Keleier

2025-01-30 
gcompris 25.0

Hiziv e kinnigomp stumm 25.0 GCompris.

Evel ma weler, emaomp o tiazezañ niver ar stumm meur war ar bloaz-embann. Poellek eo peogwir e vez graet ur stumm meur pep bloaz. Un digarez eo ouzhpenn evidomp da lidañ 25 bloaz GCompris.

Kinnig a ra ar stumm-mañ troidigezhioù ur yezh ouzhpenn: Sañskriteg.

Bez' ez eus 195 obererezh, en o zouez 5 nevez:

  • "Sketch" zo un obererezh livañ dieub gant meur a venveg, evit lakaat ar vugale da grouiñ o-unan.
  • "Calculate with ten's complement" a gendalc'h da labourat gant an obererezh diazez. Sikour a ra ar vugale da eskemm niveroù evit sevel aesoc'h ur sammadenn.
  • "Vertical addition" zo un obererezh evit skrivañ ur sammadenn ha diskoulmañ anezhi.
  • "Vertical subtraction" zo damheñvel ouzh obererezh ar sammañ met evit al lemel gant doare an dalc'h hag ar strollañ.
  • "Vertical subtraction (compensation)" zo damheñvel ouzh obererezh al lemel, met gant doare an dalc'h.

Bez' ez eus meur a dra reizhet ha gwelladennoù grafek e meur a obererezh.

Gant sikour kelennerien hon eus adskrivet un tamm mat eus displegadennoù an obererezhioù a-benn sklaeraat anezhe.

Pa c'hemmer ar yezh el lañser e c'heller implijout ar yezh nevez diouzhtu hep rankout adloc'hañ GCompris.

A-fed teknologiezh, ar wech kentañ eo deomp kinnig ur stumm oc'h ober gant Qt6.

Evit Windows hon eus ivez lakaet dre ziouer an diskouez grafek dindan direct3d11.

Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:

  • Arabeg
  • Bulgareg
  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Galizeg
  • Kroateg
  • Hungareg
  • Italianeg
  • Latveg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Poloneg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sañskriteg
  • Sloveneg
  • Svedeg
  • Turkeg
  • Ukraineg

Bez' ez eus ivez troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se:

  • Azerbaidjaneg (90%)
  • Belaruseg (86%)
  • Tchekeg (98%)
  • Alamaneg (88%)
  • Saozneg Bro-Saoz (99%)
  • Esperanteg (99%)
  • Estoneg (88%)
  • Finneg (91%)
  • Hebraeg (96%)
  • Indonezeg (93%)
  • Georgian (85%)
  • Lituaneg (92%)
  • Makedoneg (83%)
  • Norvegeg Nynorsk (94%)
  • Portugaleg (89%)
  • Ruseg (92%)
  • Slovakeg (82%)
  • Albaneg (98%)
  • Swahili (92%)
  • Sinaeg Hengounel (88%)

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android ha Raspberry Pi war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier