Home page
Téléchargement immédiat et gratuit
Download Windows (8.3.7, 92Mb)

Kinnig GCompris

Kinnig
Ouzhpennadenn ziwezhañ: d'ar meurzh 4 a viz Gwengolo 2007.

Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù d’ar vugale o oad etre 2 ha 10 vloaz.

Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :

-  dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
-  jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
-  skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
-  douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
-  c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
-  lenn : pleustradur war al lenn
-  all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...

En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.



Degemeret eo bet Priz ar c’helenn e-pad festoù an eñvor-drec’h evit ar meziantoù frank degouezhet e Soissons Bro C’hall d’an 24 a viz Mae 2003.

E-touez ar raktres GNU emañ GCompris anavezet gant Mignoned teñzorioù ar bed eus Unesco. Kavet e vo GCompris war roll ar meziantoù daveet gant FSF hag Unesco.



Dasparzhet eo ar meziant-mañ dindan al lañvaz GPL . Ur meziant kefridiel eus ar raktres GNU eo. Gant GNU/Linux, MacOSX, Windows ez a en-dro GCompris.

HEP GWARANT EBET eo dasparzhet ar meziant-mañ. Ur meziant frank eo ha bountañ a reomp ac’hanoc’h d’e zasparzhañ en-dro gant an amplegadoù GPL.



(PNG)

Taolet eo bet evezh war ketal GCompris a-fet an neuzioù hag aesder an ober gantañ. Stumm eeun warnañ e chom dedennus avat evit ar vugale vihanañ zoken. En e unan e vez dizoloet an obererezhioù gant ar vugale, koulskoude ez ay war-raok gwell gant skoazell ur c’helenner pe ur c’har dezhañ.

Gwelet e vez ar skrammadoù evit an holl obererezhioù kinniget gant GCompris



Gant un urzhiataer 233MHz gant 64Me a vemor ez a en-dro GCompris. Ret eo deoc’h kaout 40 Me dieub war ho kantenn galet. Gant kefluniadurioù gwanoc’h e vez arveret GCompris dre galvezerezh dre dermenelloù X GNU/Linux.

Bez ez eus meur a zoare evit arverañ GCompris gant un endro arval skañv, an holl anezho diazezet war labour dispar ar raktres LTSP.

E-touez an dasparzhadennoù GNU/Linux pennañ a vez arveret er skolioù emañ AbulEdu, SkoleLinux pe Freeduc.




-  Bandennoù treset, e saozneg o tisplegañ penaos e vez arveret GNU/Linux ha GCompris el lec’hioù arverañ internet hag er skolioù.
-  Ur c’hinnig eus GCompris war lec’hienn CNDP Sceren
-  Ur skouer eus arver GCompris en ur skol eus Belgia
-  Ur skouer eus arver GCompris en ur skol italiat. En Italia c’hoazh, teuliadur GCompris.
-  Arver GCompris en ur c’hlas kentañ derez en Ekstremadura (Bro Spagn)
-  Studiadenn un degouezh gant Kengor Europa en ur skol slovat.
-  Ur gentel diwar-benn GCompris evit an danvez kelennerion war ar stlenneg e Slovakia
-  E miz Ebrel 2002 ez eus bet embannet ur pennad e galleg diwar-benn GCompris war Linux Magazine France.
-  Gouzout muioc’h diwar-benn Ofset ha GCompris : skoret e vez ar meziantoù frank eus Ofset gant UNESCO



-  Gant Childsplay ez eus un doare da labourat damheñvel ouzh hini GCompris met diazezet eo war an areg Python hag al levraoueg pygame (diazezet war SDL). Gant GNU/Linux ha Windows ez a en-dro.
-  The KDE Edutainment Project. Ur strollad meziantoù o klotañ kaer GCompris.
-  Ar strollad meziantoù eus an douarenn gant pare abuledu.
-  New Breed Software a grou meziantoù frank, en o zouez Tuxpaint brudet mat
-  Un arload all evit ar re yaouankañ, PySyCache o kelenn d’ar vugale penaos arverañ al logodenn.