Home page
Téléchargement immédiat et gratuit
Download Windows (8.3.7, 92Mb)

Pelec’h kavout ha penaos staliañ GCompris ?

Pellgargañ
Ouzhpennadenn ziwezhañ: d'al lun 10 a viz Gwengolo 2007.


Meziant erounezadus evit Windows

Un handelv windows eus GCompris zo anezhi. Diwallit, evit bountañ war arver GNU/Linux n’emañ ket an holl obererezhioù enni. Prenet e vez GCompris evit kaout an holl obererezhioù. Ne goust ket kêr ruz.

2 handelv eus GCompris ez eus anezhi :

-  GCompris 7.4 : evit Windows 98 ha nevesoc’h. N’emañ ket holl obererezhioù an handelv GNU/Linux gant an handelv-mañ. Kavet e vo an obererezhioù a zo hegerz war ar bajennad-mañ dre sellout arlun Windows.

-  GCompris 8.3 ha nevesoc’h : evit Windows 2000 ha nevesoc’h. Holl obererezhioù an handelv GNU/Linux zo gant an handelv-mañ.

Evit staliañ GCompris, pellgargit restr gcompris-X.X.exe.

Gwaredit ar restr war ho kantenn galet ha daouglikit warni. Heuilhit an ditouroù (war-lerc’h, war-lerc’h,...).



CD-ROM boulc’hus

Ur gantenn voulc’hus eo ur gantenn stumm (CD-ROM) gant ur reizhiad korvoiñ klok warni o lakaat ar reizhiad korvoiñ-mañ da vezañ emren. Pa vo loc’het hoc’h urzhiataer gant ur gantenn e-barzh e vo lañset hag erounezet gant hoc’h urzhiataer.

Meur a gantenn voulc’hus ez eus gant GCompris warno :

-  Freeduc CDROM, ur strollad meziantoù kelennadel savet gant Kevredigezh Ofset.

-  Knoppix DVDROM gant ur reizhiad GNU/Linux klok o kinnig GCompris.

-  Un dasparzhadenn Linux eo Kaella (Knoppix Linux Azur) o chom war ur gantenn ha mont a ra en-dro hep staliañ an disterañ tra war gantenn galet hoc’h urzhiataer. Ur reizhiad korvoiñ klok eo, pourvezet gant an holl meziantoù ret evit arverañ un urzhiataer : merdeer internet, posteloù, lennerioù liesvedia (skeudenn, luc’hskeudenn, sonioù, videoioù), c’hoarioù, h.a...



Pakadoù erounezadus evit ar reizhiadoù all

War sourceforge emañ handelv diwezhañ GCompris.

Krouet eo pakadoù daouredel GCompris hag a zo war sourceforge e mentrezh autopackage.

Mar bez diaes deoc’h staliañ handelv diwezhañ GCompris e vez kavet un handelv rakpaket evit ho tasparzhadenn war ar roll amañ dindan.

Reizhiad Kavout meziantoù daouredel
Mandriva Diouzh parzhadoù, pe backports gant urpmi.
Debian, Skolelinux Usual repository, use apt-get. Find recent GCompris version in the Unofficial repository maintained by Thomas.
Ubuntu, Edubuntu Usual repository, use apt-get. Find recent GCompris version in the Unofficial repository maintained by Thomas.
ArchLinuxAUR Repository
Yellow Dog 3 http://yum.bravegnuworld.com/yum/yd/3/RPMS.bgw/
FreeBSD http://www.freshports.org/games/gcompris2/
Gentoo http://packages.gentoo.org/packages/?category=games-kids;name=gcompris
Lindows http://www.lindows.com/lindows_products_details.php?id=1881
Suse http://packman.links2linux.org/?action=243
Fedora CoreFiziad boaz
MacOSX http://fink.sourceforge.net/pdb/package.php/gcompris