Keleier

2022-02-24 
gcompris 2.2

Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 2.2.

Ur c'hempenn eo, neuze e rankfe pep dasparzh GNU/Linux gant ar stumm 2.0 pe 2.1bezañ hizivaet da 2.2.

Setu ur verradenn eus ar c'hemmoù graet :

  • Skeudennoù nevez ha traoùigoù mennet en obererezhioù Kelc'hiad an dour ha Gremm adnevesadus.
  • Skeudennoù nevez evit obererezh an Tangram.
  • Gwellaet an urzhiañ lizherennoù er c'hlavier-skramm (ober a ra gant stumm lec'hel GCompris).
  • Reizhet ur freuz pa loc'her Boest kempouezañ gant Android.
  • Ur bern reizhadennoùigoù ha gwellaennoù.

Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù :

  • Russeg troet penn da benn.
  • Mouezhioù nevez evit norwegeg Nynorsk (estreget ar mouezhioù digoradur).

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, en dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigimp ur stalier a-benn nebeut.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier