Keleier

2022-04-13 
gcompris 2.4

Hiziv e kinnigomp stumm 2.4 GCompris.

Gwellaet hon eus ment an holl bakadoù evit an holl savennoù hag ar restr diavaez evit skeudennoù ar gerioù (~30% bihanoc'h).

M'ho peus lammet ar pellgargañ otomatik hag e fell deoc'h kaout restr klok ar skeudennoù e renkit mont er restr kefluniañ ha klikañ war "Pellgargañ restr klok ar skeudennoù".

M'ho peus ar stumm nevesañ e teu an destenn "Full word image set is installed" war-wel en traoñ.

Mouezhioù digoradur Nynorsk Norwegia a zo bet ouzhpennet gant Karl Ove Hufthammer and Øystein Steffensen-Alværvik. Mouezhioù Malayalameg a zo bet klokaet gant Aiswarya Kaitheri Kandoth.

Hizivaet eo bet an tresadennoù evit meur a obererezh.

Mennet hon eus un nebeud kudennoù en obererezhioù Gremm adnevesadus, Kelc'hiad an dour ha Kevrediñ kempoell.

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier