Home page
Téléchargement immédiat et gratuit
Windows (8.3.6, 90Mb)

Petra nevez e bedig Gcompris ?

Nevezintioù
Ouzhpennadenn ziwezhañ: d'ar merc'her 10 a viz Here 2007.

Handelv 8.3.4 e brezhoneg

Pellgargit GCompris e brezhoneg.

Testennoù ha mouezhioù ar meziant bet troet e brezhoneg.

Plijadur deoc’h :)



Strivet ez eus bet war krouidigezh un dornlevr arverañ evit GCompris.

Deuet ez eus er-maez un handelv nevez eus GCompris, an traoù nevez pouezusañ :

-  Ur c’hewerier testenn bihan oc’h enlakaat meizad ar stiloù.
-  Ar miltammoù gant ar riklañ/lakaat zo plijusoc’h da arverañ.
-  Mod 2 c’hoarier e Connect4 (puissance 4).
-  C’hoari ar pouezhañ (mentell) adsavet penn da benn.
-  un obererezh nevez, ur meziant flapiñ bihan evit ar vugale e stumm IRC.
-  Bremañ ez eus ur pal gant c’hoari ar splujerezh, ret eo tapout un teñzor evit digeriñ un nor ha tremen drezi.
-  Mont d’ul live izeloc’h ez eus tu dre glikañ a-zehou war diñs al live.
-  Skrammet eo roud an arver er mollad ardeiñ.
-  Ouzhpennet ez eus bet un dibarzh —nobackimg hag a vir ouzh ur skeudenn drekleur bezañ skrammet pa ne vez ket talvoudus evit an obererezh.
-  Gwellaet eo bet kalz ar c’hoari ma vez diverket ha dizoloet ur skeudenn gantañ. Bremañ n’eus ket tu mont re vuan.