Reiñ ar mouezhioù evit an holl yezhoù a lakje ar stalier da vezañ re ponner hag an darn vrasañ eus an implijerien zo dreist-holl dedennet gant o yezh hepken. Ar skeudennoù hag ar sonerezh a-dreñv a gemer ur bern plas hep kaout ezhomm dioute evit implijout ar meziant. A-benn skañvaat pouez diazez ar stalier hon eus dibabet chom hep enlakaat reoù 'zo ha lezel an implijerien da bellgargañ pep tra evel ma karont.
Ma ne fell ket deoc'h e pellgargfe ar meiziant pep tra en un doare emgefreek e c'hellit disober an dibab "Gwiriañ ar pellgargañ/adnevesaat otomatik evit ar restroù son" e-barzh pajenn ar c'hefluniañ pennañ.
POUEZUS: evit stummoù GCompris koshoc'h eget 4.0 e ranker ober gant "data2" e-lec'h "data3" en holl urzhioù amañ-dindan.
POUEZUS: adalek ar stumm 4.0 eus GCompris e vez ouzhpennet ganeomp an _ diwezhañ e-barzh anvioù ar restroù .rcc. Neuze e ranker sell ouzh anv ar stumm nevesañ er restroù "Contents" a-raok pellgargañ anezhañ. Da skouer: backgroundMusic-ogg-2024-03-19-11-10-30.rcc . Evit ar stummoù koshañ n'ez eus deiziad ebet e-barzh anvioù ar restroù. Da skouer: backgroundMusic-ogg.rcc
POUEZUS: en alioù da heul, e-lec'h ober gant "-codecName", lakit "-mp3" evit reizhiadoù Windows pe "-ogg" evit reizhadoù Linux pe Android, pe c'hoazh "-aac" evit reizhadoù macOS. Hag e-lec'h ober gant "-localeCode", grit ivez gant hini ho korn-bro. Evel displeget a-raok, evit ar stumm 4.0 eus GCompris e ranker ober gant an deiziad kavet er restr "Contents" e-lec'h ober gant "-date"; evit ar stummoù koshañ, eo dav lemel an tamm anvet "-date"Bez'e c'hallit pellgargañ ar perzhioù ouzhpennet gant al liamm-mañ.
https://cdn.kde.org/gcompris/data3/
Evit ar sonerezh a-dreñv, e ranker mont er penn-restr anvet "backgroundMusic" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:
Contents backgroundMusic-codecName-date.rcc
Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "backgroundMusic" e-barzh penn-restr kuzh an arload.
Evit ar mouezhioù e ranker mont er penn-restr anvet "voices-codecName" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:
Contents voices-localeCode-date.rcc
Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "voices-codecName" e-barzh penn-restr kuzh an arload.
Evit ar skeudennoù e ranker mont er penn-restr anvet "words" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:
Contents words-webp-date.rcc
Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "words" e-barzh penn-restr kuzh an arload.
An hent betek ar penn-restr kuzhet zo disheñvel hervez ar reizhiad o treiñ.
Hent evit Windows:
C:\Users\Username\AppData\Local\KDE\GCompris\cache\data3\
Hent evit Linux:
/home/userName/.cache/KDE/gcompris-qt/data3/
Hent evit Android (ezhomm zo da gaout mont-tre ar wrizienn evit embann ar penn-restr-mañ):
/data/data/net.gcompris.full/data3/
Hent evit macOS:
~/Library/Caches/KDE/gcompris-qt/data3/
An daou war an dro. Abaoe ar penn-kentañ eo bet atav hag ez eo c'hoazh GCompris ur pakad GNU. Abaoe 2014 e vez meret gant kumuniezh KDE.
An anv GCompris a son evel "J'ai compris" e galleg flour, ar pezh a sinifi kement ha "Komprenet em eus" e Brezhoneg. Hag ar G a denn da GNU.
Pep danvez ha pakad-ret zo dindan aotreegezhioù a zalc'h ouzh an aotregezh AGPLv3.
An ezhommoù evit sevel hag embann meziantoù evit iOS ne zoujont ket ouzh an aotreegezhioù GPLv3 ha AGPLv3 implijet gant ar meziant-mañ.
Evit android e vez embannet ganeomp er Play Store hag F-Droid, embann en holl stalioù a roje re a labour. Ma vez implijet un dabletezenn Fire ganeoc'h e c'hellit staliañ end-eeun an apk nevesañ diwar ho lec'hienn-genrouedad hag ober gant ul loc'her emren a-benn kaout an arload diwar profil ur bugel