Keleier

2023-03-29 
gcompris 3.2

Hiziv e kinnigomp stumm 3.2 GCompris.

Ar stumm nevez-mañ a zo ennañ meur a reizhad evit obererezhioù a bep seurt evel "Dizolo kod etrevroadel Morse", "Mestroni an duellenn" hag obererezhioù sonerezh.

Bez' ez eus ennañ ivez skeudennoù nevez evit an holl obererezhioù memor hag evit "Miltamm ar babigoù".

Urzh-linenn nevez-ouzhpennet (--diaester {talvoud|izelañ-uhelañ}) evit ma c'hello an implijerien dibab gant ul live diaester resis pa fello dezhe.

An doare-skrivañ Andika zo bet adnevesaet d'e stumm nevesañ (6.200).

Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:

  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Saozneg Bro-Saoz
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Kroateg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Norvegeg Nynorsk
  • Poloneg
  • Portugaleg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg
  • Sinaeg Hengounel

Troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se ivez:

  • Azerbaidjaneg
  • Belaruseg
  • Tchekeg
  • Alamaneg
  • Estoneg
  • Finneg
  • Hebraeg
  • Hungareg
  • Indonezeg
  • Makedoneg
  • Ruseg
  • Slovakeg
  • Albaneg
  • Svedeg

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier