontañ betek 15 evit al live kentañ.

Pal : Bann biroùigoù ouzh ar gwenn ha jed da gont.

Dornlevr : Ret eo dit gwiriañ tu ha tizh an avel da gentañ ha klikañ war ar gwenn da vannañ ur birig. Ur wech ma vo bannet an holl biroùigoù e teuio war wel ur prenestr o c'houlenn diganit jediñ da boentoù gant ar c'hlavier.
C'hoari ar varrenn (a-enep Tuks)
icon bargame.svg difficulty level 2
screenshot bargame

strategy bargame

Utkarsh Tiwari & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik pet boull a fell dit lakaat en toulloù ha klik goude war ar bouton OK. Gounezet e vez gant an hini ne lak ket ur voull en toull ruz.

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da gontañ.

Pal : Arabat lakaat ar voull en toull diwezhañ.

Dornlevr : Klik war skeudennig ar voull evit dibab un niver a voulloù ha klik goude war ar bouton OK evit plasañ ar boulloù en toulloù. Gounezet e vez ganit ma rank Tuks lakaat ar voull ziwezhañ. Ma fell dit e vo kroget gant Tuks, klik warnañ.
Bez' e c'heller implijout boutonoù ar biroù evit choaz end-eeun al live diaester. Tukx a c'hoari gwelloc'h ma vez kresket al live.
C'hoari ar varrenn (a-enep ur c'heneil)
icon bargame_2players.svg difficulty level 2
screenshot bargame_2players

strategy bargame_2players

Utkarsh Tiwari & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik pet boull a fell dit lakaat en toulloù ha klik goude war ar bouton OK. Gounezet e vez gant an hini ne lak ket ur voull en toull ruz.

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da gontañ.

Pal : Arabat lakaat ar voull en toull diwezhañ.

Dornlevr : Klik war skeudennig ar voull evit dibab un niver a voulloù ha klik goude war ar bouton OK evit plasañ ar boulloù en toulloù. Gounezet e vez ganit ma rank da vignon lakaat ar voull ziwezhañ.
C'hoari ar vilin (a-enep Tuks)
icon nine_men_morris.svg difficulty level 2
screenshot nine_men_morris

strategy nine_men_morris

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur :

Pal : Gra milinoù (linennadoù tri fezh) evit lemel pezhioù Tuks, betek ma ne chomo ket nemet daou bezh gantañ pe ne c'hallo ket mui fiñval ken.

Dornlevr : C'hoari a-enep Tuks. Pep hini d'e dro a lak e nav fezh, unan-hag-unan, ha goude e fiñver ar pezhioù pep hini d'e dro.
Bez' e c'heller implijout boutonoù ar biroù evit choaz end-eeun al live diaester. Tukx a c'hoari gwelloc'h ma vez kresket al live.
C'hoari ar vilin (gant ur c'heneil)
icon nine_men_morris_2players.svg difficulty level 2
screenshot nine_men_morris_2players

strategy nine_men_morris_2players

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur :

Pal : Gra milinoù (linennadoù tri fezh) evit lemel pezhioù da enebour, betek ma ne chomo ket nemet daou bezh gantañ pe ne c'hallo ket mui fiñval ken.

Dornlevr : C'hoari a-enep ur c'heneil. Pep hini d'e dro a lak e nav fezh, unan-hag-unan, ha goude e fiñver ar pezhioù pep hini d'e dro.
C'hoari awale (a-enep Tuks)
icon oware.svg difficulty level 2
screenshot oware

strategy oware

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : C'hoari strategiezh gant an awale a-enep Tuks.

Pal : Kregiñ a ra ar c'hoari gant peder greunenn e pep ti. Pal ar c'hoari a zo pakañ muioc'h a c'hreun eget re an enebour. Peogwir n'ez eus nemet 48 greunenn, trawalc'h eo pakañ 25 evit gounit ar c'hoari. Dre ma 'z eus un niver par a c'hreunennoù, posupl eo d'ar c'hoari echuiñ rampo, gant 24 greunenn gant pep c'hoarier

Dornlevr : Pep c'hoarier d'e dro a ziblas ar greun. E-doug e dro e tibab ar c'hoarier unan eus ar c'hwec'h ti eus e du. Lemel a ra ar c'hoarier an holl c'hreun ennañ ha dasparzhañ pep a c'hreunenn en un ti en tu enep d'an horolaj en ur bellaat ouzh an ti goullonderet, ar pezh a vez lesanvet hadañ. Arabat hadañ greun nag en tiez-kontañ e pennoù ar plato, nag en ti bet lamet ar greun dioutañ. An ti a groger ennañ a chom goullo; ma oa ennañ 12 greunenn (pe muioc'h c'hoazh), tremenet e vez hebioù hag an daouzekvet greunenn a vez lakaet en ti da heul.

Pakañ a c'hoarvez hepken ma teu ar c'hoarier a-benn da lakaat kont ar greun en ti an enebour da vezañ par da div pe teir greunenn ur wezh hadet greunenn diwezhañ an dro-c'hoari. Evel-se e vez paket greun an ti-se, ha marteze muioc'h c'hoazh : ma voe bet lakaet ar c'hreunenn gent ivez d'ur c'honte div pe teir greunenn en un ti all d'an enebour, ar greun-se a zo paket gant ar c'hoarier adarre, hag evel-se e vez kendalc'het betek ma vo tizhet un ti hep div pe teir greunenn ennañ. Ar greun paket a vez lakaet gant ar c'hoarier en e di-kontañ. Koulskoude, ma rankfe seurt taol pakañ holl c'hreun un enebour, nullet e vez ar pakañ rak mod-all n'hallje ket an enebour kenderc'hel da c'hoari, ha laosket e vez neuze ar greun war ar plato.

Ma n'eus greunenn ebet e-barzh tiez un enebour, e rank ar c'hoarier o c'hoari reiñ greun d'e enebour. Ma n'eus ket tu d'hen ober, ar c'hoarier o c'hoari a bak an holl c'hreun eus e du hag echu ar c'hoari.
C'hoari awale (gant ur c'heneil)
icon oware_2players.svg difficulty level 2
screenshot oware_2players

strategy oware_2players

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : C'hoari strategiezh an awale a-enep ur c'heneil.

Pal : Kregiñ a ra ar c'hoari gant peder greunenn e pep ti. Pal ar c'hoari a zo pakañ muioc'h a c'hreun eget re an enebour. Peogwir n'ez eus nemet 48 greunenn, trawalc'h eo pakañ 25 evit gounit ar c'hoari. Dre ma 'z eus un niver par a c'hreunennoù, posupl eo d'ar c'hoari echuiñ rampo, gant 24 greunenn gant pep c'hoarier

Dornlevr : Pep c'hoarier d'e dro a ziblas ar greun. E-doug e dro e tibab ar c'hoarier unan eus ar c'hwec'h ti eus e du. Lemel a ra ar c'hoarier an holl c'hreun ennañ ha dasparzhañ pep a c'hreunenn en un ti en tu enep d'an horolaj en ur bellaat ouzh an ti goullonderet, ar pezh a vez lesanvet hadañ. Arabat hadañ greun nag en tiez-kontañ e pennoù ar plato, nag en ti bet lamet ar greun dioutañ. An ti a groger ennañ a chom goullo; ma oa ennañ 12 greunenn (pe muioc'h c'hoazh), tremenet e vez hebioù hag an daouzekvet greunenn a vez lakaet en ti da heul.

Pakañ a c'hoarvez hepken ma teu ar c'hoarier a-benn da lakaat kont ar greun en ti an enebour da vezañ par da div pe teir greunenn ur wezh hadet greunenn diwezhañ an dro-c'hoari. Evel-se e vez paket greun an ti-se, ha marteze muioc'h c'hoazh : ma voe bet lakaet ar c'hreunenn gent ivez d'ur c'honte div pe teir greunenn en un ti all d'an enebour, ar greun-se a zo paket gant ar c'hoarier adarre, hag evel-se e vez kendalc'het betek ma vo tizhet un ti hep div pe teir greunenn ennañ. Ar greun paket a vez lakaet gant ar c'hoarier en e di-kontañ. Koulskoude, ma rankfe seurt taol pakañ holl c'hreun un enebour, nullet e vez ar pakañ rak mod-all n'hallje ket an enebour kenderc'hel da c'hoari, ha laosket e vez neuze ar greun war ar plato.

Ma n'eus greunenn ebet e-barzh tiez un enebour, e rank ar c'hoarier o c'hoari reiñ greun d'e enebour. Ma n'eus ket tu d'hen ober, ar c'hoarier o c'hoari a bak an holl c'hreun eus e du hag echu ar c'hoari.
C'hoari damoù (a-enep da geneil)
icon checkers_2players.svg difficulty level 4
screenshot checkers_2players

strategy checkers_2players

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Reolennoù ar c'hoari damoù e GCompris a zo ar re etrevroadel

Pal : Pak holl bezhioù da enebour a-raok ma fako da holl re.

Dornlevr : Ar c'hoari damoù a vez c'hoariet gant daou enebour, pep a du-enep d'an tablez. Ar pezhioù (damoù) du zo gant ur c'hoarier, ar re wenn gant ar c'hoarier all. Pep c'hoarier a c'hoari d'e dro en ur lakaat ur pezh (damez) dezhañ da fiñval. Fiñvet vez en ur vont en diagonalenn d'ur c'hombod vak stok ouzh hini an damez. M'eo dalc'het ar c'hombod stok ouzh an damez gant un damez d'an enebour ha vak ar c'hombod dres a-dreñv dezhi e c'haller tapout (lemel eus ar c'hoari) anezhi en ur vont dreisti.
N'implijer nemet kombodoù du an tablez. Un damez n'hall ket mont nemet war ur c'hombod vak en diagonalenn. Tapout damez an enebour zo ret pa c'haller. Ar c'hoarier n'eus ket damez ebet gantañ ken, pe n'hall ket fiñval ken ebet peogwir eo stanket pep fiñv dezhañ a goll ar c'hoari.
Pa vez tizhet gant un damez al linenn tu an enebour (penn all an tablez eviti) e teu da vezañ ur rouanez, hag evit-se e vez ouzhpennet un damez warni. Ganti e vez gounezet galloudoù ouzhpenn evel mont war-gil. Ma'z eus un damez da dapout war hent ur rouanez e c'hall houmañ mont ken pell ma fell dezhi war un diagonalenn ha tapout damez an enebour en ur lammat dreisti betek ne vern peseurt kombod vak en tu all dezhi.

Trugarekaat : Amañ e vo kavet stum ar c'hoari: draughts.js <https://github.com/shubhendusaurabh/draughts.js>. Hag aze an dornlevr: wikipedia <https://en.wikipedia.org/wiki/Draughts>
C'hoari damoù a-enep Tuks
icon checkers.svg difficulty level 4
screenshot checkers

strategy checkers

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Reolennoù ar c'hoari damoù e GCompris a zo ar re etrevroadel

Pal : Pak holl bezhioù da enebour a-raok ma fako da holl re.

Dornlevr : Ar c'hoari damoù a vez c'hoariet gant daou enebour, pep a du-enep d'an tablez. Ar pezhioù (damoù) du zo gant ur c'hoarier, ar re wenn gant ar c'hoarier all. Pep c'hoarier a c'hoari d'e dro. Fiñvet vez en ur vont en diagonalenn d'ur c'hombod vak stok ouzh hini an damez. M'eo dalc'het ar c'hombod stok ouzh an damez gant un damez d'an enebour ha vak ar c'hombod dres a-dreñv dezhi e c'haller tapout (lemel eus ar c'hoari) anezhi en ur vont dreisti.
N'implijer nemet kombodoù du an tablez. Un damez n'hall ket mont nemet war ur c'hombod vak en diagonalenn. Tapout damez an enebour zo ret pa c'haller. Ar c'hoarier n'eus ket damez ebet gantañ ken, pe n'hall ket fiñval ken ebet peogwir eo stanket pep fiñv dezhañ a goll ar c'hoari.
Pa vez tizhet gant un damez al linenn tu an enebour (penn all an tablez eviti) e teu houmañ da vezañ ur rouanez, hag evit-se e vez ouzhpennet un damez warni. Ganti e vez gounezet galloudoù ouzhpenn evel mont war-gil. Ma 'z eus un damez da dapout war hent ur rouanez e c'hall houmañ mont ken pell ma fell dezhi war un diagonalenn ha tapout damez an enebour en ur lammat dreisti betek ne vern peseurt kombod vak en tu all dezhi.
Bez' e c'heller implijout boutonoù ar biroù evit choaz end-eeun al live diaester. Tukx a c'hoari gwelloc'h ma vez kresket al live.

Trugarekaat : Amañ e vo kavet stum ar c'hoari: draughts.js <https://github.com/shubhendusaurabh/draughts.js>. Hag aze an dornlevr: wikipedia <https://en.wikipedia.org/wiki/Draughts>
C'hoari echedoù (a-enep Tuks)
icon chess.svg difficulty level 6
screenshot chess

strategy chess

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur :

Dornlevr : En obererezh-mañ e tizoloer c'hoari an echedoù en ur c'hoari a-enep an urzhiataer. Diskouez a ra pep lec'h a c'heller tizhout gant pep pezh dibabet, ar pezh a sikour ar vugale da gompren penaos e kerzh ar pezhioù. El live kentañ e c'hoari an urzhiataer evel ma teu e teu (hep preder) evit reiñ d'ar vugale ar muiañ a chañs. Gant al liveoù war gresk e c'hoari gwelloc'h an urzhiataer. Bez' e c'heller implijout boutonoù ar biroù evit choaz end-eeun al live diaester.

Bez' e c'hallez ober "Lamm d'ar Roue" buanoc'h en ur heuliañ ar reolennoù simpl-mañ :
En ur gas roue an enebour er c'horn.
Displegadenn : mod-se n'en do pezh an enebour nemet 3 zu da fiñval e-lec'h 8 gant ul lec'hiadur gwelloc'h.
"Sevel ur pech". Implijout da bezhioù evel bouedenn.
Displegadenn : mod-se e c'hallez touellañ an enebour e-maez eus e c'houdor.
Bezañ habask a-walc'h.
Displegadenn : arabat mont re vuan, dav eo bezañ habask. Gwelloc'h eo kemer amzer da brederiañ un tammig da zivinout penaos e fiñvo pezhioù an enebour evit gallout soupren anezhañ pe diwall da bezhioù a-enep e dagadennoù.

Ur c'hlik war ar bouton nullañ ha nullo ur fiñvadenn. Ur c'hlik war ar bouton adober ha raio ur fiñvadenn en-dro. Evit nullañ an holl fiñvadennoù, pouez war ar bouton nullañ ha chom war-bouez 3 eilenn.

Trugarekaat : P4wn eo keflusker an echedoù <https://github.com/douglasbagnall/p4wn>.
C'hoari echedoù (gant ur c'heneil)
icon chess_2players.svg difficulty level 6
screenshot chess_2players

strategy chess_2players

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur :

Dornlevr : En obererezh-mañ e tizoloer c'hoari an echedoù en ur c'hoari a-enep ur c'heneil. Diskouez a ra pep lec'h a c'heller tizhout gant pep pezh dibabet, ar pezh a sikour ar vugale da gompren penaos e kerzh ar pezhioù.

Bez' e c'hallez ober "Lamm d'ar Roue" buanoc'h en ur heuliañ ar reolennoù simpl-mañ:
En ur gas roue an enebour er c'horn.
Displegadenn : mod-se n'en do pezh an enebour nemet 3 zu da fiñval e-lec'h 8 gant ul lec'hiadur gwelloc'h.
"Sevel ur pech". Implijout da bezhioù evel bouedenn.
Displegadenn : mod-se e c'hallez touellañ an enebour e-maez eus e c'houdor.
Bezañ habask a-walc'h.
Displegadenn : arabat mont re vuan, dav eo bezañ habask. Gwelloc'h eo kemer amzer da brederiañ un tammig da zivinout penaos e fiñvo pezhioù an enebour evit gallout soupren anezhañ pe diwall da bezhioù a-enep e dagadennoù.

Ur c'hlik war ar bouton nullañ ha nullo ur fiñvadenn. Ur c'hlik war ar bouton adober ha raio ur fiñvadenn en-dro. Evit nullañ an holl fiñvadennoù, pouez war ar bouton nullañ ha chom war-bouez 3 eilenn.
C'hoari klasel an den krouget
icon hangman.svg difficulty level 5
screenshot hangman

keyboard reading words hangman

Rajdeep kaur & Timothée Giet

Deskrivadur : Divin al lizherennoù er ger kinniget.

Pal : Ur bleustradenn vat eo da wellaat ar barregezhioù lenn ha skrivañ.

Dornlevr : Gant ar c'hlavier gwir pe hini ar skramm e vez skrivet al lizherennoù.

Divin al lizherennoù da sevel ar ger kinniget. D'az skoazell e vo dizoloet dit un tamm eus ar skeudenn o tennañ ar ger bewech ma faziez.

Ma tro an dibab "Lavar ar gerioù da gavout..." ha ma 'z eus eus ar vouezh dereat e klevin ar ger da gavout pa chomo tri zaol-esa ganit.
C'hoari mell-droad
icon football.svg difficulty level 1
screenshot football

fun football

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Kas ar vell er pal.

Pal : Kas ar vell a-dreñv an diwallour war an tu dehoù.

Dornlevr : Rikl ul linenn diouzh ar vell da zibab he zizh hag he zuadur ha laosk anezhi evit bountañ ar voull.
C'hwec'hkorn
icon hexagon.svg difficulty level 2
screenshot hexagon

fun hexagon

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav ar sivienn dre glikañ war ar c'hwec'hkornioù glas.

Pal : Pleustriñ war ar c'hempoell.

Dornlevr : Kav ar sivienn dre glikañ war ar c'hwec'hkornioù glas. Tostoc'h ez i ouzh ar sivienn, rusoc'h e teuio da vezañ ar c'hwec'hkornioù.
Calcudoku
icon calcudoku.svg difficulty level 4
screenshot calcudoku

math arithmetic calcudoku

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Diskoulm ar C'halcudoku.

Da c'houzout en a-raok : Evit echuiñ ar c'hoari torr-penn-mañ e vo ret dit bezañ pasiant ha gallout jediñ.

Pal : Diorren da varregezhioù poellek: liammañ ar roadennoù, dezastum ha lec'hiañ en egor en ur jediñ.

Dornlevr : Dibab un niver er roll ha klik war al lec'h da dizhout a-benn klokaat ar gael. Ur wech nemetken e rank bezañ pep niver e pep renk, bann ha rann. Kaelioù zo strolladoù kombodoù enne titouroù evit gouzout penaos klokaat anezhe. Kaelioù gant meur a gombod a ginnig un disoc'h hag un arouez jediñ: holl niveroù er gael, implijet asambles gant an arouez jediñ, a rank reiñ an disoc'h reizh. Kaelioù gant ur c'hombod hepken a ginnig end-eeun an niver da lakaat ennañ.
Chaseour foto
icon photo_hunter.svg difficulty level 2
screenshot photo_hunter

fun photo_hunter

Stefan Toncu & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav an diforc'hioù etre an div skeudenn.

Pal : Merzhout-gweled.

Dornlevr : Sell mat ouzh an div skeudenn. Diforc'hioù bihan zo. Pa gavez un diforc'h e rankez klikañ warnañ.
Daoustok pe daouglik
icon erase_2clic.svg difficulty level 2
screenshot erase_2clic

computer mouse erase_2clic

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Daouglik gant al logodenn pe zaoustok a-benn diverkañ pep tra ha dizoleiñ ar skeudenn a-dreñv.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Kefluniañ ar jestroù.

Dornlevr : Daouglik gant al logodenn pe zaoustok war ar c'hombodoù betek ma 'z aint diwar-wel.
Dasparzh ar madigoù
icon share.svg difficulty level 2
screenshot share

math arithmetic share

Stefan Toncu & Timothée Giet

Deskrivadur : Klask dasparzhañ ar madigoù hervez niver ar vugale kinniget.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout penaos kontañ.

Pal : Desk rannañ niveroù.

Dornlevr : Klask heuliañ an urzhioù diskouezet war ar skramm: da gentañ, rikl ar vugale war an dachenn hervez an niver kinniget, rikl goude ar madigoù e kombod pep bugel.
Ma chom un nemorant eo ret lakaat anezhañ e pod ar madigoù.
Deiziadur
icon calendar.svg difficulty level 4
screenshot calendar

math measures calendar

Amit Sagtani & Timothée Giet

Deskrivadur : Lenn an urzhioù ha dibab an deiz reizh en deiziadur.

Da c'houzout en a-raok : Meizad ar sizhun, ar miz hag ar bloaz.

Pal : Desk implijout un deiziadur

Dornlevr : Lenn an urzhioù ha dibab an deiz reizh en deiziadur. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

El liveoù 'zo e rankez kavout deiz ar sizhun evit un deiziad kinniget. Klik neuze war deiz reizh ar sizhun er roll.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ e-touez ar respontoù
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: gwiriañ da respont
Desk kementadoù
icon learn_quantities.svg difficulty level 1
screenshot learn_quantities

math numeration learn_quantities

Timothée Giet

Deskrivadur : Desk diskoueziñ ur c'hementad elfennoù.

Pal : Desk kementadoù o kontañ pet orañjez zo ezhomm da gaout evit ezteurel ar c'hementad ret.

Dornlevr : Ur c'hementad a zo ret kaout. Rikl ar bir evit dibab un niver a orañjez, ha rikl an orañjez dibabet betek an dachenn c'houllo. Kendalc'h mod-se betek ma vo niver an orañjez laosket heñvel ouzh ar c'hementad ret. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Desk lemel
icon learn_subtractions.svg difficulty level 2
screenshot learn_subtractions

math arithmetic learn_subtractions

Timothée Giet

Deskrivadur : Desk lemel gant niveroù bihan.

Pal : Desk lemel dre gontañ an disoc'h.

Dornlevr : Ul lamadenn zo diskouezet war ar skramm. Jed an disoc'h, klik war an niver a gelc'hioù a glot gantañ ha gwiria da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab pe dizibab ur c'helc'h
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Desk niveroù degel
icon learn_decimals.svg difficulty level 5
screenshot learn_decimals

math numeration learn_decimals

Mariam Fahmy & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk an niveroù degel gant niveroù bihan.

Pal : Desk an niveroù degel en ur gontañ pet kombod zo ret evit ezteurel an niver degel.

Dornlevr : Un niver degel a vez diskouezet. Rikl ar bir evit dibab un rann eus ar varrenn ha laosk ar rann dibabet el lec'h goullo. Kendalc'h mod-se betek ma vo niver ar barrennoù laosket heñvel ouzh an niver degel diskouezet. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Desk sammañ
icon learn_additions.svg difficulty level 2
screenshot learn_additions

math arithmetic learn_additions

Timothée Giet

Deskrivadur : Desk sammañ gant niveroù bihan.

Pal : Deskiñ sammañ dre gontañ an disoc'h.

Dornlevr : Ur sammadenn zo diskouezet war ar skramm. Jed an disoc'h, klik war an niver a gelc'hioù a glot gantañ ha gwiria da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab pe dizibab ur c'helc'h
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Dibenn an echedoù
icon chess_partyend.svg difficulty level 6
screenshot chess_partyend

strategy chess_partyend

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : C'hoari dibenn un abadenn echedoù a-enep Tuks.

Dornlevr : En obererezh-mañ e tizoloer c'hoari an echedoù en ur c'hoari dibenn ur c'hoari nemetken. Diskouez a ra pep lec'h a c'heller tizhout gant pep pezh dibabet, ar pezh a sikour ar vugale da gompren penaos e kerzh ar pezhioù.

Bez' e c'hallez ober "Lamm d'ar Roue" buanoc'h en ur heuliañ ar reolennoù simpl-mañ:
En ur gas roue an enebour er c'horn.
Displegadenn : mod-se n'en do pezh an enebour nemet 3 zu da fiñval e-lec'h 8 gant ul lec'hiadur gwelloc'h.
'Sevel ur pech'. Implijout da bezhioù evel bouedenn.
Displegadenn : mod-se e c'hallez touellañ an enebour e-maez eus e c'houdor.
Bezañ habask a-walc'h.
Displegadenn : arabat mont re vuan, dav eo bezañ habask. Gwelloc'h eo kemer amzer da brederiañ un tammig da zivinout penaos e fiñvo pezhioù an enebour evit gallout soupren anezhañ pe diwall da bezhioù a-enep e dagadennoù.

Ur c'hlik war ar bouton nullañ ha nullo ur fiñvadenn. Ur c'hlik war ar bouton adober ha raio ur fiñvadenn en-dro. Evit nullañ an holl fiñvadennoù, pouez war ar bouton nullañ ha chom war-bouez 3 eilenn.

Trugarekaat : P4wn eo keflusker an echedoù <https://github.com/douglasbagnall/p4wn>.
Dielfennañ yezhadurel
icon grammar_analysis.svg difficulty level 3
screenshot grammar_analysis

reading words grammar_analysis

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Dielfenn rummadoù yezhadurel ar frazennoù kinniget.

Pal : Desk anavezout ar rummadoù yezhadurel.

Dornlevr : Kinnig ar rummadoù yezhadurel rekis d'ar gerioù a glot gante.
Dibab ur rummad yezhadurel er roll, dibab goude ar voest dindan ur ger ha kinnig aze ar rummad.
Laosk goullo ar voest ma n'eus rummad reizh ebet
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù uhel hag izel: kemm etre rummadoù ha gerioù
  • Biroù kleiz ha dehoù: dibab elfennoù e-touez rummadoù pe gerioù
  • Barrenn-esaouiñ: kinnig ar rummad dibabet d'ar ger dibabet ha goude dibab ar ger warlerc'h.
  • Distro: dibab ar ger kent
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Dilec'h al logodenn pe stok ar skramm
icon erase.svg difficulty level 1
screenshot erase

computer mouse erase

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Dilec'h al logodenn pe stok ar skramm evit diverkañ pep tra ha dizoleiñ ar pezh zo a-dreñv.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Kefluniañ ar jestroù.

Dornlevr : Dilec'h al logodenn pe stok ar skramm evit diverkañ ar c'hombodoù.

Trugarekaat :
  • "Alpaca" by Dietmar Rabich / Wikimedia Commons (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:D%C3%BClmen,_B%C3%B6rnste,_Alpakas_--_2020_--_5338.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Pollinationn" by aussiegall (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Pollinationn.jpg), CC BY 2.0, changes: cropping, sharpening
  • "Butterfly" by © 2014 Jee & Rani Nature Photography (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Parantica_aglea_at_Nayikayam_Thattu.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: non-linear rescaling, cropping, sharpening
  • "Calf" by Basile Morin (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Close-up_photograph_of_a_calf%27s_head_looking_at_the_viewer_with_pricked_ears_in_Don_Det_Laos.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Camels" by Alexandr frolov (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Camelus_bactrianus_in_western_Mongolia_02.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Caterpillar" by Ivar Leidus (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Papilio_machaon_-_Daucus_carota_-_Keila.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Chamaeleo chamaeleon Samos Griechenland" by Benny Trapp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:BennyTrapp_Chamaeleo_chamaeleon_Samos_Griechenland.jpg), CC BY 3.0, changes: cropping, sharpening
  • "Cheetah" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Cheetah_(Acinonyx_jubatus)_female_2.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Dolphin" by טל שמע (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Eilat_Dolphin_Reef_(3).jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening, removed a few spots
  • "Flying fox" by Andrew Mercer (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Grey_headed_flying_fox_-_AndrewMercer_IMG41848.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening, removed a few spots
  • "Hylobates lar - Kaeng Krachan WB" by JJ Harrison (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Hylobates_lar_-_Kaeng_Krachan_WB.jpg), CC BY 3.0, changes: cropping
  • "Goat" by JoachimKohlerBremen (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Walliser_Schwarzhalsziege,_Belalp_2014.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Gorilla" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Mountain_gorilla_(Gorilla_beringei_beringei)_female_2.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Gosling" by Stephan Sprinz (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Graugans-G%C3%B6ssel_(anser_anser)_im_Naturschutzgebiet_Wagbachniederung.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Heron" by Stephan Sprinz (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Purpurreiher_(ardea_purpurea)_im_Flug_-_NSG_Wagbachniederung_1.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping
  • "Horse" by Eatcha (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Zaniskari_Horse_in_Ladakh.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "A posing kitten" by GalgenTX (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:A_posing_kitten_(Flickr).jpg), CC BY 2.0, changes: cropping, colour adjustment, sharpening
  • "Long nosed monkey" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Proboscis_monkey_(Nasalis_larvatus)_female_and_baby.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Macaque" by PJeganathan (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Bonnet_macaques_in_anaimalai_hills_JEG2730.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Meerkats" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Meerkat_(Suricata_suricatta)_Tswalu.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Northern harrier" by Frank Schulenburg (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Female_northern_harrier_in_flight-1142.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Nubian ibex" by Rhododendrites (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Juvenile_Nubian_ibex_in_Mitzpe_Ramon_(40409).jpg), CC BY-SA 4.0, changes: non-linear rescaling, cropping, sharpening
  • "Penguin" Photo: Gordon Leggett / Wikimedia Commons (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:2019-03-03_Chinstrap_penguin_on_Barrientos_Island,_Antarctica.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: non-linear rescaling, cropping, sharpening
  • "Rhinoceros" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Indian_rhinoceros_(Rhinoceros_unicornis)_4.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Spoonbills" by Ryzhkov Sergey (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:%D0%9A%D0%BE%D1%81%D0%B0%D1%80%D1%96_%D0%B2_%D0%B4%D0%B5%D0%BB%D1%8C%D1%82%D1%96_%D0%94%D1%83%D0%BD%D0%B0%D1%8E.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Squirrel" by Роман Наумов (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:%D0%91%D1%96%D0%BB%D0%BA%D0%B0_%D0%BD%D0%B0_%D0%B4%D0%B5%D1%80%D0%B5%D0%B2%D1%96_%D0%B2_%D0%B4%D0%B5%D0%BD%D0%B4%D1%80%D0%BE%D0%BF%D0%B0%D1%80%D0%BA%D1%83_%D0%9E%D0%BB%D0%B5%D0%BA%D1%81%D0%B0%D0%BD%D0%B4%D1%80%D1%96%D1%8F.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Swans" by Charles J. Sharp (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Mute_swans_(Cygnus_olor)_and_cygnets.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
  • "Toucan" by LG Nyqvist (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Pteroglossus_torquatus_Costa_Rica.jpg), CC BY-SA 4.0, changes: cropping, sharpening
Diskodiñ an hent
icon path_decoding.svg difficulty level 1
screenshot path_decoding

discovery logic path_decoding

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Klask heuliañ an urzhioù-hent a-benn kas Tuks betek ar pal.

Dornlevr : Klik war kombodoù ar gael a-benn lakaat Tuks da vont hervez an urzhioù-hent roet.

Dizave eo an tuadurioù, ne zepandont ket eus savboent Tuks er mare-mañ.
Diskodiñ an hent gant ur sell daveel
icon path_decoding_relative.svg difficulty level 1
screenshot path_decoding_relative

discovery logic path_decoding_relative

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Klask heuliañ an urzhioù-hent a-benn kas Tuks betek ar pal.

Dornlevr : Klik war kombodoù ar gael a-benn lakaat Tuks da vont hervez an urzhioù-hent roet.

Daveel eo an tuadurioù, par da savboent Tuks er mare-mañ.

An dra-se a sinifi ez aer war-eeun gang UP, war-gil gant DOWN, a-gleiz da dTuks gant LEFT hag a-zehou da dTuks gant RIGHT.
Distro ar moneiz
icon money_back.svg difficulty level 3
screenshot money_back

math money measures money_back

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustr war implij an arc'hant en ur zistreiñ e voneiz da dTuks diwarni.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Traoù disheñvel en deus prenet Tuks diganit hag e arc'hant a ziskouez dit. Distro da dTuks e voneiz diwarni. Gant al liveoù uhelañ e vo diskouezet meur a dra ha ret e vo dit jediñ ar priz hollek.

Dornlevr : Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar skramm evit paeañ. Ma fell dit tennañ ur pezh pe ur bilhed kuit, klik warnañ war ar banell e krec'h.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: merdeiñ e-barzh an dachenn
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
  • Tab: merdeiñ etre an tachennoù uhel hag izel
Divin 24
icon guess24.svg difficulty level 4
screenshot guess24

math arithmetic guess24

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Jed evit kaout 24.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout jediñ gant ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Pal : Pleustr war ar jediñ gant ar pevar arouez jediñ.

Dornlevr : Implij ar pevar niver gant an arouezioù jediñ kinniget evit kaout 24.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ e-touez niveroù hag arouezioù jediñ
  • Barrenn-esaouiñ, Distro pe Mont-tre: dibab pe dizibab an talvoud war-wel pe an arouez jediñ
  • Stokelloù jediñ (+,-,*,/): dibab an arouez jediñ
  • Distro pe Lemel: nullañ ar jedadenn diwezhañ
  • Tab: kemm etre an niveroù hag an arouezioù jediñ
Divin un niver
icon guessnumber.svg difficulty level 3
screenshot guessnumber

math numeration guessnumber

Thib ROMAIN & Timothée Giet

Deskrivadur : Sikour Tuks mont er-maez eus ar vougev en ur gavour an niver kuzhet.

Da c'houzout en a-raok : Niveroù

Dornlevr : Lenn an titouroù o reiñ dit an dachenn niverel m'emañ an niver da zivinout. Skriv un niver er c'hombod e krec'h a-zehoù. Diskouezet e vo dit m'eo da niver re vras pe re vihan. Dibab un niver all neuze betek ma kavi ar respont mat. Ar pellder etre Tuks ha tu dehoù ar skramm a ziskouez dit ar c'hementad a zo etre da niver hag an niver mat. Pa vez Tuks dindan pe a-us live toull ar vougev e talv neuze emañ da niver dindan pe a-us d'an niver mat.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: bizskriv un niver
  • Barrennig-distro: nullañ un niver
Divinañ ar gont
icon guesscount.svg difficulty level 3
screenshot guesscount

math arithmetic guesscount

Rahul Yadav & Timothée Giet

Deskrivadur : Divin ar jedadenn ha rikl ar c'hombodoù a-benn kaout un disoc'h par d'ar gont.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout ober gant jedadurioù.

Pal : Divinout hag pleustriñ war ar jediñ.

Dornlevr : Rikl an niveroù reizh hag an arouezioù matematik er c'hombodoù evit kavout an disoc'h kinniget.
Dizolo kod etrevroadel Morse
icon morse_code.svg difficulty level 3
screenshot morse_code

reading letters morse_code

Souradeep Barua , Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Deskiñ penaos kehentiñ gant kod etrevroadel Morse.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout ober gant al lizherennegoù hag ar sifroù.

Pal : Ret eo dit kas ha resev lizherennoù ha sifroù gant kod etrevroadel Morse.

Dornlevr : Goulennet e vez diganit kas ur gemennadenn gant kod etrevroadel Morse pe lakaat e lizherennoù ha sifroù ur gemennadenn resevet dindan kod Morse. Evit deskiñ kod Morse e c'hellez sell ouzh kartenn-dreiñ enni kod an holl lizherennoù ha sifroù.
Dizolo loened an atant
icon explore_farm_animals.svg difficulty level 2
screenshot explore_farm_animals

sciences experiment explore_farm_animals

Djalil Mesli & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk traoù diwar-benn al loened, o doare da c'harmiñ ha traoù dedennus all.

Pal : Desk penaos strollañ garm pep loen gant e anv hag e neuz.

Dornlevr : Tri live zo d'ar c'hoari.

E live 1 ez a ar c'hoarier amañ hag aze e-touez al loened war ar skramm. Klik war ul loen ha desk traoù diwar e benn, e anv, e zoare da c'harmiñ hag e neuz. Studi an titouroù-mañ aketus rak goulennet e vo traoù diganit e liveoù 2 ha 3 .

E live 2 e vo klevet garm un loen dre zegouezh ha dit-te da gavout peseurt loen a c'harm evel-se. Klik war al loen mat. Ma fell dit adklevout garm al loen, klik war ar bouton c'hoari.

E live 2 e vo klevet garm un loen dre zegouezh ha dit-te da gavout peseurt loen a c'harm evel-se.
Dizolo reizhiad Braille
icon braille_alphabets.svg difficulty level 5
screenshot braille_alphabets

reading letters braille braille_alphabets

Arkit Vora & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk hag eñvor reizhiad Braille.

Pal : Lakaat ar vugale da zizoleiñ reizhiad Braille.

Dornlevr : Teir rann zo d'ar skramm: ar gellig Braille etreoberiant, an destenn a lâr dit pet lizherenn a zo da adober hag e krec'h al lizherennoù Braille da implijout evel ur skouer. Ur strollad 10 lizherenn a zo kelennet gant pep live. Adsav an arouezenn ret er skeudennig vraille etreoberiant.

Bez' e c'hallez digeriñ karta braille dre glikañ war ar skeudennig braille glas.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: 1 da 6 dibab / dizibab ar pikoù reizh
  • Barrenn-esaouiñ: digeriñ pe serriñ karta braille
Douarañ diarvar
icon land_safe.svg difficulty level 4
screenshot land_safe

sciences experiment land_safe

Matilda Bernard (Gtk+), Holger Kaelberer (Qt Quick) & Timothée Giet

Deskrivadur : Blein an egorlestr war-zu an dachenn-douarañ livet glas-gwer.

Pal : Kompren ar buanaat dre an nerzh-dedennañ.

Dornlevr : Ar buanadur dre an nerzh-dedennañ war an egorlest zo kenfeuriek tolz ar blanedenn ha ginfeuriek ouzh karrez ar pellder ouzh kalon ar blanedenn. Neuze e vo disheñvel ar buanadur gant pep planedenn ha seul dostoch an egorlestr ouzh ar blanedenn e kresko ar buanadur.

El liveoù kentañ, implij stokelloù ar biroù uhel / izel evit kontroliñ ar bountañ hag ar biroù dehoù/kleiz evit kontroliñ an tuad. Gant skrammoù-stekiñ e c'hallez kontroliñ ar fuzeenn gant boutonoù dereat ar skramm.

El liveoù uhel, implij stokelloù ar biroù dehoù/kleiz evit lakaat an egorlestr da dreiñ. Pa dro an egorlestr e c'hallez krouiñ ur buanadur dezhañ un tuadur n'eo ket a-blom gan ar biroù uhel/izel.

Gwer eo liv al lec'h douarañ pa 'z eo diarvar an tizh evit douarañ.

Ar mucher buanadur en tamm dehoù a ziskouez buanadur ar fuzeenn a-blom asambles gant an nerzh-dedennañ. El Lodenn uhel ha gwer ar mucher buanadur eo brasoc'h ar buanadur eget an nerzh-dedennañ, el lodenn izel ha ruz eo bihanoc'h, hag war al linennig c'hlas war an tamm-kreiz melen en em null pep nerzh.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù uhel hag izel: kontroliñ nerzh-bountañ ar c'heflusker a-dreñv
  • Biroù kleiz ha dehoù: el liveoù kentañ, mont a-gleiz pe a-zehoù; el liveoù uhel, treiñ an egorlestr.
Ergerzh sonerezh ar bed
icon explore_world_music.svg difficulty level 4
screenshot explore_world_music

discovery music explore_world_music

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk traoù diwar-benn sonerezh ar bed.

Pal : Kompren gwelloc'h liesseurted ar sonerezh a zo er bed

Dornlevr : Tri live zo d'an obererezh-mañ.

El live kentañ, dizolo sonerezh eus ar bed a-bezh. Klik war pep malizenn evit deskiñ traoù diwar-benn ar sonerezh eus al lec'h-se ha selaou ouzh sur skouer berr. Studi mat, rak amprouet vi el liveoù 2 ha 3.

En eil live e klevez ur skouer sonerezh ha dav eo dit dibab al lec'h a glot ganti. Klik war ar bouton seniñ ma fell dit adselaoù an ton.

En trede live eo dav dit dibab al lec'h a glot gant testenn an deskrivadenn war ar skramm.

Trugarekaat : Skeudennoù a-berzh http://commons.wikimedia.org/wiki, http://archive.org
  • "Onalaska-Practice6" by Tom Harpel (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Onalaska-Practice6.jpg), CC BY 2.0
  • "Australia Aboriginal Culture 009" by Steve Evans (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Australia_Aboriginal_Culture_009.jpg), CC BY 2.0
  • "Lunny irvine o flynn glackin" by candyschwartz (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Lunny_irvine_o_flynn_glackin.jpg), CC BY 2.0
  • "08-rock-n-roll" by Karel Schmiedberger (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:08-rock-n-roll.ogg), CC BY 3.0
  • "The Wind that Shakes the Barley" by peakfiddler (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:The_Wind_that_Shakes_the_Barley.ogg), CC BY 3.0
Ergerzhout bed al loened
icon explore_world_animals.svg difficulty level 4
screenshot explore_world_animals

sciences experiment explore_world_animals

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk traoù dedennus diwar-benn al loened, ha pelec'h emaint o vevañ war ur gartenn.

Pal : Desk traoù diwar-benn loened gouez ar bed a-bezh ha pez' soñj pelec'h emaint o vevañ.

Dornlevr : Daou live zo d'ar c'hoari.

E live 1 ez a ar c'hoarier amañ hag aze e-touez al loened war ar skramm. Klik war ar pik goulennata ha desk traoù diwar-benn al loen, e anv, e zoare da c'harmiñ hag e neuz. Studi an titouroù-mañ aketus rak goulennet e vo traoù diganit e live 2.

En eil live e vez diskouezet un destenn dre zegouezh ha dav eo dit klikañ war al loen a glot ganti.
Ergerzhout savadurioù
icon explore_monuments.svg difficulty level 3
screenshot explore_monuments

sciences geography explore_monuments

Ayush Agrawal & Timothée Giet

Deskrivadur : Ergerzh savadurioù eus ar bed a-bezh.

Da c'houzout en a-raok : Deskiñ diwar-benn savadurioù liesseurt.

Pal : Deskiñ traou diwar-benn savadurioù liesseurt eus ar bed a-bezh ha kaout soñj eus o lec'hiadur.

Dornlevr : Klik war an alc'hwezioù evit deskiñ hiroc'h diwar-benn ar savadurioù ha klask anavezout goude pelec'h emaint war ar gartenn.

Trugarekaat : Eus Wikimedia Commons e teu ar fotoioù.
  • "Chichen Itza 3" by Daniel Schwen (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Chichen_Itza_3.jpg), CC BY-SA 4.0
  • "1 cristor redentor 2014" by Chensiyuan (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:1_cristor_redentor_2014.jpg), CC BY-SA 4.0
  • "Taj Mahal, Agra, India" by Yann (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Taj_Mahal,_Agra,_India.jpg), CC BY-SA 4.0
Eskemm klokadennoù evit dek
icon tens_complement_swap.svg difficulty level 4
screenshot tens_complement_swap

math arithmetic tens_complement_swap

Samarth Raj & Timothée Giet

Deskrivadur : Eskemm an niveroù evit krouiñ koubladoù par da zek.

Da c'houzout en a-raok : Niveroù adalek 1 betek 30 ha sammadurioù.

Pal : Desk ober gant ar glokadenn da zek evit gwellaat urzh an niveroù en ur jedadenn.

Dornlevr : Gra koubladoù niveroù par zek etre ar c'hrommelloù. Dibab un niver hag un eil war-lerc'h er memes jedadenn evit eskemm o lec'hiadur. Ur wech leuniet pep linenn, pouez war ar bouton OK evit gwiriañ ar respontoù. Ma chom respontoù faos e teuio skeudennig ur groaz war-wel war al linennoù da reizhañ. Difazi pep tra ha pouez goude adarre war ar bouton OK;
Familh
icon family.svg difficulty level 2
screenshot family

sciences history family

Rajdeep Kaur & Timothée Giet

Deskrivadur : Dibab pe anv e rankfez reiñ d'an ezel-mañ er familh

Da c'houzout en a-raok : Pleustriñ war al lenn.

Pal : Desk al liammoù kerentiezh er familh, hervez al lignez implijet e kalz kevredigezhioù ar c'hornôg.

Dornlevr : Setu gwezenn ul lignez.
Ar c'helc'hioù zo liammet gant linennoù evit merkañ al liammoù kerentiezh. Ur walenn zo war al liamm evit ar c'houbladoù eurejet.
An den er c'helc'h gwenn out-te. Dibab pe anv e rankfez reiñ d'an den er c'helc'h orañj.
Frizenn
icon frieze.svg difficulty level 1
screenshot frieze

discovery logic frieze

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Adsav ha klok ar frizenn.

Pal : Desk an algoritmoù.

Dornlevr : Gra ar frizenn a-us en-dro. Gant liveoù zo e rankez klokaat ar frizenn pe adsav anezhi ur wech bezañ eñvoret anezhi.
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: dibab un elfenn
  • Barrenn-esaouiñ: ouzhpennañ un elfenn dibabet d'ar frizenn
  • Barrenn-esaouiñ pe Lemel: lemel diouzh ar frizenn an elfenn diwezhañ
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
  • Tab: kemm etre embann ar frizenn ha sellout ouzh ar skouer
Gouleier lazhet
icon lightsoff.svg difficulty level 6
screenshot lightsoff

discovery logic lightsoff

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Ret eo dit lazhañ an holl c'houleier.

Pal : Ret eo dit lazhañ an holl c'houleier.

Dornlevr : Ma vez pouezet war ur prenestr e vo kemmet stad ar prenestr-se hag ivez stad ar prenestroù a-blom hag a-blaen en e gichen. Dav eo dit lazhañ an holl c'houleier. Ma klikez war dTuks e vo diskouezet an diskoulm.

Trugarekaat : Deskrivet eo an algoritm diskoulmañ war Wikipedia. A-benn gouzout hiroc'h a-zivout ar c'hoari Gouleier lazhet : <http://en.wikipedia.org/wiki/Lights_Out_(game)>
Graf al livioù
icon graph-coloring.svg difficulty level 1
screenshot graph-coloring

discovery logic graph-coloring

Akshat Tandon & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak livioù d'ar graf gant ma ne vo ket memes liv gant div nozelenn liammet

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da ziforc'hañ livioù/stummoù disheñvel, lec'hiadurioù.

Pal : Desk diforc'hañ livioù/stummoù disheñvel hervez o lec'h.

Dornlevr : Lak livioù d'ar graf gant ma ne vo ket memes liv gant div nozelenn liammet. Dibab un nozelenn da gentañ, goude un stumm er roll da lakaat warni .

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù dehoù ha kleiz: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab un dra
Gremm adnevesadus
icon renewable_energy.svg difficulty level 4
screenshot renewable_energy

sciences experiment renewable_energy

Sagar Chand Agarwal & Timothée Giet

Deskrivadur : Distreiñ a ra Tuks goude un abadenn besketa war e vag. Lak reizhiad an tredan da dreiñ evit ma vo gouloù gant Tuks er gêr.

Pal : Desk traoù diwar-benn ur reizhiad tredan diwar ar gremm adnevesadus.

Dornlevr : Klik war an elfennoù oberiant disheñvel: heol, koumoulenn, stankell, panelloù fotovoltaek, tourioù avel ha treuzfurmerioù a-benn adloc'hañ ar reizhiad tredan. Ur wech adloc'het ha Tuks distroet er gêr, pouez war afell ar gouloù evitañ. Evit gounit eo ret dit lakaat war enaou gouleier an holl dud e-pad ma vo pep tra o treiñ.
Heuliad al lizherenneg
icon alphabet-sequence.svg difficulty level 2
screenshot alphabet-sequence

reading letters alphabet-sequence

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Dilec'h ar viñsaskell a-benn tapout ar c'houmoulennoù en ur heuliañ urzh al lizherenneg.

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da lenn lizherennoù.

Pal : Heuliad al lizherenneg.

Dornlevr : Tap al lizherennoù. Gant ur c'hlavier, gra gant ar stokelloù biroù da dilec'hiañ ar viñsaskell. Gant al logodenn pe ar pavez stekiñ, klik pe stok ouzh al lec'h mat. Da c'houzout pe lizherenn zo da dapout, dalc'h soñj eus al lizherenn da dapout pe taol ur sell er c'horn a-zehoù en traoñ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: dilec'h ar viñsaskell
Heuliad niveroù
icon number_sequence.svg difficulty level 2
screenshot number_sequence

math numeration number_sequence

Emmanuel Charruau & Timothée Giet

Deskrivadur : Stok an niveroù en urzh mat.

Pal : Gouzout kontañ.

Dornlevr : Tres ar skeudenn dre glikañ war bep niver en urzh mat.
Horolajoù
icon clockgame.svg difficulty level 2
screenshot clockgame

math measures clockgame

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Deskiñ penaos lenn an eur war un horolaj dre vizied.

Da c'houzout en a-raok : Meizad an eurioù.

Pal : Gra an diforc'h etre an eurioù, ar munutennoù hag an eilennoù. Lak an eur war un horolaj dre vizied.

Dornlevr : Lak an eurier war an eur ginniget. Rikl bizied an eurier hervez pep unanenn-amzer da gontrolliñ. Ar biz bihanañ a ro an eur, ar biz bras a ro ar munutennoù hag ar biz brasañ a ro an eilennoù.
Implij ul linenn dereziet
icon graduated_line_use.svg difficulty level 1
screenshot graduated_line_use

math numeration graduated_line_use

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak talvoudoù war ul linenn dereziet.

Da c'houzout en a-raok : Lenn ha lakaat en urzh niveroù.

Pal : Desk implijout ul linenn dereziet.

Dornlevr : Implij ar biroù evit dilec'hiañ ar reti betek al lec'h a glot gant an talvoud kinniget war al linenn dereziet.
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: dilec'h ar reti
  • Barrenn-esaouiñ, Distro pe Mont-tre: gwiriañ da respont
Istor Louis Braille
icon louis-braille.svg difficulty level 4
screenshot louis-braille

sciences history louis-braille

Arkit Vora & Timothée Giet

Deskrivadur : Taol ur sell war bloaziadoù pouezusañ ijinadennour ar reizhiad braille.

Dornlevr : Lenn istor Louis Braille, e vuhezskrid ha dizolo ar reizhiad braille. Klik war ar boutonoù kent ha war-lerc'h evit mont dre pajennadoù an istor. En dibenn, kempenn an heuliad e urzh an amzer.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: dibab un dra ha kemm e lec'hiadur

Trugarekaat : Video Louis Braille: <http://www.youtube.com/watch?v=9bdfC2j_4x4>
Kas ar vell da dTuks
icon ballcatch.svg difficulty level 1
screenshot ballcatch

computer keyboard ballcatch

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Pouez war ar biroù kleiz ha dehoù war un dro evit lakaat ar vell da vont war eeun.

Dornlevr : Pouez war ar biroù kleiz ha dehoù war un dro evit lakaat ar vell da vont war eeun. Gant ur skramm stekiñ, stok an daouarn war un dro.
Kav an deiz
icon find_the_day.svg difficulty level 6
screenshot find_the_day

math measures find_the_day

Amit Sagtani & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav an deiziad reizh ha dibab anezhañ war an deiziadur.

Da c'houzout en a-raok : Diazezoù un deiziadur.

Pal : Desk penaos kontañ an deizioù ha kav un deiziad war an deiziadur.

Dornlevr : Lenn an urzhioù ha gra ar jedadenn herveze da gavout un deiziad. Dibab goude an deiziad-se war an deiziadur ha klik war ar bouton OK.

El liveoù 'zo e rankez kavout deiz ar sizhun evit un deiziad kinniget. Klik neuze war deiz reizh ar sizhun er roll.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ e-touez ar respontoù
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: gwiriañ da respont
Kav an dorn kleiz hag an dorn dehoù
icon leftright.svg difficulty level 2
screenshot leftright

puzzle leftright

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav hag-eñ ez eo un dorn kleiz pe un dorn dehoù anezhañ.

Pal : Diforc'hañ diouzh savoù poent disheñvel an dorn kleiz hag an dorn dehoù. Lec'hiañ er spas.

Dornlevr : Un dorn a welez: hag an dorn kleiz pe an dorn dehoù eo hennezh? Klik war ar bouton war an tu kleiz pe war an tu dehoù hervez an dorn diskouezet.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Bir kleiz: respont an dorn kleiz
  • Bir dehoù: respont an dorn dehoù
Kav an niveroù stok
icon adjacent_numbers.svg difficulty level 1
screenshot adjacent_numbers

math numeration adjacent_numbers

Alexandre Laurent & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav an niveroù stok a vank.

Pal : Desk lakaat niveroù en urzh

Dornlevr : Kav an niveroù rekis ha dilec'h anezhe betek al lec'h reizh.
Kav ar c'hevrennoù
icon fractions_find.svg difficulty level 5
screenshot fractions_find

math arithmetic fractions_find

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav an niverer hag an anver reizh evit ar gevrenn diskouezet.
Kav ar glokadenn d'ober dek
icon tens_complement_find.svg difficulty level 4
screenshot tens_complement_find

math arithmetic tens_complement_find

Samarth Raj & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav evit pep niver ar glokadenn d'ober dek.

Da c'houzout en a-raok : Niveroù adalek 1 betek 10 and sammadurioù.

Pal : Desk kavout ar glokadenn d'ober dek.

Dornlevr : Krou koubladoù niveroù par da zek. Dibab un niver er roll, choaz goude ul lec'h goullo er jedadenn evit kas an niver dibabet aze.
Ur wech klokaet pep linenn, pouez war ar bouton OK evit gwiriañ ar respontoù. Ma chom respontoù faos e teuio skeudennig ur groaz war-wel war al linennoù da reizhañ. A-benn reizhañ ar fazioù, klik war ar niveroù faos evit lemel anezhe ha krog en-dro.
Kav ar munudoù
icon details.svg difficulty level 1
screenshot details

discovery arts details

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk ar stummoù war o lec'h mat.

Dornlevr : Sav ar miltamm en ur riklañ pep tamm eus ar c'hostez betek al lec'h mat er miltamm.

Trugarekaat : Eus Wikimedia Commons e teu ar skeudennoù.
  • "Chateau de Chenonceau 2008" by Ra-smit (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Chateau_de_Chenonceau_2008.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Egeskov Slot spejling" by Malene Thyssen (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Egeskov_Slot_spejling.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Eilean Donan castle - 95mm" by Guillaume Piolle (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Eilean_Donan_castle_-_95mm.jpg), CC BY 3.0
  • "DK Fanoe Windmill01" by Cnyborg (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:DK_Fanoe_Windmill01.JPG), CC BY-SA 3.0
  • "Pyramids at Gizah" by Ricardo Liberato (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Pyramids_at_Gizah.jpg), CC BY-SA 2.0
  • "Louvre 2007 02 24 c" by Benh LIEU SONG (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Louvre_2007_02_24_c.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Nagoya Castle(Edit2)" by Base64 (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Nagoya_Castle(Edit2).jpg), CC BY-SA 3.0
  • "NotreDameDeParis" by Sanchezn (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:NotreDameDeParis.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Castle Neuschwanstein" by Softeis (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Castle_Neuschwanstein.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Sydney Opera House - Dec_2008" by David Iliff (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Sydney_Opera_House_-_Dec_2008.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Taj Mahal in March 2004" by Dhirad (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Taj_Mahal_in_March_2004.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Tour Eiffel Wikimedia Commons" by Benh LIEU SONG (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Tour_Eiffel_Wikimedia_Commons.jpg), CC BY-SA 3.0
  • "Tower Bridge London Feb 2006" by David Iliff (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Tower_Bridge_London_Feb_2006.jpg), CC BY-SA 4.0
Kelc'hiad an dour
icon watercycle.svg difficulty level 3
screenshot watercycle

sciences experiment watercycle

Sagar Chand Agarwal & Timothée Giet

Deskrivadur : Distreiñ a ra Tuks goude un abadenn besketa war e vag. Lak reizhiad an dour da dreiñ evit ma c'hallo Tuks en em walc'hiñ.

Pal : Desk kelc'hiad an dour.

Dornlevr : Klik war an elfennoù oberiant: heol, koumoulenn, stal bompañ ha stal buraat a-benn loc'hañ en-dro reizhiad an dour. Ur wech graet an dra-se ha pa vo Tuks er strinkadenn, pouez war bouton an dour evitañ.
Kemmeskañ livioù ar gouloù
icon color_mix_light.svg difficulty level 4
screenshot color_mix_light

sciences experiment color color_mix_light

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Dizolo livioù ar gouloù kemmesket.

Pal : Kemmesk al livioù kentañ da genglotañ gant al liv diskouezet.

Dornlevr : Deskiñ a ra an obererezh-mañ penaos e vez kemmesket livioù kentañ (kemmeskañ dre ouzhpennañ).

Evit ar gouloù ez eo ar c'hontrol eus doare kemmeskañ al livioù pentur! Ma vez ouzhpennet muioc'h a c'houloù e vo sklaeroc'h al liv krouet. Al livioù ruz, glaz ha gwer eo al livioù kentañ.

Dilec'h war barrenn-riklañ al lampoù pe klik war ar boutonoù + ha - evit kemm al liv. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.
Kemmeskañ livioù pentur
icon color_mix.svg difficulty level 4
screenshot color_mix

sciences experiment color color_mix

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Dizolo al livioù pentur kemmesket.

Pal : Kemmesk al livioù kentañ da genglotañ gant al liv diskouezet.

Dornlevr : Deskiñ a ra an obererezh-mañ penaos e vez kemmesket livioù kentañ (kemmeskañ dre lemel).

Evit ar penturioù e vez lonket livioù disheñvel ar gouloù o kouezhañ warno, o tilemel livioù zo diouzh ar pezh a welez. Ma vez ouzhpennet muioc'h a liv e vo lonket muioc'h a c'houloù, dre se e vo teñvaloc'h al liv krouet. Gallout a reer kemmeskañ tri liv kentañ a-benn krouiñ kalz livioù nevez. Siañ (un arliv eus ar glas), Majenta (un arliv eus ar ruz) ha Melen eo al livioù kentañ.


Dilec'h war barrenn-riklañ ar c'horzennoù pentur pe klik war ar boutonoù + ha - evit kemm al liv. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.
Kevrediñ kempoell
icon algorithm.svg difficulty level 2
screenshot algorithm

discovery logic algorithm

Bharath M S & Timothée Giet

Deskrivadur : Klok an heuliad frouezhioù

Pal : Pleustriñ war ar c'hempoell

Dornlevr : Sell pizh ouzh an daou heuliad. Pep frouezhenn en heuliad kentañ zo bet erlec'hiet gant ur frouezhenn all en eil heuliad. Klok an eil en ur ober gant ar frouezhenn dereat goude bezañ studiet an heuliad-mañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
Keñverian niveroù
icon comparator.svg difficulty level 2
screenshot comparator

math numeration comparator

Aastha Chauhan , Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Ret eo keñveriañ an niveroù ha dibab ar sign dereat.

Pal : Desk penaos keñveriañ talvoudoù an niveroù.

Dornlevr : Dibab ur c'houblad niveroù er roll. Choaz goude ar simbol keñveriañ mat evit ar c'houblad. Ur wech ur simbol gant pep linenn, dibab ar bouton OK evit gwiriañ ar respontoù.

Ma 'z eus respontoù fall e teuio war-wel skeudennig ur groaz war al linenn dereat. Ret eo reizhañ ar fazioù ha klikañ war an bouton OK war-lerc'h.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù uhel hag izel: dibab daou niver er roll
  • Biroù kleiz ha dehoù: dibab bouton ur simbol
  • Gra gant ar varrenn-esaouiñ ur wech dibabet ur simbol evit lakaat anezhañ
  • Distro: gwiriañ da respontoù
  • <, > pe =: lak ar simbol dereat
Klask aour er vengleuz
icon mining.svg difficulty level 1
screenshot mining

computer mouse mining

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Gra gant rod al logodenn da vont tostoc'h ouzh ar roc'h da glask fulennoù aour.

Da c'houzout en a-raok : Gwell eo dit bezañ ez pleud gant al logodenn hag ar c'hlikañ.

Pal : Desk zoumañ pe zizoumañ gant rod al logodenn pe da vizied ouzh ar skramm.

Dornlevr : Pas sellez ouzh moger ar vougev e c'hallez gwelet ul luc'hig en un tu bennaket. Kae war al luc'hig ha gra gant rod al logodenn pe jestr ar zoumañ evit zoumañ warnañ. Ur fulenn aour a zeuio war-wel el lec'h ma oa al luc'hig ur wech zoumet an tostañ posupl. Klik war ar fulenn aour evit dastum anezhi.

Ur wech dastumet ar fulenn aour ganit, implij rod al logodenn evit dizoumañ pe da vizied evit ober jestr an dizoumañ. Ul luc'hig all a zeuio war-wel ur wech dizoumañ d'ar pellañ, o tiskouez dit pelec'h dastum ur fulenn aour nevez. Dastum trawalc'h a fulennoù aour evit peurechuiñ al live.

Ar vagonig er c'horn dehoù izelañ eur ar skramm a ziskouez dit niver ar fulennoù bet dastumet ganit evit ar poent ha niver ar fulennoù a chom dit da zastum c'hoazh el live.

Trugarekaat : Trugarez da skipailh Tuxpaint da vezañ pourvezet ar sonioù-mañ dindan GPL :
  • realrainbow.ogg - implijet pa zeu ur fulenn aour nevez war-wel
  • metalpaint.wav -advesket hag implijet pa vez dastument ur fulenn aour
Klavier ar babigoù
icon baby_keyboard.svg difficulty level 1
screenshot baby_keyboard

computer keyboard letters numeration baby_keyboard

Timothée Giet

Deskrivadur : Un obererezh eeun evit dizoleiñ ar c'hlavier.

Pal : Dizolo ar c'hlavier.

Dornlevr : Bizskriv gant n'eus forzh peseurt stokell war ar c'hlavier.
Lizherennoù, niveroù hag arouezioù all a vo diskouezet war ar skramm, hervez ar stokell implijet.
Klevet vo ur mouezh evit pep arouez dre vras, mod all e vo klevet ur sonig.
Gant stokelloù e vo klevet son ur c''hlik hepken.
Klik ha tres
icon clickanddraw.svg difficulty level 1
screenshot clickanddraw

computer mouse clickanddraw

Emmanuel Charruau & Timothée Giet

Deskrivadur : Tres ar skeudenn dre glikañ war ar pikoù dibabet.

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da zilec'hiañ al logodenn ha da glikañ ent spis war boentoù.

Dornlevr : Tres ar skeudenn dre glikañ war pep pik en heuliad. Bewech ma vo dibabet ur pik ez aio war-wel ar pik glas da heul.
Klik pe stok
icon erase_clic.svg difficulty level 1
screenshot erase_clic

computer mouse erase_clic

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik gant al logodenn pe stok a-benn diverkañ pep tra ha dizoleiñ ar pezh zo a-dreñv

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Kefluniañ ar jestroù.

Dornlevr : Klik pe stok ouzh ar c'hombodoù betek ma 'z aint diwar-wel .
Klik war an dud-kar
icon family_find_relative.svg difficulty level 2
screenshot family_find_relative

sciences history family_find_relative

Rudra Nil Basu & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik war un daouad a glot gant al liamm kerentiezh.

Da c'houzout en a-raok : Lenn, fiñval ha klikañ gant al logodenn.

Pal : Desk al liammoù kerentiezh er familh, hervez al lignez implijet e kalz kevredigezhioù ar c'hornôg.

Dornlevr : Setu gwezenn ul lignez.
Ar c'helc'hioù zo liammet gant linennoù evit merkañ al liammoù kerentiezh. Ur walenn zo war al liamm evit an daouadoù eurejet.
Klik war un daouad tud kar a glot gant al liamm kerentiezh kinniget.
Klik war ul lizherenn vunut
icon click_on_letter.svg difficulty level 2
screenshot click_on_letter

reading letters click_on_letter

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Selaou ul lizherenn ha klik warni.

Da c'houzout en a-raok : Anavezout al lizherennoù war wel.

Pal : Anavezout al lizherennoù.

Dornlevr : Distaget e vez ul lizherenn. Klik war al lizherenn o klotañ ganti war ar skramm. Klev al lizherenn en-dro dre glikañ war ar genou.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab un dra
  • Tab: adselaou ar goulenn
Klik war ur bennlizherenn
icon click_on_letter_up.svg difficulty level 2
screenshot click_on_letter_up

reading letters click_on_letter_up

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Selaou ul lizherenn ha klik warni.

Da c'houzout en a-raok : Anavezout al lizherennoù war wel.

Pal : Anavezout al lizherennoù.

Dornlevr : Distaget e vez ul lizherenn. Klik war al lizherenn o klotañ ganti war ar skramm. Klev al lizherenn en-dro dre glikañ war ar genou.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab un dra
  • Tab: adselaou ar goulenn
Klik warnon
icon clickgame.svg difficulty level 1
screenshot clickgame

computer mouse clickgame

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tap an holl besked a-raok ma vint aet er-maez eus an akwariom.

Da c'houzout en a-raok : Bezañ gouest da zilec'hiañ al logodenn ha klikañ war al lec'h dereat.

Pal : Kenurzhiañ ar jestroù: dilec'hiañ spis an dorn.

Dornlevr : Tap an holl besked o neuial dre glikañ warno pe en ur stekiñ outo gant da viz.
Klogorennoù-tredan daouredel
icon binary_bulb.svg difficulty level 3
screenshot binary_bulb

sciences experiment binary_bulb

Rajat Asthana & Timothée Giet

Deskrivadur : An obererezh-mañ a sikour da zeskiñ penaos e vez troet an niveriñ degel d'an niveriñ daouredel.

Da c'houzout en a-raok : Reizhad an niveroù degel.

Pal : Evit en em voaziañ ouzh sistem an niveriñ daouredel.

Dornlevr : Lak war enaou ar c'hlogorennoù-tredan reizh evit sevel stumm daouredel un niver degel. Pa 'z eo echu ganit, klik war OK.
Kodiñ an hent
icon path_encoding.svg difficulty level 1
screenshot path_encoding

discovery logic path_encoding

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Diblas Tuks a-hed ar wenojenn betek ar pal.

Dornlevr : Implij ar biroù evit kas Tuks war an hent betek ma tizho ar pal.

Dizave eo an tuadurioù, ne zepandont ket eus savboent Tuks er mare-mañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: sturioù
Kodiñ an hent gant ur sell daveel
icon path_encoding_relative.svg difficulty level 1
screenshot path_encoding_relative

discovery logic path_encoding_relative

Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Diblas Tuks a-hed ar wenojenn betek ar pal.

Dornlevr : Implij ar biroù evit kas Tuks war an hent betek ma tizho ar pal.

Daveel eo an tuadurioù, par da savboent Tuks er mare-mañ.

An dra-se a sinifi ez aer war-eeun gang UP, war-gil gant DOWN, a-gleiz da dTuks gant LEFT hag a-zehou da dTuks gant RIGHT.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: sturioù
Kont an traoù
icon enumerate.svg difficulty level 2
screenshot enumerate

math numeration enumerate

Thib ROMAIN & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak an traoù a-benn ma vo an aesañ da gontañ anezhe.

Da c'houzout en a-raok : Niveriñ eeun.

Pal : Pleustriñ war an niveriñ.

Dornlevr : Da gentañ, renk mat an traoù ma vi gouest da gontañ anezhe. Da c'houde, klik war un dra e roll ar respontoù en dachenn a-gleiz e krec'h, ha skriv ar respont gant ar c'hlavier.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Bir uhel: dibab an dra da heul
  • Bir izel: dibab an dra a-raok
  • Sifroù: skriv da respont evit an dra dibabet
  • Mont-tre: gwiriañ da respont (m'eo bet dibabet "gwiriañ ar respont" gant ar "bouton OK"
Kont ar pazennoù
icon reversecount.svg difficulty level 2
screenshot reversecount

math numeration reversecount

Emmanuel Charruau & Timothée Giet

Deskrivadur : Naon en deus Tuks. Sikour anezhañ da gavout pesked en ur gontañ betek an tamm skorn mat.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout lenn an niveroù war un domino.

Pal : Naon en deus Tuks. Sikour anezhañ da gavout pesked en ur gontañ betek an tamm skorn mat.

Dornlevr : Klik war an domino evit diskouez da dTuks pet tamm skorn zo da vont warne betek ar pesk. Klik war an domino gant bouton dehoù al logodenn evit kontañ war-gil. Ur wech graet, klik war ar bouton OK pe gra gant ar stokell Mont-tre.
Kont ha liv ar c'helc'hioù
icon learn_digits.svg difficulty level 1
screenshot learn_digits

math numeration learn_digits

Timothée Giet

Deskrivadur : Gouzout ar sifroù adalek 0 betek 9.

Pal : Desk ar sifroù en ur gavout o zalvoud.

Dornlevr : Ur sifr zo diskouezet war ar skaamm. Klik war an niver a gelc'hioù a glot gantañ ha gwiria da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab pe dizibab ur c'helc'h
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
  • Tab: adlavarout ar sifr
Koskoriad an Heol
icon solar_system.svg difficulty level 5
screenshot solar_system

sciences experiment solar_system

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Respont d'ar goulennoù gant ma vo reizh 100%.

Pal : Desk titouroù diwar-benn koskoriad an heol. Ma fell dit gouzout hiroc'h diwar-benn ar steredoniezh, klask pellgargañ KStars (https://edu.kde.org/kstars/) pe Stellarium (https://stellarium.org/), meziantoù steredoniezh digor-frank a orin.

Dornlevr : Klik war ur blanedenn pe an Heol evit diskuliañ goulennoù. Pep goulenn zo gant 4 dibab. Unan anezhe zo reizh 100%. Klask respont d'ar goulennoù betek ma vi tost da 100% war ar mucher.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: dibab
  • Achap: distreiñ d'ar skramm kent
  • Tab: gwelout an titour (p'emañ skeudennig an titour war-wel hepken)
Krou ar c'hevrennoù
icon fractions_create.svg difficulty level 5
screenshot fractions_create

math arithmetic fractions_create

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Ur stumm troc'het e daou damm ingal a vez diskouezet war ar skramm.
Dibab an niveroù reizh a bep tu evel deskrivet en urzhioù.
Krou ar memes skouer
icon crane.svg difficulty level 2
screenshot crane

puzzle crane

Stefan Toncu & Timothée Giet

Deskrivadur : Blein ar c'havr ha gra ur gopienn eus ar skouer.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn / ar c'hlavier

Pal : Kenurzhiañ fin ar jestroù

Dornlevr : Diblas an traoù er framm a-gleiz evit kopiañ anezhe hervez ar skouer a-zehoù. E-kichen ar c'havr e kaver peder bir da ziblasañ an traoù. Evit dibab an dra da ziblasañ e ranker klikañ warnañ. Bez' e c'haller mod-all implijout biroù ar c'hlavier ha touchennoù an esaouiñ pe an taolenner. Gant un dabletezenn hezoug e c'haller ivez diblasañ traoù ar framm a-gleiz gant ar biz d'al lein/d'an traoñ/a-gleiz/a-zehoù.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: dilec'h an dra dibabet
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre pe Tab: dibab an dra da-heul
Lamadurioù gant niveroù degel.
icon learn_decimals_subtractions.svg difficulty level 5
screenshot learn_decimals_subtractions

math arithmetic learn_decimals_subtractions

Mariam Fahmy & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk al lamadurioù gant niveroù bihan.

Pal : Desk lemel gant niveroù degel en ur gontañ pet kombod zo ret evit ezteurel an disoc'h.

Dornlevr : Ul lamadenn gant daou niver degel a zo diskouezet. Niver kentañ al lamadenn a vez diskouezet gant barrennoù. Eztaolet e vez un unanenn gant ur varrenn, ha pep kombod a ziskouez un dekvedenn anezhi. Klik war ar c'hombodoù evitl ober al lamadenn gant an eil niver ha diskoueziñ disoc'h ar jedadenn.

Ma 'z eo mat ar respont, biskriv an disoc'h a glot ha klik war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
  • Niveroù: bizskriv an disoc'h
Lec'hia ar broioù
icon geography.svg difficulty level 2
screenshot geography

sciences geography geography

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk an traoù evit klokaat ar gartenn.

Dornlevr : Rikl ha laosk pezhioù ar gartenn el lec'h mat evit adsevel ar gartenn a-bezh.
Lec'hia ar rannvro
icon geo-country.svg difficulty level 2
screenshot geo-country

sciences geography geo-country

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk ar ranndirioù evit adsevel ar vro en he fezh.

Dornlevr : Rikl ha laosk ar ranndirioù el lec'hioù reizh evit adsevel ar gartenn en he fezh.
Lec'hiadurioù
icon positions.svg difficulty level 3
screenshot positions

discovery logic positions

Mariam Fahmy & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav lec'hiadur ar paotr e-keñver ar voest.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout lenn

Pal : Deskriv lec'hiadur daveel un dra.

Dornlevr : Gwelout a ri meur a skeudenn oc'h ezteurel ur paotr hag ur voest, dav eo dit kavout lec'hiadur ar paotr e-keñver ar voest ha dibab ar respont reizh.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: gwiriañ ar respont dibabet
Lemel
icon algebra_minus.svg difficulty level 4
screenshot algebra_minus

math subtraction arithmetic algebra_minus

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustriñ war al lemel

Da c'houzout en a-raok : Lemel gant niveroù bihan

Pal : Kav disoc'h al lamadenn e koulz

Dornlevr : Bez' eus ul lamadenn diskouezet war ar skramm. Kav buan an disoc'h ha gra gant klavier da urzhiataer pe ar c'hlavier a zo war ar skramm d'e vizskrivañ. Ret eo dit ober buan ha reiñ ar respont a-raok ma vo tizhet al leur gant ar manked en o baloñs!

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
  • Barrenn-esaouiñ: lemel ar sifr diwezhañ ez respont
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Lenn ul linenn dereziet
icon graduated_line_read.svg difficulty level 1
screenshot graduated_line_read

math numeration graduated_line_read

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Lenn talvoudoù war ul linenn dereziet.

Da c'houzout en a-raok : Lenn ha lakaat en urzh niveroù.

Pal : Desk lenn ul linenn dereziet.

Dornlevr : Implij ar pavez niverel pe da glavier evit reiñ an talvoud a glot gant al lec'h kinniget war al linenn dereziet.
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: bizskriv sifroù
  • Distro: lemel ar sifr diwezhañ
  • Lemel: adsevel da respont
  • Barrenn-esaouiñ, Distro pe Mont-tre: gwiriañ da respont
Liesaat
icon algebra_by.svg difficulty level 3
screenshot algebra_by

math multiplication arithmetic algebra_by

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustriñ war al liesaat

Da c'houzout en a-raok : Taolennoù liesaat adalek 1 betek 10

Pal : Desk liesaat niveroù e koulz

Dornlevr : Bez' eus ul liesadenn diskouezet war ar skramm. Kav buan an disoc'h ha gra gant klavier da urzhiataer pe ar c'hlavier a zo war ar skramm d'e vizskrivañ. Ret eo dit ober buan ha reiñ ar respont a-raok ma vo tizhet al leur gant ar manked en o baloñs!

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
  • Barrenn-esaouiñ: lemel ar sifr diwezhañ ez respont
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Livioù
icon colors.svg difficulty level 1
screenshot colors

reading color vocabulary colors

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Klik war al liv reizh.

Da c'houzout en a-raok : Reiñ anv al livioù.

Pal : Deskiñ a ra an obererezh-mañ anavezout livioù disheñvel.

Dornlevr : Selaou al liv lâret ha stok an houad o klotañ gantañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: dibab ur respont
  • Tab: adselaou ar goulenn
Livioù diaes
icon advanced_colors.svg difficulty level 6
screenshot advanced_colors

reading colors vocabulary advanced_colors

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Dibab ar valafenn gant al liv dereat

Da c'houzout en a-raok : Gouzout lenn

Pal : Desk anavezout al livioù divoutin.

Dornlevr : Gwelout a ri balafenned a bep seurt liv o tañsal hag ur goulenn. Ret eo dit kavout ar valafenn dereat ha stekiñ outi.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe stokell Mont-tre: dibab un dra.
Lizherenn e peseurt ger
icon letter-in-word.svg difficulty level 2
screenshot letter-in-word

reading words letter-in-word

Akshat Tandon & Timothée Giet

Deskrivadur : Skrivet e vez ul lizherenn. Gerioù zo war-wel. ha rankout a rez kavout ar ger pe ar gerioù lec'h ma vez al lizherenn e-barzh.

Da c'houzout en a-raok : Anavezout al lizherennoù skrivet.

Pal : Dibab an holl c'herioù gant al lizherenn ginniget enne.

Dornlevr : War ar banniel staget ouzh ar c'harr-nij ez eus ul lizherenn war-wel. Dibab er rollan holl c'herioù gant al lizherenn-se enne ha klik goude war OK.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: dibab un dra
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Lizherenn o vankout
icon missing-letter.svg difficulty level 2
screenshot missing-letter

reading words missing-letter

Amit Tomar & Timothée Giet

Deskrivadur : Kav al lizherenn o vankout evit klokaat ar ger.

Da c'houzout en a-raok : Lenn gerioù.

Pal : Pleustriñ war al lenn.

Dornlevr : Bez' eus un dra diskouezet war ar dachenn bennañ, hag ur ger diglok skrivet dindan ar skeudenn. Klik war al lizherenn o vankout evit klokaat ar ger, pe bizskriv al lizherenn gant da glavier.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Tab: adselaou ar ger
Lizherennoù eeun
icon gletters.svg difficulty level 2
screenshot gletters

computer keyboard reading letters gletters

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Bizskriv al lizherennoù o kouezhañ a-raok ma vo tizhet al leur gante.

Pal : Kenliammañ lizherennoù war ar skramm gant re ar c'hlavier.

Dornlevr : Bizskriv al lizherennoù o kouezhañ a-raok ma vo tizhet al leur gante.
Lizherennoù en urzh mat
icon ordering_alphabets.svg difficulty level 2
screenshot ordering_alphabets

reading letters ordering_alphabets

Rudra Nil Basu , Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Renk al lizherennoù roet hervez urzh al lizherenneg pe en urzh-enep evel goulennet.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Desk urzh al lizherenneg

Dornlevr : Un toullad lizherennoù a vez roet dit. Rikl ha laosk anezhe en dachenn uhelañ en urzh al lizherenneg pe en urzh-enep hervez ar pezh a zo goulennet.
Logodenn ar babigoù
icon baby_mouse.svg difficulty level 1
screenshot baby_mouse

computer mouse baby_mouse

Mariam Fahmy & Timothée Giet

Deskrivadur : Dilec'h al logodenn pe stok ar skramm ha sell ouzh petra c'hoarvez.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Degas a ra un titour kleweled pa vez implijet al logodenn evit sikour ar vugale yaouank da zizoleiñ hec'h implij.

Dornlevr : 3 rann zo d'ar skramm :
  • 4 houad zo er vann a-gleiz-tout, pa gliker war unan anezhe e teu ur son hag ur darvoud.
  • Un houad glas a zo en dachenn-greiz, pa diblaser bir al logodenn pe pa reer ur jestr war ur skramm-stekiñ e kerzh an houad glaz.
  • Tachenn ar biroù, klikañ war unan anezhe a lak an houad glas da vont war memes tu eget ar bir.
Klikañ ur wezh en dachenn-greiz a lak war-wel ur merker el lec'h kliket.
Memor al lamadennoù
icon memory-math-minus.svg difficulty level 4
screenshot memory-math-minus

math memory arithmetic memory-math-minus

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ul lamadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Lamadurioù.

Pal : Pleustriñ war al lemel.

Dornlevr : Ul lamadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep lamadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor al lamadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-minus-tux.svg difficulty level 4
screenshot memory-math-minus-tux

math memory arithmetic memory-math-minus-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ul lamadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Lamadurioù.

Pal : Pleustriñ war al lemel.

Dornlevr : Ul lamadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep lamadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor al liesadennoù
icon memory-math-mult.svg difficulty level 5
screenshot memory-math-mult

math memory arithmetic memory-math-mult

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn kavout ul liesadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Liesaat.

Pal : Pleustriñ war al liesaat.

Dornlevr : Ul liesadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep liesadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor al liesadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-mult-tux.svg difficulty level 5
screenshot memory-math-mult-tux

math memory arithmetic memory-math-mult-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn kavout ul liesadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Liesaat.

Pal : Pleustriñ war al liesaat.

Dornlevr : Ul liesadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep liesadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor al liesadennoù hag ar rannadennoù
icon memory-math-mult-div.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-mult-div

math memory arithmetic memory-math-mult-div

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur liesadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Liesaat, rannañ.

Pal : Pleustr war ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Dornlevr : Ur jedadenn (ul liesadenn pe ur rannadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor al liesadennoù hag ar rannadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-mult-div-tux.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-mult-div-tux

math memory arithmetic memory-math-mult-div-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ul liesadennpe ur rannadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Liesaat, rannañ.

Pal : Pleustr war ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Dornlevr : Ur jedadenn (ul liesadenn pe ur rannadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor an holl jedadennoù
icon memory-math-add-minus-mult-div.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-add-minus-mult-div

math memory arithmetic memory-math-add-minus-mult-div

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur jedadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Sammañ, lemel, liesaat, rannañ.

Pal : Pleustr war ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Dornlevr : Ur jedadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor an holl jedadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-add-minus-mult-div-tux.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-add-minus-mult-div-tux

math memory arithmetic memory-math-add-minus-mult-div-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur jedadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Sammañ, lemel, liesaat, rannañ.

Pal : Pleustr war ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Dornlevr : Ur jedadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor an niveroù
icon memory-enumerate.svg difficulty level 2
screenshot memory-enumerate

math numeration memory-enumerate

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn lakaat an niver da genglotañ gant ar skeudenn.

Pal : Pleustriñ war an niveroù gant ur c'hoari memor.

Dornlevr : Pep kartenn a guzh ur skeudenn gant un niver a draoù, pe un niver. Dav eo dit lakaat da genglotañ niver ur gartenn gant hini an traou war ur gartenn all.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar rannadennoù
icon memory-math-div.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-div

math memory arithmetic memory-math-div

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur rannadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Rannañ

Pal : Pleustriñ war ar rannañ.

Dornlevr : Ur rannadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep rannadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar rannadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-div-tux.svg difficulty level 6
screenshot memory-math-div-tux

math memory arithmetic memory-math-div-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur rannadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Rannañ.

Pal : Pleustriñ war ar rannañ.

Dornlevr : Ur rannadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep rannadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar sammadennoù
icon memory-math-add.svg difficulty level 3
screenshot memory-math-add

math memory arithmetic memory-math-add

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur sammadenn hag an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Sammañ

Pal : Pleustriñ war ar sammañ.

Dornlevr : Ur sammadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep sammadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar sammadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-add-tux.svg difficulty level 3
screenshot memory-math-add-tux

math memory arithmetic memory-math-add-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout ur sammadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Sammañ

Pal : Pleustriñ war ar sammañ.

Dornlevr : Ur sammadenn pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep sammadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar sammadennoù hag al lamadennoù
icon memory-math-add-minus.svg difficulty level 4
screenshot memory-math-add-minus

math memory arithmetic memory-math-add-minus

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartou evit lakaat pep sammadenn pe lamadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Da c'houzout en a-raok : Sammadennoù ha lamadennoù.

Pal : Sammadennoù ha lamadennoù.

Dornlevr : Ur jedadenn (ur sammadenn pe ul lamadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar sammadennoù hag al lamadennoù a-enep Tuks
icon memory-math-add-minus-tux.svg difficulty level 4
screenshot memory-math-add-minus-tux

math memory arithmetic memory-math-add-minus-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn, kavout ur sammadenn pe al lamadenn hag an disoc'h a glot ganti, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Sammadennoù ha lamadennoù.

Pal : Sammadennoù ha lamadennoù.

Dornlevr : Ur jedadenn (ur sammadenn pe ul lamadenn) pe un disoc'h zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit lakaat pep jedadenn asambles gant an disoc'h a glot ganti.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar skeudennoù
icon memory.svg difficulty level 1
screenshot memory

fun memory memory

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout an div a zo heñvel.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Pleustr war da vemor ha lam an holl gartoù kuit.

Dornlevr : War fas kuzh pep kartenn ez eus ur skeudenn ha gant pep kartenn ez eus unan all gant ur skeudenn heñvel-mik. Klik war ur gartenn evit sellout he skeudenn guzh ha klask an hini a glot ganti. N'hallez ket kaout nemet div gartenn war-wel war an dro, neuze e vo ret dit derc'hel soñj pelec'h ez eus ur gartenn pa glaskez an hini heñvel outi. Ur wech kavet div gartenn gant ar memes skeudenn ez aint diwar-wel.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet

Trugarekaat :
  • "Card Flip" by f4ngy, (https://freesound.org/people/f4ngy/sounds/240776/), CC BY 3.0
Memor ar sonioù
icon memory-sound.svg difficulty level 2
screenshot memory-sound

discovery memory music memory-sound

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout an div a zo heñvel o son.

Pal : Pleustr war da vemor-kleved.

Dornlevr : Pep kartenn a vez troet a ro ur son da selaou, ha kenstaget outi ez eus ur gartenn heñvel-mik gant ar memes son. Klik war ur gartenn evit klevout he son kuzh ha klask an hini a glot ganti. N'hallez ket kaout nemet div gartenn war-wel war an dro, neuze e vo ret dit derc'hel soñj e lec'hioù ar sonioù klevet ganit ha klask o lakaat daou ha daou. Ur wech kavet div gartenn gant ar memes son ez aint diwar-wel.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor ar sonioù a-enep Tuks
icon memory-sound-tux.svg difficulty level 2
screenshot memory-sound-tux

discovery memory music memory-sound-tux

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout an daou son a zo heñvel, o c'hoari a-enep Tuks

Pal : Pleustr war da vemor-kleved.

Dornlevr : Pep kartenn a vez troet a ro ur son da selaou, ha kenstaget outi ez eus ur gartenn heñvel-mik gant ar memes son. Klik war ur gartenn evit klevout he son kuzh ha klask an hini a glot ganti. N'hallez ket kaout nemet div gartenn war-wel war an dro, neuze e vo ret dit derc'hel soñj e lec'hioù ar sonioù klevet ganit ha klask o lakaat daou ha daou. Ur wech kavet div gartenn gant ar memes son ez aint diwar-wel.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor gant lizherennoù munut ha pennlizherennoù
icon memory-case-association.svg difficulty level 2
screenshot memory-case-association

reading letters memory-case-association

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn kavout lizherenn vunut ha pennlizherenn an hevelep lizherenn.

Da c'houzout en a-raok : Anavezout al lizherennegoù.

Pal : Deskiñ al lizherennoù munut hag ar pennlizherennoù gant ur c'hoari memor.

Dornlevr : Pep kartenn a guzh ul lizherenn, lizherenn vunut pe pennlizherenn. Dav eo dit lakaat lizherenn vunut ha pennlizherennoù ul lizher da genglotañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor gant lizherennoù munut ha pennlizherennoù a-enep Tuks
icon memory-case-association-tux.svg difficulty level 2
screenshot memory-case-association-tux

reading letters memory-case-association-tux

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout an div gant pennlizherenn ha lizherenn vunut an hevelep lizherenn, o c'hoari a-enep Tuks.

Da c'houzout en a-raok : Anavezout al lizherennegoù.

Pal : Deskiñ al lizherennoù munut hag ar pennlizherennoù gant ur c'hoari memor.

Dornlevr : Pep kartenn a guzh ul lizherenn, lizherenn vunut pe pennlizherenn. Dav eo dit lakaat lizherenn vunut ha pennlizherennoù ul lizher da genglotañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor gant skeudennoù a-enep Tuks
icon memory-tux.svg difficulty level 1
screenshot memory-tux

fun memory memory-tux

JB BUTET & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù evit kavout an div a zo heñvel o son, o c'hoari a-enep Tuks

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Pleustr war da vemor ha lam an holl gartoù kuit.

Dornlevr : War fas kuzh pep kartenn ez eus ur skeudenn ha gant pep kartenn ez eus unan all gant ur skeudenn heñvel-mik. Klik war ur gartenn evit sellout he skeudenn guzh ha klask an hini a glot ganti. N'hallez ket kaout nemet div gartenn war-wel war an dro, neuze e vo ret dit derc'hel soñj pelec'h ez eus ur gartenn pa glaskez an hini heñvel outi. Ur wech kavet div gartenn gant ar memes skeudenn ez aint diwar-wel.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Memor niveroù-gerioù
icon memory-wordnumber.svg difficulty level 3
screenshot memory-wordnumber

math numeration memory-wordnumber

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tro ar c'hartoù a-benn lakaat an niver da genglotañ gant ar ger a glot gantañ.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Lenn niveroù gant ur c'hoari memor.

Dornlevr : Un niver skrivet gant sifroù pe un niver skrivet gant lizherennoù zo kuzhet gant pep kartenn. Dav eo dit kavout an niveroù e sifroù a glot gant an niver e lizherennoù.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: treiñ ar gartenn dibabet
Mestroni an duellenn
icon followline.svg difficulty level 1
screenshot followline

computer mouse followline

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Mougañ an tan a rank ar pomper, met stanket eo an duellenn.

Pal : Kenurzhiañ fin ar jestroù.

Dornlevr : Diblas al logodenn pe da viz war lodenn ruz an duellenn (ar stouv an hini eo). Evel-se e vo bountet war an dour, tamm ha tamm, betek an tan. Taol evezh, ma 'z aez kuit eus lodenn ruz an duellenn ez aio ar stouv war gil.
Milendall
icon maze.svg difficulty level 1
screenshot maze

fun maze maze

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Sikour Tuks da vont er-maez eus ar milendall-se.

Dornlevr : Gra gant ar biroù pe rikl da viz war ar skramm da ziblasañ Tuks betek an nor.

Kerzhout a ra Tuks aes a-walc'h gant al liveoù kentañ, ur stokellad a dalv d'ur paz dre ar milendall.

Evit ar milendalloù brasoc'h ez eus ur mod arbennik anvet MOD AR REDEK BUAN. Ma vez dibabet ar mod-mañ e redo Tuks an hent a-bezh e-unan betek ma tizho ur forc'h ha dit-te da zibad da hent neuze.

Da welout hag-eñ ez eo bet dibabet ar mod-mañ, taol ur sell ouzh treid Tuks: e dreid diarc'hen a dalv n'eo bet dibabet "mod ar redek buan". Hag e dreid gant botoù sport ruz a dalv eo bet dibabet "mod ar redek buan".

Gant al liveoù uheloc'h e vo dibabet mod ar redek buan dre ziouer. Ma fell dit ober gant ar mod-mañ gant ul live izel pe cheñch ar mod gant ul live uheloc'h, klik war dTuks pe war an skeudennig "diarc'hen/botoù sport" e korn uhel ar skramm a-gleiz.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
Milendall daveel
icon mazerelative.svg difficulty level 3
screenshot mazerelative

fun maze mazerelative

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Sikour Tuks da vont er-maez eus ar milendall-se (daveel eo an diblasañ).

Dornlevr : Gra gant ar biroù pe rikl da viz war ar skramm da ziblasañ Tuks betek an nor.

Gant ar milendall-mañ eo daveel an diblasañ (en diabarzh emaout). Servijout a ra an tu kleiz hag an tu dehoù da dreiñ hag an tu uhel da vont war-raok.

Kerzhout a ra Tuks aes a-walc'h gant al liveoù kentañ, ur stokellad a dalv d'ur paz dre ar milendall.

Evit ar milendalloù brasoc'h ez eus ur mod arbennik anvet MOD AR REDEK BUAN. Ma vez dibabet ar mod-mañ e redo Tuks an hent a-bezh e-unan betek ma tizho ur forc'h ha dit-te da zibad da hent neuze.

Da welout hag-eñ ez eo bet dibabet ar mod-mañ, taol ur sell ouzh treid Tuks: e dreid diarc'hen a dalv n'ez eo bet dibabet MOD AR REDEK BUAN. Hag e dreid gant botoù sport ruz a dalv eo bet dibabet MOD AR REDEK BUAN.

Gant al liveoù uheloc'h e vo dibabet mod ar redek buan dre ziouer. Ma fell dit ober gant ar mod-mañ gant ul live izel pe cheñch ar mod gant ul live uheloc'h, klik war dTuks pe war an skeudennig "diarc'hen/botoù sport" e korn uhel ar skramm a-gleiz.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: treiñ a-gleiz hag a-zehoù
  • Bir izel: ober un hanterdro
  • Bir uhel: mont war-raok
Milendall diwelus
icon mazeinvisible.svg difficulty level 4
screenshot mazeinvisible

fun maze mazeinvisible

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch Tuks evit mont er-maez eus ar milendall diwelus.

Dornlevr : Gra gant ar biroù pe rikl da viz war ar skramm da ziblasañ Tuks betek an nor. Gra gant skeudennig ar milendall pe ar varrenn esaouiñ evit cheñch ar modoù gwelus ha diwelus. Meneget eo al lec'h m'emaout gant ar mod gwelus, evel ma vefe ur gartenn ganit. N'hallez ket diblasañ Tuks gant ar mod gwelus.

Kerzhout a ra Tuks aes a-walc'h gant al liveoù kentañ, ur stokellad a dalv d'ur paz dre ar milendall.

Evit ar milendalloù brasoc'h ez eus ur mod arbennik anvet MOD AR REDEK BUAN. Ma vez dibabet ar mod-mañ e redo Tuks an hent a-bezh e-unan betek ma tizho ur forc'h ha dit-te da zibad da hent neuze.

Da welout hag-eñ ez eo bet dibabet ar mod-mañ, taol ur sell ouzh treid Tuks: e dreid diarc'hen a dalv n'ez eo bet dibabet MOD AR REDEK BUAN. Hag e dreid gant botoù sport ruz a dalv eo bet dibabet MOD AR REDEK BUAN.

Gant al liveoù uheloc'h e vo dibabet mod ar redek buan dre ziouer. Ma fell dit ober gant ar mod-mañ gant ul live izel pe cheñch ar mod gant ul live uheloc'h, klik war dTuks pe war an skeudennig "diarc'hen/botoù sport" e korn uhel ar skramm a-gleiz.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: kemm etre ar modoù gwelus ha diwelus
Miltamm ar babigoù
icon baby_tangram.svg difficulty level 1
screenshot baby_tangram

puzzle baby_tangram

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Ret eo adsevel ar stumm kinniget dit.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Dornlevr : Diblas ur pezh en ur riklañ anezhañ. Implij ar bouton treiñ ma 'z eo ret. Liveoù diaesoc'h a c'hall bezañ kavet en obererezh Tangram.
Nerzh dedennañ
icon gravity.svg difficulty level 3
screenshot gravity

sciences experiment gravity

Timothée Giet

Deskrivadur : Digeriñ war meizad an nerzh dedennañ.

Pal : Stur an egorlestr evit chom hep stekiñ anezhañ ouzh ar planedennoù ha tizh ar greizenn-egor

Dornlevr : Stur an egorlestr gant ar birou kleiz ha dehoù, pe gant boutonoù skramm ur pell-hezoug. Klask chom e-kreiz ar skramm ha sell ouzh ment ha tuadur ar bir o tiskouez an nerzh-dedennañ evit rakwelout da hent.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: dilec'h an egorlestr
Niverdebrer: Dibarder
icon gnumch-inequality.svg difficulty level 3
screenshot gnumch-inequality

math arithmetic gnumch-inequality

Manuel Tondeur & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch an debrer niveroù war-zu an holl jedadennoù nint ket par d'an niver kinniget e traoñ ar skramm.

Pal : Pleustr war ar sammañ, al lemel, al liesaat hag ar rannañ.

Dornlevr : Ma 'z eus ur c'hlavier ganit, gra gant ar biroù d'en em ziblasañ ha pouez war ar varrenn esaouiñ da lonkañ un niver. Gant ul logodenn, klik war ar c'hombod evit mont war e du ha klik en-dro da lonkañ an niver. Gant ur skramm stekiñ e c'hallez ober evel ma vez graet gant ul logodenn pe riklañ da viz e ne vern peseurt tu a fell dit ha stekiñ evit lonkañ an niver.

Diwall mat ha chom pell ouzh an d/Troggled.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: lonkañ an niveroù
Niverdebrer: Lieskementoù
icon gnumch-multiples.svg difficulty level 3
screenshot gnumch-multiples

math arithmetic gnumch-multiples

Manuel Tondeur & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch an debrer niveroù war-zu holl lieskementoù an niver kinniget e traoñ ar skramm.

Pal : Desk al lieskementoù hag ar rannerioù.

Dornlevr : Al lieskementoù eus un niver zo an holl niveroù par d'an niver-se lieskementet gant un niver all. Da skouer,24, 36, 48 ha 60 zo lieskementoù 12. 25 n'eo ket ul lieskement eus 12 rak n'eus ket tu da gaout 25 dre liesaat un niver gant 12. Ma vez an niver kentañ ur ranner eus un eil niver, neuze ez eo an eil niver ul lieskement eus an niver kentañ. Sell al lieskementoù evel familhoù ha rannerioù a dalv da elfennoù ar familhoù-mañ. Ar ranner 5 a zo dezhañ kerent 10, tud-kozh 15, tudoù-kozh-you 20 ha pep 5 ouzhpenn a gas d'ur rummad koshoc'h! Met 5 n'eo ket eus memes familh evel 8 pe 23. N'hallez ket sammañ meur a 5 evit kaout 8 pe 23 hep en em gavout gant un nemorant bennak. Hag 8 n'eo ket ul lieskement eus 5, na 23. N'eus ket nemet 5, 10, 15, 20, 25 ... zo lieskementoù (pe tud-kar pe liveoù) eus 5.

Ma 'z eus ur c'hlavier ganit, gra gant ar biroù d'en em ziblasañ ha pouez war ar varrenn esaouiñ da lonkañ un niver. Gant ul logodenn, klik war ar c'hombod evit mont war e du ha klik en-dro da lonkañ an niver. Gant ur skramm stekiñ e c'hallez ober evel ma vez graet gant ul logodenn pe riklañ da viz e ne vern peseurt tu a fell dit ha stekiñ evit lonkañ an niver.

Diwall mat ha chom pell ouzh an d/Troggled.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: lonkañ an niveroù
Niverdebrer: Niveroù kentañ
icon gnumch-primes.svg difficulty level 6
screenshot gnumch-primes

math arithmetic gnumch-primes

Manuel Tondeur & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch an debrer niveroù war-zu an holl niveroù prim.

Pal : Desk traoù diwar-benn an niveroù prim.

Dornlevr : An niveroù kentañ zo niveroù rannapl drezo o unan ha dre 1 hepken. Da skouer: un niver kentañ eo 3, 4 n'eo ket (rannapl dre 2). 5 zo un niver kentañ ivez (rannapl dre 5 hag 1 hepken). Rannapl eo 6 dre 2 pe 3 (3 x 2 = 6), neuze n'eo ket un niver prim.

Ma 'z eus ur c'hlavier ganit, gra gant ar biroù d'en em ziblasañ ha pouez war ar varrenn esaouiñ da lonkañ un niver. Gant ul logodenn, klik war ar c'hombod evit mont war e du ha klik en-dro da lonkañ an niver. Gant ur skramm stekiñ e c'hallez ober evel ma vez graet gant ul logodenn pe riklañ da viz e ne vern peseurt tu a fell dit ha stekiñ evit lonkañ an niver.

Diwall mat ha chom pell ouzh an d/Troggled.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: lonkañ an niveroù
Niverdebrer: Parder
icon gnumch-equality.svg difficulty level 3
screenshot gnumch-equality

math arithmetic gnumch-equality

Manuel Tondeur & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch an debrer niveroù war-zu ar jedadennoù o vezañ par d'an niver kinniget e traoñ ar skramm.

Pal : Pleustr war ar sammanñ, al liesaat, ar rannañ hag al lemel.

Dornlevr : Heñch an debrer niveroù war-zu ar jedadennoù o vezañ par d'an niver kinniget e traoñ ar skramm.

Ma 'z eus ur c'hlavier ganit, gra gant ar biroù d'en em ziblasañ ha pouez war ar varrenn esaouiñ da lonkañ un niver. Gant ul logodenn, klik war ar c'hombod evit mont war e du ha klik en-dro da lonkañ an niver. Gant ur skramm stekiñ e c'hallez ober evel ma vez graet gant ul logodenn pe riklañ da viz e ne vern peseurt tu a fell dit ha stekiñ evit lonkañ an niver.

Diwall mat ha chom pell ouzh an d/Troggled.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: lonkañ an niveroù
Niverdebrer: Rannerioù
icon gnumch-factors.svg difficulty level 5
screenshot gnumch-factors

math arithmetic gnumch-factors

Manuel Tondeur & Timothée Giet

Deskrivadur : Heñch an debrer niveroù war-zu holl rannerioù an niver kinniget e traoñ ar skramm.

Pal : Desk al lieskementoù hag ar rannerioù.

Dornlevr : Ar rannerioù eus un niver zo an niveroù gouest da rannañ an niver-se hep leuskel ur rest. Da skouer ez eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù eus 6. 4 n'eo ket ur ranner eus 6. Ma vez un niver kentañ ul lieskement eus un eil niver, neuze ez eo an eil niver-mañ ur ranner eus an niver kentañ.Gwelet e vez al lieskementoù evel elfennoù ur strollad. Neuze ez eo 1, 2, 3 ha 6 elfennoù ar strollad-mañ, n'eo ket 4 avat.

Ma 'z eus ur c'hlavier ganit, gra gant ar biroù d'en em ziblasañ ha pouez war ar varrenn esaouiñ da lonkañ un niver. Gant ul logodenn, klik war ar c'hombod evit mont war e du ha klik en-dro da lonkañ an niver. Gant ur skramm stekiñ e c'hallez ober evel ma vez graet gant ul logodenn pe riklañ da viz e ne vern peseurt tu a fell dit ha stekiñ evit lonkañ an niver.

Diwall mat ha chom pell ouzh an d/Troggled.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ: lonkañ an niveroù
Niveroù en urzh
icon planegame.svg difficulty level 2
screenshot planegame

math numeration planegame

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Dilec'h ar viñsaskell evit tapout ar c'houmoulennoù en urzh reizh.

Pal : Pleustriñ war an niveriñ.

Dornlevr : Tap ar c'houmoulennoù en urzh war gresk. Gant ur c'hlavier, gra gant ar biroù da zilec'hiañ ar viñsaskell. Gant un ardivink all, klik pe stok hepken war al lec'h mat. Evit gouzout peseurt niver zo da dapout, dalc'h soñj ennañ pe taol ur sell ouzh ar c'horn kleiz en traoñ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: dilec'h ar viñsaskell
Niveroù en urzh mat
icon ordering_numbers.svg difficulty level 2
screenshot ordering_numbers

math numeration ordering_numbers

Rudra Nil Basu , Emmanuel Charruau , Harsh Kumar & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak an niveroù roet en urzh kreskiñ pe digreskiñ hervez ar pezh a zo goulennet.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Keñverian niveroù

Dornlevr : Un toullad niveroù a vez roet dit. Rikl ha laosk anezhe en dachenn uhelañ en urzh kreskiñ pe digreskiñ hervez ar pezh a zo goulennet.
Niveroù gant diñsoù
icon smallnumbers.svg difficulty level 2
screenshot smallnumbers

computer keyboard math numeration smallnumbers

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Kont an niver a bikoù war pep diñs a-raok ma vo tizhet al leur gantañ.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Kont an niver a bikoù e koulz.

Dornlevr : Bizskriv an niver a bikoù a welez war pep diñs o kouezhañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
Niveroù gant dominoioù
icon smallnumbers2.svg difficulty level 2
screenshot smallnumbers2

math numeration smallnumbers2

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Kont an niver a bikoù war pep domino a-raok ma vo tizhet al leur gantañ.

Da c'houzout en a-raok : Gouzout kontañ.

Pal : Pleustriñ war ar jediñ e koulz.

Dornlevr : Bizskriv an niver a bikoù a welez war pep domino o kouezhañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
Niveroù par hag ampar
icon numbers-odd-even.svg difficulty level 2
screenshot numbers-odd-even

math numeration numbers-odd-even

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Dilec'h ar viñsaskell evit tapout ar c'houmoulennoù gante niveroù par pe ampar.

Pal : Pleustriñ war an niveriñ.

Dornlevr : Tap ar c'houmoulennoù gante un niver par pe ampar. Gant ur c'hlavier, gra gant ar biroù da zilec'hiañ ar viñsaskell. Gant al logodenn pe ar pavez stekiñ, klik pe stok ouzh al lec'h mat. Da c'houzout pe niver zo da dapout, dalc'h soñj eus outañ pe taol ur sell er c'hornad a-zehoù en traoñ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: dilec'h ar viñsaskell
Ober gant ur glokadenn d'ober dek
icon tens_complement_use.svg difficulty level 4
screenshot tens_complement_use

math arithmetic tens_complement_use

Samarth Raj , Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Gra gant ur glokadenn da zek evit eeunaat ar jedadenn.

Da c'houzout en a-raok : Niveroù adalek 1 betek 50 ha sammadurioù.

Pal : Desk un doare pleustrek d'ober gant ar glokadenn da zek.

Dornlevr : Gra en-dro ar sammadurioù a-benn kaout ur c'houblad niveroù par da zek e-barzh ar c'hrommelloù . Dibab un niver er roll, choaz goude ul lec'h goullo er jedadenn evit kas an niver dibabet aze.
Ur wech klokaet pep linenn, pouez war ar bouton OK evit gwiriañ ar respontoù. Ma chom respontoù faos e teuio skeudennig ur groaz war-wel war al linennoù da reizhañ. A-benn reizhañ ar fazioù, klik war ar niveroù faos evit lemel anezhe ha krog en-dro.
Ober gant ur skluz
icon canal_lock.svg difficulty level 2
screenshot canal_lock

sciences experiment canal_lock

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Diaes eo da dTuks tremen dre ar skluz gant e vag. Ro un tamm skoazell dezhañ ha dizolo penaos ez a en-dro ur skluz.

Pal : Kompren penaos e reer gant ur skluz.

Dornlevr : Te a ren ar skluz. Ret eo dit digeriñ an dorioù hag ar rañvellioù en urzh mat a-benn lakaat Tuks da dremen dre ar skluz d'un tu ha d'an tu all.
Pevar a-steud (a-enep Tuks)
icon align4.svg difficulty level 2
screenshot align4

strategy align4

Bharath M S & Timothée Giet

Deskrivadur : Sav ur renkad 4 fezh

Pal : Sav ur renkad 4 fezh a-blaen, a-blom pe a-dreuz.

Dornlevr : C'hoari gant Tuks. Pep hini d'e dro a glik war al linenn a fell dezhañ lakaat e verk warnañ. Ar maout az aio gant an hini kentañ a savo ul linenn gant pevar merk a-steud.
Bez' e c'heller implijout boutonoù ar biroù evit choaz end-eeun al live diaester. Tukx a c'hoari gwelloc'h ma vez kresket al live.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Bir kleiz: dilec'h an elfenn war an tu kleiz
  • Bir dehoù: dilec'h an elfenn war an tu dehoù
  • Barrenn-esaouiñ pe bir d'an traoñ: laosk an elfenn
Pevar a-steud (gant ur c'heneil)
icon align4_2players.svg difficulty level 2
screenshot align4_2players

strategy align4_2players

Bharath M S & Timothée Giet

Deskrivadur : Sav ur renkad 4 fezh

Pal : Sav ur renkad 4 fezh a-blaen, a-blom pe a-dreuz.

Dornlevr : C'hoari gant ur c'heneil. Pep hini d'e dro a glik war ar c'hombod a fell dezhañ lakaat e verk warnañ. Ar maout az aio gant an hini kentañ a savo ul linenn gant tri merk a-steud.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Bir kleiz: dilec'h an elfenn war an tu kleiz
  • Bir dehoù: dilec'h an elfenn war an tu dehoù
  • Barrenn-esaouiñ pe bir d'an traoñ: laosk an elfenn
Pinvidika da c'heriaoueg
icon lang.svg difficulty level 4
screenshot lang

reading vocabulary lang

siddhesh suthar & Timothée Giet

Deskrivadur : Obererezhioù evit deskiñ lenn yezhoù

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Pinvidika da c'heriaoueg ez yezh vamm pe en ur yezh estren.

Dornlevr : Adwel ur roll gerioù. Diskouezet eo pep ger gant ur vouezh, un destenn hag ur skeudenn. Ur wech adwelet e vo kinniget ur boelladenn dit: kav ar ger dereat hervez ar vouezh hag ar skeudenn da gentañ, goude gant ar vouezh hepken. Erfin e pleustri bizskrivañ an destenn.

Er c'hlefluniañ e c'hallez dibab ar yezh a fell dit deskiñ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: dibab an dra er roll
  • Mont-tre: gwiriañ da respont p'emañ war-wel ar bouton OK
  • Tab: adselaou ar ger

Trugarekaat : Images originally released by the Art4Apps project (https://web.archive.org/web/20120908214126/http://www.art4apps.org/) under CC BY-SA 3.0 license. Upscaled and smoothed derivative images.
Pleustriñ gant al logodenn
icon left_right_click.svg difficulty level 1
screenshot left_right_click

computer mouse left_right_click

Samarth Raj & Timothée Giet

Deskrivadur : Diblas loened betek o zi en ur implijout ur c'hlik-kleiz pe ur c'hlik-dehou gant al logodenn.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Ober gant al logodenn. Pleustriñ war ar c'hlik kleiz ha dehou.

Dornlevr : Ur c'hlik-kleiz war ur pesk a gaso anezhañ betek ar poull-dour. Ur c'hlik-dehou war un azen a gaso anezhañ betek ar wezenn. Ur gemennadenn a zeuio war-wel ma vez graet ur c'hlik fall.
Pleustriñ war al lenn a-blaen
icon readingh.svg difficulty level 2
screenshot readingh

reading words readingh

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Lenn ur roll gerioù ha klask hag-eñ emañ ar ger kinniget ennañ.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Pleustriñ war al lenn e koulz.

Dornlevr : Bez' eus ur ger diskouezet en daolennig. Mont war-wel ha diwar-wel a raio ur roll gerioù a-blaen. E-barzh ar roll e oa ar ger diskouezet ?
Pleustriñ war al lenn a-blom
icon readingv.svg difficulty level 2
screenshot readingv

reading words readingv

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Lenn ur roll gerioù a-blom ha klask hag-eñ emañ ar ger kinniget ennañ.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Pleustriñ war al lenn e koulz.

Dornlevr : Bez' eus ur ger diskouezet en daolennig. Mont war-wel ha diwar-wel a raio ur roll gerioù a-blom. E-barzh ar roll e oa ar ger diskouezet ?
Plijadur gant Braille
icon braille_fun.svg difficulty level 6
screenshot braille_fun

reading braille letters braille_fun

Arkit Vora & Timothée Giet

Deskrivadur : Skriv al lizherennoù braille

Da c'houzout en a-raok : Kodoù al lizherennoù braille

Dornlevr : Skriv ar c'hod braille en daolenn hervez al lizherennoù war ar banniel. Dre glikañ war an daolennig vraille e c'hallez sellout ouzh holl arouezennoù karta vraille ma 'teus ezhomm sikour.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Barrenn-esaouiñ: digeriñ pe serriñ karta braille
Pouezeres gant reizhiad an unanennoù en impalaeriezh kozh bro-Saoz
icon scalesboard_weight_avoirdupois.svg difficulty level 4
screenshot scalesboard_weight_avoirdupois

math measures scalesboard_weight_avoirdupois

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk pouezioù evit kempouez ar bouezerez ha jediñ an tolz.

Pal : Jediñ dre benn, parder ar jediñ, treiñ an unanennoù.

Dornlevr : Evit kempouezañ ar bouezerez, dilec'h ar pouezioù war an tu kleiz pe an tu dehoù (evit al liveoù uheloc'h). Urzh ar pouezioù ne vern ket. Taol evezh ouzh an tolz hag unanennoù ar pouezioù, soñj enni eo par ul lur (lb) da 16 oñs (oz).
Pouezerez Roberval
icon scalesboard.svg difficulty level 2
screenshot scalesboard

math measures scalesboard

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk pouezioù evit kempouezañ ar bouezerez.

Pal : Jediñ dre benn, parder ar jediñ.

Dornlevr : Evit kempouezañ ar bouezerez, dilec'h pouezioù war ar pladoù kleiz pe zehoù (evit al liveoù uhelañ). Urzh ar pouezioù ne vern ket.
Pouezerez gant reizhiad etrevroadel an unanennoù
icon scalesboard_weight.svg difficulty level 4
screenshot scalesboard_weight

math measures scalesboard_weight

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk pouezioù evit kempouez ar bouezerez ha jediñ an tolz.

Pal : Jediñ dre benn, parder ar jediñ, treiñ an unanennoù.

Dornlevr : Evit kempouezañ ar bouezerez, dilec'h ar pouezioù war an tu kleiz pe an tu dehoù (evit al liveoù uhelañ). Urzh ar pouezioù ne vern ket. Taol evezh eus an tolz hag unanennoù ar pouezioù. Soñj mat, ur c'hilogramm (kg) zo par da 1000 gramm (g).
Programmiñ ar milendall
icon programmingMaze.svg difficulty level 3
screenshot programmingMaze

fun programmingMaze

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Deskiñ a ra an obererezh penaos programmiñ Tuks da dizhout e bal gant urzhioù aes evel mont war-raok, treiñ a-gleiz, pe a-zehou.

Da c'houzout en a-raok : Lenn urzhioù hag prederiañ war an hent poellek.

Pal : Naon en deus Tuks. Sikour anezhañ da gavout pesked en ur brogrammiñ anezhañ betek an tamm skorn mat.

Dornlevr : Dibab an urzhioù el lañser kinniget. Lak anezhe en urzh evit ma c'hallo Tuks tizhout e bal.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù kleiz ha dehoù: merdeiñ e-barzh an dachenn
  • Biroù uhel hag izel: buanaat pe gorrekaat konter ar boukl ma 'z eo bet dibabet an dachenn lesanvet boukl
  • Barrenn-esaouiñ: dibab un urzh pe evit lemel an urzh bet dibabet en tachennoù-kodiñ pennañ/mont en-dro/boukl
  • Tab: dibab etre tachenn an urzhioù hag an tachennoù-kodiñ pennañ/mont en-dro/boukl
  • Lemel: lemel an urzh bet dibabet en tachennoù-kodiñ pennañ/mont en-dro/boukl
  • Mont-tre: loc'hañ ar c'hod pe adkregiñ gant Tuks pa vez c'hwitet gantañ tizhout ar pesk

Evit ouzhpennañ un urzh d'an dachenn-godiñ pennañ/mont en-dro/argerzhadurel, dibab anezhañ en dachenn-urzhioù, distro d'an tachennoù-kodiñ pennañ/mont en-dro/boukl ha pouez war ar varrenn Esaouiñ.

Evit kemm un urzh en tachennoù-kodiñ pennañ/mont en-dro/boukl, dibab anezhañ en dachenn ret, distro goude d'an dachenn-urzhiañ, dibab an urzh nevz ha pouez war ar varrenn Esaouiñ.
Rannañ
icon algebra_div.svg difficulty level 6
screenshot algebra_div

math division arithmetic algebra_div

Sayan Biswas & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustriñ war ar rannañ

Da c'houzout en a-raok : Rannañ gant niveroù bihan

Pal : Kav disoc'h ar rannadenn e koulz

Dornlevr : Bez' eus ur rannadenn diskouezet war ar skramm. Kav buan an disoc'h ha gra gant klavier da urzhiataer pe ar c'hlavier a zo war ar skramm d'e vizskrivañ. Ret eo dit ober buan ha reiñ ar respont a-raok ma vo tizhet al leur gant ar manked en o baloñs!

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
  • Barrenn-esaouiñ: lemel ar sifr diwezhañ ez respont
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Ro anv an notenn
icon note_names.svg difficulty level 4
screenshot note_names

discovery music note_names

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk anv an notennoù, evit an alc'hwezioù fa ha sol.

Pal : Gwella da anaoudegezh eus skeulenn an notennoù hag o anvioù. Dit-te d'en em brientiñ d'ar seniñ piano ha d'ar sonaozouriezh.

Dornlevr : Klask anavezout mat an notennoù ha tap 100% evit peurechuiñ ul live.
Rummadiñ
icon categorization.svg difficulty level 4
screenshot categorization

reading vocabulary categorization

Divyam Madaan & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak an traoù er rummad reizh pe direizh.

Da c'houzout en a-raok : Gallout diblasañ traoù gant al logodenn pe ar skramm-stok.

Pal : Kas ar preder ha pinvidikaat ar ouiziegezh.

Dornlevr : Gra hervez an urzhioù ha rikl neuze an traoù ha laosk anezhe evel goulennet.
Rummadoù yezhadurel
icon grammar_classes.svg difficulty level 3
screenshot grammar_classes

reading words grammar_classes

Bruno ANSELME & Timothée Giet

Deskrivadur : Dielfenn rummadoù yezhadurel ar frazennoù kinniget.

Pal : Desk anavezout ar rummadoù yezhadurel.

Dornlevr : Kinnig ar rummadoù yezhadurel rekis d'ar gerioù a glot gante.
Dibab ur rummad yezhadurel er roll, dibab goude ar voest dindan ur ger ha kinnig aze ar rummad.
Laosk goullo ar voest ma ne glot ket ar rummad.
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù uhel hag izel: kemm etre rummadoù ha gerioù
  • Biroù kleiz ha dehoù: dibab elfennoù e-touez rummadoù pe gerioù
  • Barrenn-esaouiñ: kinnig ar rummad dibabet d'ar ger dibabet ha goude dibab ar ger warlerc'h.
  • Distro: dibab ar ger kent
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Sammañ
icon algebra_plus.svg difficulty level 3
screenshot algebra_plus

math addition arithmetic algebra_plus

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Pleustriñ war ar sammañ

Da c'houzout en a-raok : Sammadennoù aes. Bezañ gouest da anavezout an niveroù skrivet.

Pal : Kav disoc'h ar sammadenn e koulz

Dornlevr : Bez' eus ur sammadenn diskouezet war ar skramm. Kav buan an disoc'h ha gra gant klavier da urzhiataer pe ar c'hlavier a zo war ar skramm d'e vizskrivañ. Ret eo dit ober buan ha reiñ ar respont a-raok ma vo tizhet al leur gant ar manked en o baloñs!

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: skriv da respont
  • Barrenn-esaouiñ: lemel ar sifr diwezhañ ez respont
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Sammañ gant niveroù degel.
icon learn_decimals_additions.svg difficulty level 5
screenshot learn_decimals_additions

math arithmetic learn_decimals_additions

Mariam Fahmy & Timothée Giet

Deskrivadur : Desk sammañ gant niveroù degel.

Pal : Desk sammañ gant niveroù degel en ur gontañ pet kombod zo ret evit ezteurel an disoc'h.

Dornlevr : Diskouezet e vez ar sammadenn gant daou niver degel. Rikl ar bir evit dibab un tamm eus ar varrenn, ha rikl an tamm dibabet betek an dachenn c'houllo. Kendalc'h mod-se betek ma kloto niver ar barrennoù laosket gant disoc'h ar sammadenn, ha klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Ma 'z eo mat ar respont, biskriv an disoc'h a glot ha klik war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
  • Niveroù: bizskriv an disoc'h
Sav ar miltamm
icon babyshapes.svg difficulty level 1
screenshot babyshapes

computer babyshapes

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk ar stummoù war o lec'h mat.

Dornlevr : Sav ar miltamm en ur riklañ pep tamm eus an tu kleiz betek al lec'h mat er miltamm.

Trugarekaat : Gant Andre Connes eo bet pourvezet ar c'hi hag embannet eo dindan mod GPL
Sav ar miltamm
icon paintings.svg difficulty level 1
screenshot paintings

discovery arts puzzle paintings

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk an tammoù da adsevel al livadur orin.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn, dilec'hiañ, riklañ ha leuskel.

Pal : En em lec'hiañ er spas.

Dornlevr : Rikl ha laosk an tammoù el lec'h reizh da adsevel al livadur orin.
Sifroù roman
icon roman_numerals.svg difficulty level 4
screenshot roman_numerals

sciences history roman_numerals

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur :

Pal : Desk penaos lenn an niveroù roman ha treiñ anezhe e niveroù arab pe en tu-gin.

Dornlevr : Orin a Roma gozh eo ar reizhiad niveriñ anvet niveroù roman, ha chomet eo an doare boutin da niveriñ en Europa a-bezh betek fin ar Grenn-Amzer. Niveroù ar reizhiad-mañ zo e stumm lizherennoù kenstrollet eus al lizherenneg latin.
Desk ar reolennoù evit lenn niveroù roman ha pleustr evit treiñ niveroù roman e niveroù arab pe en tu-gin. Klik war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: bizskriv niveroù arab
  • Lizherennoù: bizskriv niveroù roman (gant I, V, X, L, C, D ha M)
  • Mont-tre: gwiriañ da respont
Son piano
icon play_piano.svg difficulty level 1
screenshot play_piano

discovery music play_piano

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur :

Da c'houzout en a-raok : Anavezout an notenniñ hag ar skeulenn sonerezh.

Pal : Kompren penaos e c'hall klavier ar piano seniñ hervez ar pezh zo skrivet war ar skeulenn sonerezh.

Dornlevr : Sonet e vez notennoù 'zo war ar skeulenn. Klik war stokelloù dereat ar c'hlavier evit kavout ar memes notennoù.
El liveoù 1 da 5 e vez pleustret war an notennoù sol hag el liveoù 6 da 10 war an notennoù fa.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Barrenn-esaouiñ: seniñ
  • Sifroù eus 1 da 7: stokelloù gwenn
  • Eus F2 da F7: stokelloù du
  • Barrenn-distro pe Lemel: nullañ

Trugarekaat : Setu kod orin ar piano tredan: https://github.com/vsr83/miniSynth
Sonaozouriezh piano
icon piano_composition.svg difficulty level 2
screenshot piano_composition

discovery music piano_composition

Aman Kumar Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Kompren penaos e c'hall klavier ar piano seniñ ha penaos e skriver an notennoù war ar skeulenn sonerezh.

Da c'houzout en a-raok : En em voazañ ouzh anv an notennoù.

Pal : Kas war-raok da skiant-prenet war ar sonaozouriezh evit bezañ dedennet oc'h aozañ sonerezh gant klavier ar piano. Kalz a berzhioù diazez ar sonerezh a vez diskouezet en obererezh-mañ, met kalz muioc'h c'hoazh zo da ergerzhout a-fed sonaozouriezh. Ma 'z out plijet gant an obererezh-mañ gant ar c'hoant da vont pelloc'h c'hoazh gant ur benveg bennak, klask pellgargañ Minuet (https://minuet.kde.org/), ur meziant digor-frank a orin evit deskiñ ar sonerezh pe MuseScore (http://musescore.org/en/download), ur benveg digor-frank a orin evit skrivañ sonerezh.

Dornlevr : Meur a live zo gant an obererezh-mañ, pep live oc'h ouzhpennañ ar perzh nevez d'an hini kent.
  • Live 1: Klavier diazez ar piano (stokelloù gwenn hepken), ma c'haller klask skrivañ sonerezh dre glikañ war ar stokelloù liv orañjez.
  • Live 2: Treiñ a ra ar skeulenn d'an alc'hwez fal, neuze e vo izeloc'h an notennoù eget el live kent.
  • Level 3: Tu da zibab etre an alc'hwezioù sol ha fa, stokelloù du ouzhpennet (stokelloù diez).
  • Live 4: Notennoù blod implijet gant ar stokelloù du.
  • Live 5: Tu da zibab padelezh un notenn (krennennoù, gwennennoù, duennoù, krogennoù).
  • Live 6: Paouezennoù ouzhpennet (paouezennoù, hanterbaouezennoù, kardpaouezennoù, eizhvetpaouezennoù).
  • Live 7: Saveteiñ da donioù ha kargañ tonioù rak-dibabet pe saveteet.
Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù eus 1 da 7: stokelloù gwenn
  • Eus F2 da F7: stokelloù du
  • Barrenn-esaouiñ: seniñ
  • Biroù kleiz ha dehoù: kemm eizhvedell ar c'hlavier
  • Barrenn-distro: nullañ
  • Lemel: lemel an notenn dibabet pe pep tra

Trugarekaat : Setu kod orin ar piano tredan: https://github.com/vsr83/miniSynth
Spered dreist
icon superbrain.svg difficulty level 2
screenshot superbrain

discovery logic superbrain

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Meur a elfenn zo bet kuzhet gant Tuks. Kav anezhe en-dro gant an urzh dereat.

Pal : Meur a elfenn zo bet kuzhet gant Tuks. Kav anezhe en-dro gant an urzh dereat.

Dornlevr : Klik war an elfennoù betek ma kavi ar respont dereat hervezout. Neuze, klik war ar bouton OK. Gant al liveoù izelañ e verk Tuks gant ur c'hombod du an elfenn dereat az peus kavet. Gant al liveoù 4 hag 8 e c'hall bezañ kuzhet un elfenn meur a wech.
Gra gant bouton dehoù al logodenn evit choaz an elfennoù en urzh gin pe gra gant an dibaber elfennoù da bakañ un elfenn end-eeun. Pouez ha chom pouezet war ur bouton eus al logodenn pe eus ar skramm stekiñ da zibab en-dro an elfenn diwezhañ dibabet diwar ur bann. Daouglik pe daoustok un elfenn bet dibabet a-raok war da roll istor a-benn merkañ anezhi da vezañ 'dereat'. An elfennoù merket evel-se a vo dibabet en-dro dre ziouer evit da daolioù-esae all betek ma vo lamet kuit ar merk ganit en ur zaouglikañ pe daoustekiñ adarre.
Stur ur splujvag
icon submarine.svg difficulty level 5
screenshot submarine

sciences experiment submarine

Rudra Nil Basu & Timothée Giet

Deskrivadur : Kas ar splujvag betek ar pal.

Da c'houzout en a-raok : Dilec'hiañ ha klikañ gant al logodenn, diazezoù ar fizik.

Pal : Desk penaos sturiañ ur splujvag.

Dornlevr : Kontrol tammoù liesseurt ar splujvag (ar c'heflusker, ar ballastroù hag ar varrenn-splujañ) evit tizhout ar pal.

Lankañ gant ar c'hlavier :
Keflusker
  • D pe bir dehoù: kreskiñ an tizh
  • A pe bir kleiz: digreskiñ an tizh
Balastroù
  • W pe bir uhel: digeriñ pe serriñ al leuniañ dour er balastr kreiz
  • S pe bir izel: digeriñ pe serriñ ar c'has-dour er-maez eus ar balastr kreiz
  • R: digeriñ pe serriñ al leuniañ-dour er balastr kleiz
  • F: digeriñ pe serriñ ar c'has-dour er-maez eus ar balastr kleiz
  • T: digeriñ pe serriñ al leuniañ dour er balastr dehoù
  • G: digeriñ pe serriñ ar c'has-dour er-maez eus ar balastr dehoù
Barrenn-splujañ
  • +: kreskiñ korn ar varrenn-splujañ
  • -: digreskiñ korn ar varrenn-splujañ
Sudoku
icon sudoku.svg difficulty level 4
screenshot sudoku

discovery logic sudoku

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Ur wech nemetken e rank bezañ pep arouez e pep renk, bann ha rann (ma vez dioute).

Da c'houzout en a-raok : Evit echuiñ ar c'hoari torr-penn-mañ e vo ret dit bezañ pasiant ha poellek

Pal : Leuniañ pep kombod ur gael gant arouezioù pe sifroù adalek 1 betek 9 eo pal ar c'hoari torr-penn-mañ. Er Sudoku ofisiel e vez savet ur gael 9x9 gant kaeligoù 3x3 (anvet rannoù). E GCompris e kroger el liveoù izelañ gant ur stumm eeunaet gant arouezioù hag hep rann ebet. Bewech ez eus meur a arouez pe sifr lakaet e kombodoù 'zo (ar re roet en a-raok). Pep renk, bann ha rann a rank kaout ur skouerenn hepken eus pep arouez pe sifr (Mammenn <http://fr.wikipedia.org/wiki/Sudoku>).

Dornlevr : Dibab un niver pe un arouez er roll ha klik war al lec'h mat da dizhout. GCompris ne laosko ket ac'hanout da ginnig respont faos.
Tangram
icon tangram.svg difficulty level 3
screenshot tangram

puzzle tangram

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Ret eo adsevel ar stumm kinniget dit.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust. Ur c'hoari sinaeg eo an Tangram (e sinaeg e sinifi "seizh plankenn korvigellek"). Daoust ma vez lâret alies eo kozh anezhañ, n'eo ket bet gwiriet e vefe dioutañ a-raok ar bloaz 1800. 7 pezh zo d'ar c'hoari, lesanvet "tan", da lakaat asambles d'ober ur c'harrez; gant kostez ar c'harrez implijet evel an unanenn, setu ar 7pezh :
5 tric'horn izoskelel skouer, en o zouez :
- 2 vihan (gant daou gostez a 1 o hirder)
- 1 krenn (gant daou gostez a "2 bon daou" o hirder)
- 2 vras (gant daou gostez a 2 o hirder)
1 c'harrez (gant kostezioù a 1 o hirder)
1 parallelogram (gant kostezioù a 1 pe "2 bon daou" o hirder)

Dornlevr : Diblas ur pezh en ur riklañ anezhañ. Bouton ar simetriezh a zeu war-wel evit ar pezhioù a c'hall ober gantañ. Pouez war ar bouton treiñ ha rikl tro-dro dezhañ evit treiñ ar pezh evel ma karez. Taol ur sell war obererezh ar miltammig evit kaout un digoradur diwar-benn an tangram.
Tenn ar penalti
icon penalty.svg difficulty level 1
screenshot penalty

computer mouse penalty

Stephane Mankowski & Timothée Giet

Deskrivadur : Daouglik pe zaoustok ne vern peseurt tu eus ar gwarner evit merkañ ur pal.

Dornlevr : Daouglik pe zaoustok ne vern peseurt tu eus ar gwarner evit kas ar vell. Daougliket e vez gant ar bouton dehoù, kleiz pe an hini kreiz. Ma ne zaouglikez ket buan a-walc'h e vo tapet ar vell gant Tuks. Ret eo dit klikañ war ar vell a-benn adkregiñ eus ar penn kentañ.
Tog an hudour
icon magic-hat-plus.svg difficulty level 2
screenshot magic-hat-plus

math arithmetic magic-hat-plus

Thib ROMAIN & Timothée Giet

Deskrivadur : Kont pet steredenn ez eus dindan an tog hud.

Da c'houzout en a-raok : Sammañ

Pal : Desk sammañ.

Dornlevr : Klik war an tog evit digeriñ anezhañ. Pet steredenn a welez o vont dindanañ ? Kont mat. Klik er c'hombodoù war al linenn en traoñ evit reiñ da respont a-raok pouezañ war OK a-zehoù.
Tog an hudour
icon magic-hat-minus.svg difficulty level 2
screenshot magic-hat-minus

math arithmetic magic-hat-minus

Thibaut ROMAIN & Timothée Giet

Deskrivadur : Kont pet steredenn ez eus dindan an tog hud.

Da c'houzout en a-raok : Lamadurioù.

Pal : Desk lemel.

Dornlevr : Evit digeriñ an tog, klik warnañ. Ar steredennoù en em sil dindanañ hag un nebeut dioute zo gouest da achap. Dav eo dit kontañ pet zo chomet dindan an tog. Klik er c'hombodoù war al linenn en traoñ evit reiñ da respont a-raok pouezañ war OK a-zehoù.
Ton
icon melody.svg difficulty level 2
screenshot melody

discovery memory music melody

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Adson un heuliad sonioù.

Da c'houzout en a-raok : Diblas al logodenn ha klik ganti.

Pal : Pleustriñ war ar selaou.

Dornlevr : Selaou an heuliad sonioù ha klask adseniñ anezhañ dre glikañ war stokelloù ar zilofon. Adselaouet e vez dre glikañ war skeudennig ar genoù.
Torr-penn ar parkva
icon traffic.svg difficulty level 2
screenshot traffic

discovery logic traffic

Holger Kaelberer & Timothée Giet

Deskrivadur : Kas ar c'harr ruz er-maez eus ar parkva dre an nor a-zehoù.

Dornlevr : Pep karr a vez dilec'hiet a-blaen pe a-blom nemetken. Ret eo dit boutañ war ar c'hirri all evit reiñ lec'h d'ar c'harr ruz da vont er-maez dre an nor a-zehoù.

Trugarekaat :
  • "Car Start Engine" by henrique85n, (https://freesound.org/people/henrique85n/sounds/160442/), CC BY 3.0, extract
Tour Hanoi
icon hanoi_real.svg difficulty level 5
screenshot hanoi_real

discovery logic hanoi_real

Amit Tomar & Timothée Giet

Deskrivadur : Adsav an tour kinniget war an tu dehoù

Pal : Pal ar c'hoari-mañ zo diblasañ ar bern klok war-zu ur peul all en ur sentiñ ouzh ar reolennoù da heul :
- ur gantenn hepken a vez diblaset bewech
- n'hall ket bezañ lakaet ur gantenn war un gantenn vihanoc'h.

Dornlevr : Rikl ha laosk ar pezhioù a zo war lein an tourioù evit o diblasañ eus ur peul d'egile a-benn adsevel an tour skouer a-zehoù war ar peul en e gichen.

Trugarekaat : Gant ar jedoniour gall Edouard Lucas eo bet ijinet ar c'hoari torr-penn-mañ e 1883. Bez' eus ur vojenn diwar-benn an templ hindou gant e veleien a oa ac'hubet gant dilec'hiadur ur strollad 64 c'hantenn hervez reolennoù Tour Hanoi. Hervez ar vojenn e teufe dibenn ar bed ur wech ma vefe echuet al labour gant ar veleien. Anavezet eo dindan anv Tour Brahma. Den ne oar hag-eñ eo bet ijinet ar vojenn-mañ gant Lucas pe hag-eñ eo deuet ar mennozh dezhañdrezi. (mammenn: Wikipedia: http://en.wikipedia.org/wiki/Tower_of_hanoi)
Tour Hanoi eeunaet
icon hanoi.svg difficulty level 2
screenshot hanoi

discovery logic hanoi

Johnny Jazeix & Timothée Giet

Deskrivadur : Adsav an tour kinniget.

Da c'houzout en a-raok : Ober gant al logodenn.

Pal : Adsav war ar peul a-zehoù an tour kinniget.

Dornlevr : Rikl ha laosk unan-hag-unan ur pezh e krec'h eus ur peul d'unan all a-benn adsevel an tour war ar peul a-zehoù.

Trugarekaat : O tont eus ar c'hoarioù EPI emañ ar meizad-mañ.
Traoù o kenglotañ
icon babymatch.svg difficulty level 1
screenshot babymatch

reading vocabulary babymatch

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk an traoù da lakaat anezhe da genglotañ.

Da c'houzout en a-raok : Daveoù sevenadurel.

Pal : Kenurzhiañ ar jestroù. Kenglotañ meizadel.

Dornlevr : War ar banell bennañ ez eus ur strollad traoù war-wel. Er banell a-gleiz ez eus ur strollad traoù all. Klotañ a ra rik pep tra a-gleiz gant un dra all eus ar banell bennañ. Rikl pep tra eus ar banell a-gleiz betek al lec'h dereat er banell bennañ.
Tredan elektronek
icon analog_electricity.svg difficulty level 6
screenshot analog_electricity

sciences experiment analog_electricity

Aiswarya Kaitheri Kandoth & Timothée Giet

Deskrivadur : Krouiñ ha patromañ brastres an tredan elektronek.

Da c'houzout en a-raok : Ezhomm zo da gompren un tammig meizad an elektronek niverel.

Pal : Krou digudenn brastres an tredan elektronek gant ur patromañ diouzhtu.

Dornlevr : Rikl pezhioù tredanel diouzh an dibaber ha laosk anezhe en dachenn-labour. En dachenn-labour e c'hallez dilec'hiañ ar pezhioù dre riklañ anezhe. Evit lemel un pezh pe un orjalenn, dibab ostilh al lemel e penn uhelañ an dibaber pezhioù ha dibab ar pezh pe an orjalenn. Bez' e c'hallez klikañ war ur pezh ha goude war ar bouton treiñ evit lakaat anezhañ da dreiñ pe war bouton an titouroù evit kaout keleier diwar e benn. Bez' e c''hallez klikañ war ar bouton tredan evit digeriñ pe serriñ anezhañ. Bez' e c'hallez kemm talvoud ar reostat gant ar varrenn-riklañ Evit kevreañ div dermenell, klik war an dermenell gentañ ha goude war an eil. Evit dizibab un dermenell, klik war ul lec'h goullo. Evit gallout repariñ ur glogorenn-dredan pe ul lutig LED, klikañ warni pe warnañ goude bezañ bezañ digevreet anezhi pe anezhañ diouzh an amredad. Pep tra graet a vez patromet diouzhtu war ar skramm.

Trugarekaat : Kleflusker ar patromañ tredan zo diwar edX :<https://github.com/edx/edx-platform/blob/master/common/lib/xmodule/xmodule/js/src/capa/schematic.js>.
Tredan elektronek
icon digital_electricity.svg difficulty level 6
screenshot digital_electricity

sciences experiment digital_electricity

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Krouiñ ha patromañ brastres an tredan elektronek

Da c'houzout en a-raok : Ezhomm zo da gompren un tamm meizad an elektronek niverel.

Pal : Krou brastres an tredan elektronek gant ur patromañ diouzhtu.

Dornlevr : Rikl pezhoù tredan diouzh ar varrenn-gostez ha laosk anezhe en dachenn-labour.
  • Evit kevreañ div dermenell gant un orjalenn, klik war un dermenell ha goude war an eil dermenell.
  • Pep tra graet a vez patromet diouzhtu war ar skramm.
  • En dachenn-labour e c'hallez dilec'hiañ ar pezhioù dre riklañ anezhe.
  • Gant barrenn ar c'hostez e c'hallez klikañ war skeudennig an ostilhoù evit kaout lañser an ostilhoù.
  • Evit lemel ur pezh pe un orjalenn, dibab an ostilh-lemel (skeudennig ar groaz) e lañser an ostilhoù , ha klik war ar pezh pe an orjalenn a fell dit lemel.
  • Evit dizibab un dermenell pe an ostilh lamet, klik war ul lec'h gant un dachenn c'houllo.
  • Gant ar boutonoù-treiñ (skeudennoùig ar bir-kelc'h) diouzh lañser an ostilhoù e c'hallez treiñ ar pezhioù dibabet ganit.
  • Gant bouton an titouriñ (skeudennig i) diouzh lañser an ostilhoù e c'hallez lenn titouroù diwar-benn ar pezh dibabet ganit.
  • Gant ar stokelloù + ha - e c'hallez zoumañ ha dizoumañ an dachenn-labour, pe gant boutonoù zoumañ lañser an ostilhoù, pe gant da vizied war ar skramm-stok.
  • Bez' e c'hallez kaout ur sell ledan war an dachenn-labour dre glikañ war ul lec'h goullo ha riklañ.
  • Klik war ur pezh-kemm evit digeriñ pe serriñ anezhañ.
Tres lizherennoù
icon drawletters.svg difficulty level 1
screenshot drawletters

reading letters drawletters

Nitish Chauhan & Timothée Giet

Deskrivadur : Liamm ar pikoù evit tresañ lizherennoù.

Pal : Deskiñ penaos tresañ lizherennoù en un doare plijus.

Dornlevr : Tres al lizherennoù en ur liammañ ar pikoù en urzh mat.
Tres niveroù
icon drawnumbers.svg difficulty level 1
screenshot drawnumbers

math numeration drawnumbers

Nitish Chauhan & Timothée Giet

Deskrivadur : Liamm ar pikoù evit tresañ niveroù adalek 0 betek 9.

Pal : Deskiñ penaos tresañ niveroù en un doare plijus.

Dornlevr : Tres an niveroù en ur liammañ ar pikoù en urzh mat.
Tres simetriezh ar skeudenn
icon redraw_symmetrical.svg difficulty level 4
screenshot redraw_symmetrical

puzzle redraw_symmetrical

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Tres ar skeudenn war ar gael c'houllo evel ma vefe gwelet gant ur melezour.

Dornlevr : Da gentañ, dibab al liv dereat diwar ar varrenn ostilhoù. Goude, klik war ar gael ha rikl evit livañ, ha laosk da glik evit paouez da livañ.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Sifroù: dibab ul liv
  • Biroù: merdeiñ er gael
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: livañ
Tri merk a-steud (a-enep Tuks)
icon tic_tac_toe.svg difficulty level 2
screenshot tic_tac_toe

strategy tic_tac_toe

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak tri merk a-steud.

Pal : Lak tri merk a-steud, a-blom, a-blaen, a-dreuz evit gounit ar c'hoari.

Dornlevr : C'hoari gant Tuks. Pep hini d'e dro a glik war ar c'hombod a fell dezhañ lakaat e verk warnañ. Ar maout az aio gant an hini kentañ a savo ul linenn gant tri merk a-steud.
Tuks a c'hoario gwelloc'h ma saver al live.
Tri merk a-steud (a-enep ur c'heneil)
icon tic_tac_toe_2players.svg difficulty level 2
screenshot tic_tac_toe_2players

strategy tic_tac_toe_2players

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak tri merk a-steud.

Pal : Lak tri merk a-steud, a-blom, a-blaen, a-dreuz evit gounit ar c'hoari.

Dornlevr : C'hoari gant ur c'heneil. Pep c'hoarier d'e dro a glik war ar c'hombod a fell dezhañ lakaat da verk warnañ. Ar maout az aio gant an hini kentañ a savo ul linenn gant tri merk a-steud.
Un obererezh tresañ aes
icon simplepaint.svg difficulty level 1
screenshot simplepaint

fun simplepaint

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Sav da dresadenn dit.

Pal : Gwellaat ar barregezhioù krouiñ.

Dornlevr : Dibab ul liv ha pent ar c'hombodoù evel ma plij dit evit sevel un dresadenn.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ
  • Barrenn-esaouiñ pe Mont-tre: livañ
  • Tab: kemm etre dibaber al livioù hag an dachenn-livañ
Ur meziantig evit skrivañ
icon baby_wordprocessor.svg difficulty level 1
screenshot baby_wordprocessor

computer keyboard reading letters baby_wordprocessor

Bruno Coudoin & Timothée Giet

Deskrivadur : Ur meziant simpl evit skrivañ ha lakat ar vugale da c'hoari gant ur c'hlavier ha gwelout lizherennoù.

Pal : Dizolo ar c'hlavier hag al lizherennoù.

Dornlevr : Bizskriv gant ar c'hlavier gwir pe an hini war ar skramm evel gant ur meziant skrivañ.
Klikañ war ar bouton 'Titl' a lako an destenn da vrasaat. Heñvel a-walc'h e vo gant ar bouton 'Istitl' a lako an destenn da vrasaat un nebeutoch. Klikañ war 'Rannbennad' a gaso kuit ar brasaat.

Lankañ gant ar c'hlavier :
  • Biroù: merdeiñ en destenn
  • Pennlizherennoù + Biroù: dibab un tamm eus an destenn
  • Ctrl + A: dibab an holl destenn
  • Ctrl + C: kopiañ an destenn dibabet
  • Ctrl + X: troc'hañ an destenn dibabet
  • Ctrl + V: pegañ kopienn pe troc'had an destenn
  • Ctrl + D: lemel an destenn dibabet
  • Ctrl + Z: nullañ
  • Ctrl + Pennlizherennoù + Z: adsevel
Urzh an amzer
icon chronos.svg difficulty level 1
screenshot chronos

sciences history chronos

Pulkit Gupta & Timothée Giet

Deskrivadur : Rikl ha laosk ar skeudennoù da sevel an istor.

Da c'houzout en a-raok : Kont un istor verr.

Pal : Renk ar skeudennoù en urzh reizh evit kontañ an istor.

Dornlevr : Tap e-touez ar skeudennoù war an tu kleiz ha lak anezhe war ar pikoù ruz en urzh mat. Klik goude war ar bouton OK evit gwiriañ da respont.

Trugarekaat : Miret strizh gant an NASA eo ar gwirioù war skeudennoù al loar. Miret strizh gant Franck Doucet eo ar gwirioù war skeudennoù an treuzdougen. Bloaziadoù istorel an treuzdougen zo o tont eus <http://www.wikipedia.org>.
Urzhiañ frazennoù
icon ordering_sentences.svg difficulty level 2
screenshot ordering_sentences

reading words ordering_sentences

Harsh Kumar , Emmanuel Charruau & Timothée Giet

Deskrivadur : Lak ar gerioù pourvezet en urzh a-benn sevel ur frazenn reizh.

Da c'houzout en a-raok : Lenn.

Pal : Ro gerioù en urzh a-benn sevel frazennoù reizh.

Dornlevr : Un toullad gerioù a vez roet dit. Rikl ha laosk anezhe en dachenn uhelañ a-benn sevel ur frazenn reizh.