Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 2.0. A-drugarez d'e berzhioù kelennadel ha d'an eurvezhioù plijadur gantañ evit bugale a bep seurt oad eo ur prof dibar evit gouelioù ar vakañsoù-mañ.
Ennañ e vo kavet ur bern obererezhioù nevez ha gwellaet. Amañ-dindan e kaver ur roll eus ar c'hemmoù graet.
Obererezhioù nevez :
- Logodenn ar babigoù a zo evit deskiñ d'ar vugale ober gant un urzhiataer evit ar wech kentañ.
- Ur c'hoari strategiezh hengounel eus Afrika eo Awale, bez' e c'heller c'hoari anezhañ a-enep an urzhiataer pe gant ur c'heneil.
- En obererezh Kodiñ an hent (gant ur sell daveel pe get) e rank ar vugale reiñ un aridennad tuadennoù evit heuliañ un hent resis war ur gael.
- Ar c'hontrel-fed eo Diskodiñ an hent (dizave pe sell daveel). Rankout a ra ar vugale sevel an hent a glot gant un aridennad tuadennoù resis.
- En obererezh Desk kementadoù e ranker kontañ pet tra zo ezhomm evit ezteurel ur c'hementad.
- En obererezh Desk niveroù dekrannel e troc'h ar vugale unannennoù e tammoù a-benn deskiñ petra eo an niveroù dekrannel.
- Memes doare d'ober zo gant Desk sammadurioù dekrannel ha Desk lamadurioù dekrannel eget gant Desk niveroù dekrannel, met ar wech-mañ evit pleustriñ gant ar jedadurioù-se.
- Gant Niveroù en urzh mat e pleustr ar vugale war urzh an niveroù en urzh war-gresk pe war-zigresk.
- Gant Lizherennoù en urzh mat e pleustr ar vugale war urzh al lizherennoù hervez hini al lizherenneg pe un tu kontroll.
- Urzhiañ frazennoù a zo avañsetoc'h, pa bleustr ar vugale war al lenn hag ar yezhadur en ur urzhiañ lodennoù ur frazenn.
- Lec'hiadurioù a zo un obererezh evit deskiñ penaos ezteurel lec'hiadur un dra gant ur sell daveel.
Obererezhioù gwellaet :
- An obererezh Tredan elektronek a zo ganti ur live deskiñ nevez.
- Programmiñ ar milendall a zo ganti roadennoù nevez enne ar mod d'ober gant boukloù, ha troidigezhioù a zo gant ar skeudennoù titouriñ.
- Obererezhioù an Tog hud a zo dezhe roadennoù nevez evit ar vugale vihanañ.
- Koskoriad an Heol a ra bremañ gant devezhioù ha bloavezhioù an Douar evit an holl blanedennoù.
- An holl gartoù en oberezhioù Geografiezh a zo bet adtreset hag hizivaet, gant ur bannañ gwelloc'h hag er stumm svg. Ouzhpennet zo bet ivez kartoù nevez evit pep lodenn eus Azia (Reter, Gevred, Su, Kreiz ha Kornôg).
- Skeudennoù nevez ha gwellaennoù-sell evit an obererezhioù Hanoi, Lizherenn o vankout, Arc'hant, Chaseour foto, Pentur eeun ha Tangram.
- An astenn Inkscape nevez zo ganeomp evit sikour da grouiñ kartennoù svg ha miltammoù (https://invent.kde.org/education/gcompris/-/tree/master/tools/inkscape).
... hag ur bern difazioùigoù ha gwellaennoù ouzhpenn.
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu bremañ 33 yezh gant GCompris 2.0, 26 anezhe peurdroet : azerbaijaneg, albaneg, estoneg, euskareg, finneg, kastilhaneg, galleg, gresianeg, hebraeg, hollandeg, hungarek, indonezianeg, italianeg, katalaneg, katalaneg Bro-Valensia, lituaneg, malayameg, poloneg, portugaleg, portugaleg Bro-Vrazil, roumaneg, sloveneg, saozneg Bro-Saoz, sinaeg hengounel, svedeg hag ukraineg. 7 anezhe zo damdroet : alamaneg (96%), norwegeg Nynorsk (96%), belaruseg (83%), makedoneg (82%), brezhoneg (80%), turkeg (76%) ha ruseg (76%)
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android, Rasperry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, en dastumlec'h F-Droid hag er Windows store.
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny