Pellgargañ Gcompris

Windows

Bez' e c'hallit staliañ GCompris diwar Windows Store.

Da c'houzout : Dav eo kaout Windows 10 evit implijout Windows Store.


Mod all e c'hallit pellgargañ ar meziant staliañ gant al liammoù amañ-dindan.

Ezhommoù ar reizhiad : Windows 7, 8 pe 10 gant OpenGL 2 staliet.

GCompris 4.0-Windows 64bitGCompris 4.0-Windows 32bit

Da c'houzout : Ma n'hallit ket implijout OpenGL2 gant hoc'h urzhiataer, implijit mar plij ar mod asur e GCompris (Safe Mode) el lañser pennañ evit loc'hañ GCompris gant ar stumm ne ra ket gant OpenGL : software rendering mode.

M'ho peus ezhomm da gaout ur stumm implijapl gant Windows XP pe ma ne c'hall ket ho sistem ober gant ar stumm nevez, e c'hallit implijout ar meziant staliañ diwezhañ diwar ar GCompris kozh 15.10.

GCompris 15.10-Windows 32bit

Evit gallout ober gant an holl obererezhioù er stumm kozh-se e c'haller implijout ar c'hod 200202 er frammig ennañ ar ger CODE pa groger gant ar meziant.

Android

Ar stumm evit Android zo dasparzhet dre ar Play Store.

GCompris 4.0 for Android

Er Play Store e vo kavet an daou stumm 32 ha 64 bit evit android. Ar stumm dereat a vo pellgarget end-eeun hervez ho reizhiad Android.


Bez' ez eus ivez GCompris diwar F-Droid, ar vammenn dieub ha digor evit dastumlec'h arloadoù Android.

GCompris 4.0 from F-Droid

Bez' e c'haller ivez pellgargañ end-eun an apk diwar hol lec'hienn ha staliañ anezhañ gant an dorn war ar benveg.

GCompris 4.0 apk for Android 64bitGCompris 4.0 apk for Android 32bit

Evit an ardivinkoù o treiñ gant Android 2.3 betek 4.0, setu ar stumm nevesañ a glot: GCompris 0.81.


macOS

Ar stumm evit macOS a c'hallit kaout dre al liamm amañ-dindan.

Savet hag amprouet war v/macOS 10.13.

GCompris 4.0-Darwin
GNU/Linux

Bez' e c'hallit gwiriañ hag-eñ e vez kinniget ur pakad evit stumm nevesañ GCompris gant ho tasparzh.

Kinnig a reomp pakadoù emren evit GNU/Linux. War ne vern peseurt dasparzh e rankfent mont en dro. Ezhommoù ar reizhiad : linux kernel 3.10, glibc 2.17, pulseaudio, gstreamer 1.0.

GCompris 4.0-Linux 64bitGCompris 4.0-Linux 32bit

Evit hen implijout, dav eo digeriñ un dermenell er restr lec'h m'eo bet pellgarget ar meziant staliañ ha kas an urzhioù-mañ :

chmod u+x gcompris-qt-4.0-Linux64.sh
./gcompris-qt-4.0-Linux64.sh

Ret eo lenn goude an aotre pe pouezañ war q evit tremen hepti, respont ya d'ar goulennoù ha staliet e vo ar meziant en ur restr stok ouzh ar meziant staliañ.

Er fin e ranker, evit loc'hañ GCompris, mont er restr nevez, e bin, ha daouglikañ war gcompris-qt.sh.

Da c'houzout : ma ne ra ket ho reizhiad gant OpenGL 2 e mod pe vod, dav eo ouzhpennañ an dibab "--software-renderer" e fin al linenn diwezhañ e skript gcompris-qt.sh. Mod all e c'haller ivez embann ar restr kenfluniañ (e ~/.config/gcompris-qt/gcompris-qt.conf), klask al linenn renderer=auto, skrivañ software e lec'h auto hag enrollañ ar restr.

Mod all e c'hallit staliañ GCompris diwar Flathub pe diwar ar Snap store.

Raspberry Pi

Kinnig a reomp ur pakad emren evit Raspberry Pi. Amprouet eo bet war Raspberry Pi 3 hepken.

GCompris 4.0-Raspberry Pi 3

Evit hen implijout, dav eo digeriñ un dermenell er restr lec'h m'eo bet pellgarget ar meziant staliañ ha kas an urzhioù-mañ :

chmod u+x gcompris-qt-4.0-Raspberry.sh
./gcompris-qt-4.0-Raspberry.sh

Ret eo lenn goude an aotre pe pouezañ war q evit tremen hepti, respont ya d'ar goulennoù ha staliet e vo ar meziant en ur restr stok ouzh ar meziant staliañ.

Er fin e ranker, evit loc'hañ GCompris, mont er restr nevez, e bin, ha daouglikañ war gcompris-qt.sh.

Kod ar vammenn

Kod ar vammenn zo deus outañ dindan an aotregezh AGPLv3.

GCompris 4.0-source code
SHA-256 ha GPG

A-benn gwiriañ anterinder ho pellgargadennoù e c'hallit kaout stumm orin ar restrou hash SHA-256 en ur ouzhpennañ ".sha256" e fin hoc'h URL pellgargañ.

Ar vammenn tarball hag ar meziantoù staliañ Linux zo sinet dindan an alc'hwez GPG, gant Timothée Giet (alc'hwez foran : 0x63d7264c05687d7e.asc)

Restroù sig :
• GCompris 4.0-source codeGCompris 4.0-Linux 64bitGCompris 4.0-Linux 32bit