Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 1.1.
Ur c'hempenn eo, neuze e rankfe pep dasparzh GNU/Linux gant ar stumm 1.0 bezañ hizivaet da 1.1.
Setu ur verradenn eus ar c'hemmoù graet :
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù :
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu bremañ 27 yezh klok evidomp : albaneg, belaruseg, brezhoneg, euskareg, galisianeg, galleg, gresianeg, hebraeg, hollandeg, hungarek, indonezianeg, italianeg, katalaneg, katalaneg Bro-Valensia, makedoneg, malayameg, poloneg, portugaleg, portugaleg Bro-Vrazil, roumaneg, ruseg, sloveneg, saozneg Bro-Saoz, sinaeg hengounel, svedeg, turkeg hag ukraineg.
Bez' eus ivez 4 yezh o zroidigezh damglok : alamaneg (91%), gouezeleg Bro-Iwerzhon (87%), lituaneg (96%) ha norwegeg Nynorsk (85%)
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigimp ur stalier a-benn nebeut.
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny