Un dastumadeg a-feson gant obererezhioù ha c'hoarioù kelennadel evit ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.
Obererezhioù 'zo a zo bet troet da c'hoarioù, chom a reont kelennadel avat.
Setu ur roll eus rummadoù an oberezhioù gant un toullad skouerioù !
Ouzhpenn 100 obererezh zo kinniget gant GCompris evit ar poent ha reoù all zo war ar stern. Ur meziant digor eo GCompris, da lârout eo ez oc'h aotreet da azasaat ar meziant diouzh hoc'h ezhommoù, d'e wellaat hag ar pep pouezusañ, aotreet oc'h da rannañ GCompris gant an holl vugale er bed.
Raktres GCompris zo herberc'hiet ha diorroet gant kumuniezh KDE.
Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn eo digoust stumm klok GCompris 0.97 evit pep dasparzh skoret !
Ar meziantoù staliañ dindan Windows ha macOS war hol lec'hienn zo bet hizivaet ha n'o deus ket ezhomm eus kod dibrennañ ebet ken. Digoust eo bremañ ar stumm klok er Play Store ha Microsoft Store.
Spi hon eus e vo aesoc'h evel-se d'an holl vugale er bed-holl evit gallout ober gant ar gwellañ meziant kelennadel.
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny
Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn eo deuet er-maez GCompris 0.97.
Ar stumm nevez-mañ a ro bod da 2 obererezh nevez :
Hag ar bern dibaboù nevez :
Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigfomp ur stalier a-benn nebeut. N'eus ket deus ar stumm hivizaet evit iOS c'hoazh. Da c'houzout : n'eo ket bet gwiriet ar pakad evit MacOS c'hoazh, a-benn ar bloaz da zont e vo klasket ganeomp hen ober.
Evit ar pezh a sell ouzh ar mouezhioù hon eus ouzhpennet ur vouezh nevez "klask adarre" hag a vez implijet e meur a obererezh e lec'h "ret eo dit gwiriañ c'hoazh". Bez' e c'hallit gwiriañ hag-eñ ez eus deus ar vouezh-se evit ho yezh war ar bajenn-mañ : https://gcompris.net/voicestats/ (e-barzh al lodenn "Misc"). Sikour ac'hanomp da gaout ar mouezhioù diank evit ho yezh deoc'h a c'hallit ober en ur enrollañ brav ho mouezh.
Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu ugent yezh klok evidomp : Brezhoneg, Euskareg, Galisianeg, Galleg, Gresianeg, Hollandeg, Italianeg, Katalaneg, Makedoneg, Malayameg, Poloneg, Portugaleg, Portugaleg Bro-Vrazil, Roumaneg, Slovakeg, Saozneg Bro-Saoz, Sinaeg hengounel, Spagnoleg, Svedeg, Ukraineg.
Bez' ez eus ivez 15 yezh all bet troet tamm pe damm: Alamaneg (96%), Belaruseg (65%), Estonieg (93%), Finneg (86%), Hindeg (73%), Gouezeleg Bro-Iwerzhon (78%), Gouezeleg Bro-Skos (67%), Hungareg (95%), Indonezieg (95%), Katalaneg (Valensianeg 95%), Nynorsk / Neveznorvegeg (93%), Ruseg (76%), Sinaeg Eeunaet (66%), Sloveneg (54%), Turkeg (95%).
Normalamant ne ginnigomp nemet troidigezhioù kaset da benn betek 80% da nebeutañ. Koulskoude ez eus bet meur a droidigezh o tiskenn dindan 80% (dreist-holl Sloveneg, Belaruseg ha Gouezeleg Bro-Skos ; met Hindi, Ruseg ha Gouezeleg Bro-Iwerzhon ivez). Dibabet hon eus mirout anezhe evit ar stumm-diwezhañ-mañ eus GCompris gant ar spi da welet troerien a-gozh pe nevez o peurglokaat an troidigezhioù-se. Ma resevomp hizivadennoù pe troidigezhioù nevez e raimp un hizivadenn d'ar stumm-mañ.
Neuze, m'emañ ho yezh er roll ar re damdroet pe ma n'eo ket bet troet c'hoazh, ha ma fell deoc'h reiñ dorn deomp, kit e darempred ganeomp hag e roimp deoc'h titouroù evit gallout kregiñ da dreiñ.
Bez' e c'hallit ivez skrivañ kemennadennoù d'hor c'hummuniezh evit reiñ dorn deomp. Arabat tortañ: roit ho soñj deomp.
Notennoù :
Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny