Hiziv e kinnigomp stumm 26.0 GCompris.
Kinnig a reomp ivez kentañ stumm ofisiel hor benveg-sikour evit ar gelennerien: GCompris-teachers! Titouroù ouzhpenn a vo kavet war pajenn ar skolioù.
Bez' ez eus 197 obererezh, en o zouez 2 nevez:
- Un obererezh evit tresañ oc'h implijout ur rod dantek e-barzh ur rodaoueg eo "Drawing wheels".
- Un oberezhioù GLC (goulennoù lies-choaz) eo "Multiple choice questions". Taolit evezh e vez kuzhet an obererezh-mañ dre ziouer. Ne zeu war-wel nemet ur wech bet kaset roadennoù digant GCompris-teachers evit hen ober.
Bez' ez eus meur a dra reizhet ha gwelladennoù e meur a obererezh.
Kinnig a reomp troidigezhioù div yezh ouzhpenn: Kannadeg ha Tamileg.
Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:
- Arabeg
- Bulgareg
- Brezhoneg
- Katalaneg
- Katalaneg (Bro-Valencia)
- Gresianeg
- Kastilhaneg
- Euskareg
- Galleg
- Hebraeg
- Kroateg
- Italianeg
- Lituaneg
- Latveg
- Malayalameg
- Hollandeg
- Poloneg
- Portugaleg Bro-Vrazil
- Sloveneg
- Albaneg
- Svedeg
- Turkeg
- Ukraineg
Bez' ez eus ivez troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se:
- Azerbaidjaneg (87%)
- Belaruseg (83%)
- Tchekeg (98%)
- Alamaneg (92%)
- Saozneg Bro-Saoz (96%)
- Esperanteg (96%)
- Estoneg (86%)
- Finneg (91%)
- Galizeg (97%)
- Hungareg (97%)
- Indonezeg (98%)
- Jorjieg (88%)
- Kannadeg (85%)
- Makedoneg (81%)
- Norvegeg Nynorsk (89%)
- Portugaleg (85%)
- Roumaneg (97%)
- Ruseg (97%)
- Sañskriteg (97%)
- Slovakeg (78%)
- Swahili (88%)
- Tamileg (84%)
- Sinaeg Hengounel (85%)
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android ha Raspberry Pi war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny