Home page

Barrek da zornata al logodenn ha klikañ aes e rank bezañ

Yves Combe (anim.xml)
Krouiñ un dresadenn pe ur bliverezh
Ur benveg tresañ ha blivañ.
Gant ar c’hoari-mañ e vez treset frank gant ar bugel. Penaos tresañ brav gant lunioù eeun (reizhkornioù, elipsennoù, linennoù) eo pal ar c’hoari. Evit reiñ muioc’h a zibaboù d’ar bugel e vezo enlakaet skeudennoù ivez.
Diuz ur benveg tresañ war an tu kleiz hag ul liv en traoñ. Neuze klik ha rikl war al leur wenn evit krouiñ ul lun nevez. Ur wech savet an dresadenn e c'halli ober ul luc'hskeudenn diouti gant an afell « benveg luc'hskeudennoù  ». Krouet e vo ur skeudenn nevez gant an endalc'had heñvel outi. Kempenn da dresadenn en ur zilec'hiañ pe zilemel lunioù zo. Ur wech krouet meur a skeudenn, pouez war an afell « film ». Hep chom a-sav e tremeno da skeudennoù dirazout. Tizh an tremen a vez kemmet er mod-mañ. Er mod Gwelout, pouez war an afell « tresañ » evit dont en-dro d'ar mod Tresañ. Kemmpennet e vez pep skeudenn eus da vliverezh dre ober gant an diuzer skeudennoù er c'horn kleiz e traoñ ar skramm. Enrollet pe adkarget e vez da labour gant an afelloù « kantennig » ha « teuliad ».  
gant: bruno