Keleier

2024-02-21 
gcompris 4.0

Hiziv e kinnigomp stumm 4.0 GCompris.

Kinnig a ra ar stumm-mañ troidigezhioù an teir yezh-mañ ouzhpenn: Bulgareg, Galizeg ha Swahili.

Bez' ez eus 190 obererezh, en o zouez 8 nevez:

  • "Rummadoù yezhadurel" zo un obererezh evit deskiñ dielfennañ rummadoù yezhadurel ar gerioù, a rummad da rummad.
  • "Dielfennañ yezhadurel" zo heñvel ouzh an obererezh kent, met gant meur a rummad da zielfennañ en ur frazenn.
  • "Calcudoku" zo ur c'hoari niveroniel ma ranker leuniañ ur gael gant niveroù hervez reolennoù resis.
  • Gant "Divin 24", oc'h implijout ar pevar niver roet hag an arouezioù jediñ, kav an niver 24!
  • En obererezh "Frizenn", adsav ha klok frizennoù a bep seurt.
  • "Lenn ul linenn dereziet" zo un obererezh ma rankez kavout un talvoud diskouezet war ul linenn dereziet.
  • En obererezh "Implij ul linenn dereziet", plas an talvoud kinniget war al linenn dereziet.
  • En obererezh "Niveroù stok", desk peseurt niveroù a zo warlerc'h pe a-raok an heuliadoù kinniget.

Bez' ez eus meur a fazi reizhet ha gwelladennoù grafek e meur a obererezh.

Ur sapre hent a zo bet kaset da benn gant ar stumm-mañ: goude 9 bloaz labour, setu peurechuet adkempenn an holl skeudennaouañ hervez ar sturioù dibabet.

Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:

  • Arabeg
  • Bulgareg
  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Galizeg
  • Kroateg
  • Hungareg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Poloneg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg

Troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se:

  • Azerbaidjaneg (97%)
  • Belaruseg (86%)
  • Tchekeg (94%)
  • Alamaneg (95%)
  • Saozneg Bro-Saoz (95%)
  • Esperanteg (99%)
  • Estoneg (95%)
  • Finneg (94%)
  • Hebraeg (95%)
  • Indonezeg (95%)
  • Makedoneg (90%)
  • Norvegeg Nynorsk (95%)
  • Portugaleg (95%)
  • Ruseg (95%)
  • Slovakeg (83%)
  • Albaneg (99%)
  • Svedeg (95%)
  • Swahili (99%)
  • Sinaeg Hengounel (95%)

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier