Bez' e c'hallit staliañ GCompris diwar Windows Store.
Da c'houzout : Dav eo kaout Windows 10 evit implijout Windows Store.
Mod all e c'hallit pellgargañ ar stalier gant al liammoù amañ-dindan.
Ezhommoù ar reizhad: Windows 7, 8 pe 10 gant OpenGL 2 staliet.
Da c'houzout : Ma n'hellit ket implijout OpenGL2 gant hoc'h urzhiataer, implijit mar plij ar mod asur e GCompris (Safe Mode) el lañser pennañ evit loc'hañ GCompris gant ar stumm ne ra ket gant OpenGL : software rendering mode.
M'ho peus ezhomm da gaout ur stumm implijapl gant Windows XP pe ma ne c'hall ket ho sistem ober gant ar stumm nevez, e c'hallit implijout ar programm staliañ diwezhañ diwar ar GCompris kozh 15.10.
To enable all the activities in this old version, you can use the code 200202 in the entry box that contains the word CODE when you start the application.
Ar stumm evit Android zo dasparzhet dre ar Play Store.
Er Play Store e vo kavet an daou stumm 32 ha 64 bit evit android. Ar stumm dereat a vo pellgarget end-eeun hervez ho reizhiad Android.
WARNING: For Android version 4.4.2, it is recommended to directly download and install manually GCompris version 0.95 from our website, as the version 0.96 from the Play Store will not be able to download external assets with this Android version.
Bez' ez eus ivez GCompris diwar F-Droid, ar vammenn dieub ha digor evit dastumlec'h arloadoù Android.
You can also directly download the apk from our website to install it manually on your device.
Ar stumm evit macOS a c'hallit kaout dre al liamm amañ-dindan.
Savet hag amprouet war v/macOS 10.13.
You can check if your distribution provides a package for the latest version of GCompris.
Kinnig a reomp pakadoù emren evit GNU/Linux. War ne vern peseurt dasparzh e rankfent mont en dro (dav eo kaout ur c'hernel linux 3.10 da nebeutañ, ha gstreamer 1.0). System requirements: linux kernel 3.10, glibc 2.17, pulseaudio, gstreamer 1.0.
Evit hen implijout, dav eo digeriñ un dermenell er restr lec'h m'eo bet pellgarget ar meziant staliañ ha kas an urzhioù-mañ :
chmod u+x gcompris-qt-1.0-Linux64.sh
./gcompris-qt-1.0-Linux64.sh
Ret eo lenn goude an aotre pe pouezañ war q evit tremen hepti, respont ya d'ar goulennoù ha staliet e vo ar meziant en ur restr stok ouzh ar meziant staliañ.
Er fin e ranker, evit loc'hañ GCompris, mont er restr nevez, e bin, ha daouglikañ war gcompris-qt.sh.
Da c'houzout : ma ne ra ket ho reizhiad gant OpenGL 2 e mod pe vod, dav eo ouzhpennañ an dibab "--software-renderer" e fin al linenn diwezhañ e skript gcompris-qt.sh. Mod all e c'haller ivez embann ar restr kenfluniañ (e ~/.config/gcompris-qt/gcompris-qt.conf), klask al linenn renderer=auto, skrivañ software e lec'h auto hag enrollañ ar restr.
Kinnig a reomp ur pakad emrenn evit Raspberry Pi. Ar pakad-se a zo ur stumm beta anezhañ. Amprouet eo bet war Raspberry Pi 3 hepken.
Evit hen implijout, dav eo digeriñ un dermenell er restr lec'h m'eo bet pellgarget ar meziant staliañ ha kas an urzhioù-mañ :
chmod u+x gcompris-qt-1.0-Raspberry.sh
./gcompris-qt-1.0-Raspberry.sh
Ret eo lenn goude an aotre pe pouezañ war q evit tremen hepti, respont ya d'ar goulennoù ha staliet e vo ar meziant en ur restr stok ouzh ar meziant staliañ.
Er fin e ranker, evit loc'hañ GCompris, mont er restr nevez, e bin, ha daouglikañ war gcompris-qt.sh.
Evit gwiriañ hag-eñ eo deuet mat ar pellgargañ eo posupl keñveriañ an md5sums gant ar re er restr-mañ : MD5SUMS
Ar vammenn tarball hag ar meziantoù staliañ Linux zo sinet dindan an alc'hwez GPG, gant Timothée Giet (alc'hwez foran :0x63d7264c05687d7e.asc)
Restroù sig :