Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn eo deuet er-maez GCompris 0.97.
Ar stumm nevez-mañ a ro bod da 2 obererezh nevez :
Hag ar bern dibaboù nevez :
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigfomp ur stalier a-benn nebeut. N'eus ket deus ar stumm hivizaet evit iOS c'hoazh. Da c'houzout : n'eo ket bet gwiriet ar pakad evit MacOS c'hoazh, a-benn ar bloaz da zont e vo klasket ganeomp hen ober.
Evit ar pezh a sell ouzh ar mouezhioù hon eus ouzhpennet ur vouezh nevez "klask adarre" hag a vez implijet e meur a obererezh e lec'h "ret eo dit gwiriañ c'hoazh". Bez' e c'hallit gwiriañ hag-eñ ez eus deus ar vouezh-se evit ho yezh war ar bajenn-mañ : https://gcompris.net/voicestats/ (e-barzh al lodenn "Misc"). Sikour ac'hanomp da gaout ar mouezhioù diank evit ho yezh deoc'h a c'hallit ober en ur enrollañ brav ho mouezh.
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu ugent yezh klok evidomp : Brezhoneg, Euskareg, Galisianeg, Galleg, Gresianeg, Hollandeg, Italianeg, Katalaneg, Makedoneg, Malayameg, Poloneg, Portugaleg, Portugaleg Bro-Vrazil, Roumaneg, Slovakeg, Saozneg Bro-Saoz, Sinaeg hengounel, Spagnoleg, Svedeg, Ukraineg.
Bez' ez eus ivez 15 yezh all bet troet tamm pe damm: Alamaneg (96%), Belaruseg (65%), Estonieg (93%), Finneg (86%), Hindeg (73%), Gouezeleg Bro-Iwerzhon (78%), Gouezeleg Bro-Skos (67%), Hungareg (95%), Indonezieg (95%), Katalaneg (Valensianeg 95%), Nynorsk / Neveznorvegeg (93%), Ruseg (76%), Sinaeg Eeunaet (66%), Sloveneg (54%), Turkeg (95%).
Normalamant ne ginnigomp nemet troidigezhioù kaset da benn betek 80% da nebeutañ. Koulskoude ez eus bet meur a droidigezh o tiskenn dindan 80% (dreist-holl Sloveneg, Belaruseg ha Gouezeleg Bro-Skos ; met Hindi, Ruseg ha Gouezeleg Bro-Iwerzhon ivez). Dibabet hon eus mirout anezhe evit ar stumm-diwezhañ-mañ eus GCompris gant ar spi da welet troerien a-gozh pe nevez o peurglokaat an troidigezhioù-se. Ma resevomp hizivadennoù pe troidigezhioù nevez e raimp un hizivadenn d'ar stumm-mañ.
Neuze, m'emañ ho yezh er roll ar re damdroet pe ma n'eo ket bet troet c'hoazh, ha ma fell deoc'h reiñ dorn deomp, kit e darempred ganeomp hag e roimp deoc'h titouroù evit gallout kregiñ da dreiñ.
Bez' e c'hallit ivez skrivañ kemennadennoù d'hor c'hummuniezh evit reiñ dorn deomp. Arabat tortañ: roit ho soñj deomp.
Notennoù :
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny