Keleier

2022-01-21 
gcompris 2.1

Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 2.1.

Ur c'hempenn eo, neuze e rankfe pep dasparzh GNU/Linux gant ar stumm 2.0 bezañ hizivaet da 2.1.

Ar c'hemm pouezusañ : mont a raio bremañ en dro adarre an tu da pellgargañ evit stummoù kozh Android.

Setu ur verradenn eus ar c'hemmoù graet :

  • Kas ur sertifikad SSL da bellgargañ evit stummoù kozh pellgomzerioù/tabletezennoù Android n'o doa ket unan hag a chome hep gallout pellgargañ an roadennoù (https://bugs.kde.org/show_bug.cgi?id=447572).
  • Hizivaet eo bet an tresadennoù evit an obererezhioù Boest kempouezañ ha Diverkañ.
  • Reizhet ur fazi e Reversecount lec'h ma n'heller ket ken gounit zoken gant un disoc'h reizh ur wech graet un dro gant ar pesk.
  • Reizhet ur skornañ e Desk niveroù dekrannel pa veze cheñchet al liveoù.
  • Ouzhpennet un draig e druz el linenn-gontroll ar c'hlavier en obererezhioù Kodiñ an hent.
  • Reizhet strad roll an obererezhioù a chome diwelus pa veze diskennet betek betek an traoñ.
  • Lamet evit Windows an dispis war ar skrammoù HiDPI pa veze staliet GCompris.

Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù :

  • Brezhoneg ha makedoneg a zo bet klokaet.
  • Distroet eo an tchekeg (damdroet en tu all da 80% evit ar poent).

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigimp ur stalier a-benn nebeut.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier