Keleier

2023-06-06 
gcompris 3.3

Hiziv e kinnigomp stumm 3.3 GCompris.

Kinnig a ra ar stumm-mañ troidigezhioù an div yezh-mañ ouzhpenn: Arabeg hag Esperanto.

Meur a fazi reizhet evit obererezhioù liesseurt evel "Kodiñ an hent", "Lizherenn er ger", "Tap ar vell" and "Sonaozouriezh piano".

Gwellaet eo bet un tammig an ober gant ar c'hlavier (lankañ, pishaat...).

Bez' ez eus ivez skeudennoù ha gwelladennoù en obererezh "Chaseour foto".

Troet eo bet penn-da-benn evit ar yezhoù-mañ:

  • Arabeg
  • Azerbaidjaneg
  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Saozneg Bro-Saoz
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Kroateg
  • Indonezeg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Norvegeg Nynorsk
  • Poloneg
  • Portugaleg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg

Troidigezh diglok evit ar yezhoù-se:

  • Belaruseg
  • Tchekeg
  • Alamaneg
  • Esperanteg
  • Estoneg
  • Finneg
  • Hebraeg
  • Hungareg
  • Makedoneg
  • Ruseg
  • Slovakeg
  • Albaneg
  • Svedeg
  • Sinaeg Hengounel

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier