Goulennoù savet alies

Reiñ ar mouezhioù evit an holl yezhoù a lakje ar stalier da vezañ re ponner hag an darn vrasañ eus an implijerien zo dreist-holl dedennet gant o yezh hepken. Ar skeudennoù hag ar sonerezh a-dreñv a gemer ur bern plas hep kaout ezhomm dioute evit implijout ar meziant. A-benn skañvaat pouez diazez ar stalier hon eus dibabet chom hep enlakaat reoù 'zo ha lezel an implijerien da bellgargañ pep tra evel ma karont.

Ma ne fell ket deoc'h e pellgargfe ar meiziant pep tra en un doare emgefreek e c'hellit disober an dibab "Gwiriañ ar pellgargañ/adnevesaat otomatik evit ar restroù son" e-barzh pajenn ar c'hefluniañ pennañ.


Bez'e c'hallit pellgargañ ar perzhioù ouzhpennet gant al liamm-mañ.

https://cdn.kde.org/gcompris/data2/

POUEZUS: en alioù da heul, e-lec'h ober gant "-codecName", lakit "-mp3" evit reizhiadoù Windows pe "-ogg" evit reizhadoù Linux pe Android, pe c'hoazh "-aac" evit reizhadoù macOS. Hag e-lec'h ober gant "-localeCode", grit ivez gant hini ho korn-bro.

Evit ar sonerezh a-dreñv, e ranker mont er penn-restr anvet "backgroundMusic" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:

Contents
backgroundMusic-codecName.rcc

Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "backgroundMusic" e-barzh penn-restr kuzh an arload.

Evit ar mouezhioù e ranker mont er penn-restr anvet "voices-codecName" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:

Contents
voices-localeCode.rcc

Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "voices-codecName" e-barzh penn-restr kuzh an arload.

Evit ar skeudennoù e ranker mont er penn-restr anvet "words" ha pellgargañ an 2 restr-mañ:

Contents
words-webp.rcc

Goude e ranker kopiañ an 2 restr-se en ur penn-restr anvet "words" e-barzh penn-restr kuzh an arload.

An hent betek ar penn-restr kuzhet zo disheñvel hervez ar reizhiad o treiñ.

Hent evit Windows:

C:\Users\Username\AppData\Local\KDE\GCompris\cache\data2\

Hent evit Linux:

/home/userName/.cache/KDE/gcompris-qt/data2/

Hent evit Android (ezhomm zo da gaout mont-tre ar wrizienn evit embann ar penn-restr-mañ):

/data/data/net.gcompris.full/data2/

Hent evit macOS:

~/Library/Caches/KDE/gcompris-qt/data2/

An daou war an dro. Abaoe ar penn-kentañ eo bet atav hag ez eo c'hoazh GCompris ur pakad GNU. Abaoe 2014 e vez meret gant kumuniezh KDE.


Pep danvez ha pakad-ret zo dindan aotreegezhioù a zalc'h ouzh an aotregezh AGPLv3.


An ezhommoù evit sevel hag embann meziantoù evit iOS ne zoujont ket ouzh an aotreegezhioù GPLv3 ha AGPLv3 implijet gant ar meziant-mañ.


Evit android e vez embannet ganeomp er Play Store hag F-Droid, embann en holl stalioù a roje re a labour. Ma vez implijet un dabletezenn Fire ganeoc'h e c'hellit staliañ end-eeun an apk nevesañ diwar ho lec'hienn-genrouedad hag ober gant ul loc'her emren a-benn kaout an arload diwar profil ur bugel