Salud d'an holl, Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 3.0.
Bez' ez eus 182 obererezh, en o zouez 8 nevez:
Ouzhpennet hon eus 2 urzh-dibab nevez:
Ur stumm-mañ a zo ennañ meur a welladenn hag a gudennoù reizhet.
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu bremañ 36 yezh gant GCompris 3.0, 25 anezhe troet penn-da-benn: (azerbaidjaneg, brezhoneg, estoneg, euskareg, galleg, gresianeg, hebraeg, hollandeg, hungarek, italianeg, katalaneg, katalaneg Bro-Valensia, kroateg, lituaneg, malayameg, norvegeg Nynorsk, poloneg, portugaleg, roumaneg, ruseg, saozneg Bro-Saoz, sinaeg hengounel, sloveneg, spagnoleg hag ukraineg). 11 a zo damdroet: (alamaneg (91%) , albaneg (99%), belaruseg (83%), finneg (94%), indonezeg (99%), makedoneg (94%), portugaleg Bro-Vrazil (94%), slovakeg (77%), svedeg (94%), tchekeg (82%) ha turkeg (71%).
Ur gerig ispisial diwar-benn ar mouezhioù ukraineg, bet ouzhpennet a-drugarez d'an aozadur "Save the Children", paeet ganti an enrollañ. Staliet zo bet ganti GCompris war 8000 tabletezenn ha 1000 urzhiataer-hezoug, ha kaset anezhe d'ar c'hreizennoù deskiñ niverel ha da lec'hioù goudoret all evit ar vugale en Ukraina.
Mouezhioù kroateg a zo bet enrollet gant ur perzhiad.
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.
Evezhiadenn evit an holl bakadourien oc'h ober war-dro an dasparzhoù GNU/Linux: un dalc'h nevez diwar on QtCharts QML, plugin, hag ar stumm disterañ rekis evit Qt5 a zo bremañ 5.12. Tremenet omp ivez eus QtQuick.Controls 1 da QtQuick.Controls 2.
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny